Mont d’an endalc’had

Ar balafenned gwenn

Eus Wikimammenn
Al Liamm Tir Na N-Og, 1954  (p. 8-9)



Ar Balafenned Gwenn


Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan,
e c’han, er beure hañv, ar balafenned gwenn.

En hentoù gwaskedet, brizh-heoliet o leton,
— gwenan o safroniñ, eostiged o kanañ —
e frond tanav ar gwezvoud,
e nij ar balafenned, ar balafenned hañv.

E kammigellont dibreder,
en hentoù a garan.

E c’hoariont en heol,
a vleun da vleun,
a-hed ar c’hleuzioù,
e frond ar mel gouez nijet eus an targosioù kleuz.

E sunont er bleunioù,
ar frondoù a garan.

Pa vorliv ar bleunioù ha ma tav an eostiged,
ha ma vored an hentoù,
en abardaez mouk,
e serr o eskell kizidik ar balafenned hañv.

E hunont er bleunioù,
an hun a garan.

Huniñ a reont e kalon ar bleunioù moredet,
hag an delioù leizh, klozet da serr-noz,
en o c’hreiz a zalc’ho ken na darzho an deiz
ar balafenned hañv.


An aezenn a luskell o huñvreoù,
an huñvreoù a garan.

Hogen, pa darzho adarre an deiz,
— ha bleunioù o tigeriñ hag eostiged o kanañ —
en hentoù o tivorediñ
ne gammigello ken ar balafenned hañv.

E kalon ar bleunioù eo marvet
ar balafenned a garan.