Ar baleer-bro hag ar roc’h
Eun den a oa o vale bro. Eun devez, en eur dremen dre eun hent don, ec’h erruaz gant eur roc’h dizac’het deuz ar menez. Ar roc’h a stanke an hent. Ne c’helle ket mont ebiou d’ezhi, nag a glei nag a ziou.
Hag hen oc’h esa ruill ar roc’h kuit. En em skuiza a reaz kalz, mez poan gollet.
Tristidigez a zavaz neuze en e galon. « Oh ! paour, emezan, petra ’rin me pa zeui an noz ? Tam da zibri, netra d’am goudori, netra d’am difenn d’ar mare ma zeui al loened gouez da glask preiz. »
E-pad ma troe ha ma tizroe ar sonjou-ze en e spered, et tigouezaz eun den-all. Klask a reaz ive horta ar roc’h hag e c’has kuit. Mez e c’halloud a oa re vihan, hag e c’hazezaz en eur blega e benn.
Ha goude e tigouezas meur a hini c’hoaz. Den na c’hellaz loc’h ar mean braz, hag holl, an eil goude egile, e c’hazezent, an dristidigez war o zal.
A-benn eur pennad koulskoude, unan a lavaraz d’ar re-all : « Breudeur, red eo d’eomp pedi Doue, marteze en dezo truez ouzomp. » Hag holl, war o daoulin, e pedjont Hon Tad hag a zo en Nenv.
Ha pa doa pedet, an hini en doa lavaret pedi, a lavaraz c’hoaz : « Unan a zo bet dinerz : mez var bouez en em zikour, marteze e teufomp a-benn da gas ar roc’h divar an hent. »
Sevel a rechont. An eil var sikour egile, e stagont d’ar roc’h. En dro-man, e oa dibradet, an hent a oa distanket. Hag holl e kerzjont laouen, goudeze, pephini en e du.
Ar baleer eo an den : an hent eo ar vuez : ar roc’h eo ar boan a gaver bep kammed er bed-ma. Unan e-hunan a zo dinerz da enebi euz ar boan-ze. Mez Doue en deuz pouezet d’eomp hon beac’h evit ma c’helfomp kerzet atao pa roio an eil dorn d’egile.
En em harpit noz deiz an eil oc’h egile, |
Doph an ti-all.