Ar Wenanen hag ar geillenen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


AR WENANEN HAG AR GEILLENEN


DA VIGNOUN AR VUGALE, ANN AOTROU A. TROUDE


        Savet abred, eur wenanen
        A zistroe d’he c’hest laouen
        Gant eur beac’h mel e doa kavet,
        Dre ar prajou war gant boked.
        Gant-hi en em gav ’r geillenen,
        A lavar d’ezhi : — « Penzoden !
        » Atao em’ oud o labourat,
        » Hep na deu d’id netra a vad.

        » Perak poania, evel a rez,
        » ’Vit eur rouanez didalvez ?
        » Mar karfez heuilla va c’helenn
        » Ha labourat ’vid-oud hep-ken,
        » Neuze ne ve kollet da boan. »
        — « A gav d’id, koz trabel vihan,
        » A lavaraz ar wenanen ;
        » Ha petra dalv, me her goulen,
        » Al labour n’eo great ’vit ann holl ?
        » ’Vel da gomzou ez a da goll. »

        E Breiz-Izel, e Breiz hor bro,
        Ez euz koar ha mel tro-war-dro,
        Koan ha mel euz ar re wella
        Ne vent kollet, evel brema,
        Mar karfe ’nn dud, ’vel ar gwenan,
        En em voda holl a-unan
        Da labourat ar brezounek.
        Breiziz, gwir vreudeur kalounek,
        Mougomp ann drouk dre ober mad,
        En em skignomp holl e pep prad
        Da gutuill bleunv ar re gaera,
        D’ober eul labour ar gwella,
        D’ober da Vreiz kant kurunen,
        Ha pa ve fuc’h er c’hos keillen !