Ar Yun

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1817  (p. 181-184)


Ar Yun.

Ar C’hoaraïs eo ar spaç a amser a binigen en peini e ve yunet enpad daou-uguent deiz en ur ober abstinanç a guic, evit en em brepari d’ar Pasq. An Ebestel o deus instituet ar C’hoaraïs. Ar bobl fidel a yune en commançamant an Ilis. Ur spaç amser quent Pasq ne tiebrent na ne efent bete an abardeiz. An Arc’hæl Raphaël a lavaras d’an daou Tobi penaus ar beden a so mad gant ar yun. Moyses hac ar prophet Eli o deus yunet daou uguent deiz. J. С. on Mæstr divin en em retiras en desert evit dre ur yun a daou uguent deiz, ar beden, ar retret ; en em brepari da brezeg an Aviel, ha mervel evit prena ar bec’herien. Yun eo ober abstinanç a guic, tremen gant ur pret bemdeiz, hac ur golation leger dious an noz. N’en deus quet a lezen evit determinan peguement na petra a eller da guemeret evit colation ; an usaich a dle regli voar ar poent-se. Quement tra n’en deus quet a vuez na ne ell quet cavet, eo ar pez a so autoriset en Escopti-màn. An uo, al læz, an aman, ar fromaich a so difennet enpad ar C’hoaraïs. Dispanset e vezer ordinal bete ar Sul Vleuyo, mæs quement se a depant eus an Escop legitim. Na dleer na dibri naс eva entre ar repas. Quement o deus ur bloas voarn-uguent, ha n’o deus quet a ampechamant legitim, a ve obliget da yun. Ar vaguerezet, an douguerezet, an dud clan, ar re o deus ul labour rust, an darn vuyàn eus an dud noaget ; en ur guer, ar re na ellont quet yun ep domagi o yec’het, a so dispanset eus ar yun ; mæs dleet eo deze ober hervez o gallout ur brivation benac evit mortifiàn o c’horf ha satisfiàn da justiç Doue. Den na ell na dispanç, na bezàn dispanset eus an obligation-se. Evit-se eo instituet ar yun, hac evit an oll ; raс d’an oll en deus lavaret Jesus-Christ douguen o c’hroas hac en heuil, na except den. An hini, eme sant Ambroas, n’en deus quet pec’het, en deus yunet ; ha c’hui pehini oc’h eus pec’het ne c’houlennet quet yun ? An Ilis a ordren, ret eo obeissàn. Evit cavet merit e yun, eo ret yun a bec’het. Da betra, eme sant Augustin, e servigeo ober abstinanç a guic, ma ne rer abstinanç a bec’het ? Goëlomp eta on pec’hejo. Yunomp gant joa. Pa yunfet, eme on Salver, parfumet o penn, goëlc’het o pisaich ha bezet guai. D’ar yun eo ret ajouti ar beden hac an aluson, mar deo possubl.

Ar merc’her quentàn eus ar C’hoaraïs, an Ilis a distribu ludu biniguet, ha quement-se evit digass dimp memoar eus ar maro, evit represanti dimp penaus er pinigenno public ar bec’herjen condaonet a voa goloet a ludu, evit on avertissàn da ober pinigen enpad ar C’hoaraïs, yun, pedi, mortifiàn on c’horf, ober an aluson, bezàn assidu d’ar bredication, d’an Offiço, en em absteni a bec’het hac eus an divertissamancho ordinal, tostaat ous ar Sacramancho, ispicial d’ar Sacramant a binigen.

An daouzec dezio.

Ar yun eus an daouzec dezio a voa pratiquet en Ilis quent evit ar pempvet canvet. Sant Leon peini a veve en amser-se, a lavar eo instituet gant an Ebestel. An daouzec dezio en em guef da verc’her, d’ar guener ha d’ar sadorn ; ar re guentàn goude an drede Sul eus an Avent.

An eil re, goude ar Sul quentàn eus ar C’hoaraïs.

An drede re, goude Sul ar Pantecost.

Ar bevare re goude ar pevarzecvet a viz Guengolo. Mar deo ur merc’her ar pevarzec, an daouzec dezio a gomanç d’ar merc’her goude.

An daouzec dezio a so instituet evit consacri dre ar binigen pep hini eus ar peder sæson eus ar bloas, evit goulen digant Doue conservation ar froez eus an douar, hac en trugarecaat eus ar re en deus roet ; evit goulen digant Doue Beleyen vad evit e Ilis ; rac en amser-se e ve roet an Urzio. Silvidiguez ar bobl a depant peurvuya eus ar Bastoret ; Doue dre e vadelez a ro ar re vad ; en e goler e permet ar re fall.