Ar Vuez eternel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1817  (p. 85)


Eus ar Vuez eternel.

Ar vuez eternel a so ur vuez-all hac a bado biquen ; hon ine eta a so immortel. Dre ar vuez eternel e c’hententer ive ar bonheur eternel eus ar Sænt en env. Ar Scritur Sacr en hanv ar regn a Doue hac a J. C. ; rouantelez an env, euret an noan, ar banquet a euret, joa an Autro, un deluch a gontantamant hac a blijadur. An oll a vezo evurus dre ar jouissanç a Doue ; mæs an eil a jouisso a nezàn parfetoc’h evit eguile : en se ema àn differanç eus ho evurusdet. An oll a resuscito, mæs an oll na jouissont quet eus ar vuez eternel ; rac allas ! bezàn so ive ur malheur eternel. Dre ur vuez reglet mad e c’haruer da gavet ur maro mad, hac ar maro mad a gondu d’ar vuez eternel.