Mont d’an endalc’had

Ar bizou brezel

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1915



Ar bizou brezel
————
War don ar zonig poblus :
Eul lunvez da vintin ’c’h aen da welet ma dousig.


Bet em eus al lizer
’Oa ganin ken gortozet,
(diou wech}.
’N e blegiou flour, — dudiusat prezant ! —
Eur bizou gwenn ’vel an arc’hant.
(diou wech}.

Gwalennig lugernus,
Merk a deneridigez,
Te ’lak, dourek, ma daerou da ruilhal
Ha ma c’halon baour da dridal.

Penôs kredi biken,
P’az kwelan ken dudius,
E teus klasket, bouled kri ha direiz,
Rei ar maro da zoudard Breiz ?

Sonj tener ha dispar !
Eun dorn flour en deus poaniet
Da chenj kannad ar maro didrue
’N eun donezon a garante…

Bizou paour ha dister,
Kizellet gant eur mignon,
D’hon daoulagad karget a nec’hamant
Te ’zo kaeroc’h ’vit diamant.

Deut eta niverus,
Nijet eus tan ar brezel ;
Digaset d’imp gant o gourc’hemenno
Kennerz da c’hortoz an distro.

Pa hunvreemp aman,
Kollet ’n hon zonjou poanius,
Er foziou goue, ouz trouz ar c’hanoliou,
C’houi ’peus klevet o hirvoudou ;

O c’hlevet marteze,
Pa vezent o-unanig,
O vouboual, luskellus, d’an avel
Eur zon garet a Vreiz-Izel.

Laret d’imp ez int holl,
’Vel m’o gwelomp a spered,
Start ’n o c’hreden, dispont rak ar maro,
Gwir vibien Doue hag ar Vro.

Met laret d’imp ive
E tistrofont heb dale,
Da zigas d’imp, — donezon a enor, —
Ar peuc’h padus hag ar victor !

Koulmig Arvor.