Mont d’an endalc’had

Ar Vesverezed

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 120-123)



AR VESVEREZED


————



{
    \clef treble
    \key e\minor
    \autoBeamOff
    \tempo \markup {\caps All° \caps Moderato}
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 3/8
 e'4 e'8 | e'4. | fis'8 g' a' | b'4 b'8 | e'4 fis'8 | \break
 g'4. | b'4. | fis'4. | e'4 e'8 | e'4. | \break
 fis'8 g' a' | b'4 b'8 | e'4 fis'8 | g'4. | b'4. | fis'4. \bar "||" \break
 fis'4^\markup {\caps Refrain} g'8 | a'4. | b'8 a' fis' | g'4. | fis'8 e' dis' | \break
 e'4. | fis'4. | fis'4 g'8 | a'4. | b'8 a' g' | \break
 fis'4. | g'4 e'8 | fis'4. dis'4. | e'4. \bar "|."
}
\addlyrics {
Ar c’hiz ’zo, e n’ouz pet par -- res,
E -- touez lod mer -- c’hed,
Da vont d’an da -- varn, bep sul -- vez,
Koulz ha lod goa -- zed_!
Gant ar vez mer -- c’hed dis -- par,
Guis -- ket eur bra -- gou,
E -- vit pa druil -- lo ar c’har
Ku -- zed ho pen -- sou_!
}
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }


I


Ar c’hiz ’zo, e n’out pet parres,
Etouez lod merc’hed,
Da vont d’an davarn, bep sulvez,
Koulz ha lod goazed.


DISKAN


Gant ar vez ! merc’hed dispar,
Guiskit eur bragou,
Evit pa druillo ar c’har
Kuzed ho pensaou.


II


Marc’h a zoug re bounner sac’had
A blego dindan ;
Merc’h a gar dougen chopinad
En em gavo goan.


III


Ar chist a gouez e’n divesker,
Hag an treid a vank ;
Braoa tra gueled va c’hommer
O ruilla er fank.


IV


Klaskomp eur zac’h ha dastumomp
Ar c’hoz anduillenn,
Choum a ranko ma n’he dougomp
E kreis ar vouillenn.


V


Lod plac’hed yaouank, a zo kaerroc’h,
A ia d’ar c’hafe ;
Ar guin-ardant, mar plij ganeoc’h
A deu goude-ze.


VI


Perag e tre darn priedou
E fuil ar guden ?
Ar c’hreg goude re gorvajou
A dor he neudenn.


VII


Avalou put, hirio, a weler
E meur a vezen !
An davarn e-leac’h an Aoter
Eo a ra ’r c’hrefen !


VIII


Setu ma zon ! guelit, merc’hed,
Ar guir a lavar.
Darn ac’hanoc’h, me a ziskred,
A jommo bouzar.


IX


Kaer ho po, merc’hedigou
Evit brao n’e ket
Mont a ruil gant an hentchou
Eb bragou ebet.