Ar bleizdi-mor

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 72-74)



AR BLEIZDI-MOR.
________


       Lemmomp hor c’hleveïou,
     War-lein ar meneziou,
     ’Wit mont d’ar brezeliou !
 
   Arru e listri ’r bleizdi-mor,
Da digass brezel en Arvor ;
Ar Ieodet ho deuz komerret,
Hag ann iliz ho deuz dewet.

       Lemmomp, etc.

   Ann eskop-koz n’ em skuill daero,
Hen euz renket leuskel he vro ;
Et ez e da glask ur vro-all,
E-lec’h na deui ket ann dut-fall.

   Den na gred ken chomm en Arvor,
Gant ann euz ouz ann dut-a-vor ;
Parko, tier, loened ha tud,
Holl int gwallet, braz ha munud.

   Met ar roue, p’hen euz klewet,
He dent gant broüer [1] ’n euz skrignet;
Em laket e prest en he hent,
Gant he holl dut, he holl gerent.

   Un arme vraz ’zo bet savet,
Hag en Arvor ’z omp arruet ;
Bars ur blenenn, en bro-Arvor,
E meump bet kat ar bleizdi-mor.

   Epad tri de hon euz stourmet,
Epad tri de hon euz kannet ;
Epad ter noz, hep heana,
N’hon ëuz gret tra nemet laza :

   Laza, ken a ruille ’r goad-ru,
’Vel diou waz vraz, euz ann daou-du ;
Laza, evel dorna kolo,
Kolo-segal, pa ve daro !


   Strakal ’re hor zaoliou-kleze,
’Vel taoliou ’n horz war ann anne,
Ken a fraille pennou tud-vor,
Evel istrenn hanter-digor.

   Keït ma pade ann argadenn,
Ar brini ’nije uz d’hon fenn ;
Pa zo bet fin, en em goagal,
Int bet diskennet d’ar festal !

        Lemmomp hor c’hleveïou,
     War-lein ar meneziou,
     ’Wit mont d’ar brezeliou !


Tennet euz paperou ann aotro J.-M PENGUERN.



  1. Je ne connais pas le mot broüer, que j’ai traduit par rage.