Ar Vaskaradenn
Me ho ped, Speret-Santel, roï sklezrijenn d’am speret,
Da c’halloud komposi ur werz horrupl meurbet,
Na diwarbenn daou den, ’wit ’r meurlargez tremenet,
Daou den a galite, pere na hanwer ket.
Ar re-ma a vewe en debauch bars ar bed-ma…
Na pa oant arru mezw, d-eûs komerret masko,
Wit mont en noz da redek…
Posedet ez oant, siouas ! me gred, gant ann Drouk-Speret.
Da genta unan an-hê, kroc’henn un ijenn ’n eûs laket,
Ann eil, kroc’henn ur c’havr, hag a larjont neuze :
— Ni a zo diaoulo, ’reï’ brezel da Doue !
Neuze ez int bet êt dre ar ruio da redek,
Hag unan anezhe ’n eûs kavet ur bêlek
’Vont da gas ar Zakramant d’un den a oa fall-braz.
Heuillet hen eûs anehan bete ti ar c’hlanvour,
’N toul ann nor eo chommet, ma lâr : — me é ann diaoul !
Ewit, pa vi marwet, kas ganen da ine paour !
Ar c’hlanvour en he wele ’gomansas da oela.
P’hen eûs klewet o oela, hen eûs lâret d’ehan :
— Taw, taw, na oeles ket, unan euz ar masko
A zo deut d’as kwelet…
Ar bêlek a zizroas euz ann den milliget,
Ann hosti en he zorn, d’ehan hen eûs lâret :
— Lem da vask euz da visaj, sell da Doue aman,
Hag a-rok ma vô de, a vi barnet gant-han !
Met ann den miliget, gant sello arrogant,
Komzo vil ha disordren dirag Jesus er zakramant :
— Me ê ann diaoul, emehan, enebour da Doue,
A raïo brezel d’ehan, koulz en noz hag hen de !
P’hen eus kement-se lâret, diouz ann ti eo êt.
Kerkent war ruio kêr ez eo bet em rentet.
Mont ’ra en avis krial, pa sant he voad o iena ;
D’ann douar ez eo koueet ; marw-mik ez eo brema !
He gamarad milliget, oa dre ’r ruio o redek,
P’hen eûs kavet anehan war ann douar astennet :
— Sav al lec’h-se, buhan, me n’on ket deut d’as sponta,
Mar kares sevel, ni ielo hon daou da roula.
Met pa wel diout-han egile na gomz ket
E lem ar mask diwar he visaj, ’wit gwelloc’h hen gwelet.
P’hen eus gwelet ’oa marw, he groc’henn ’n eûs tolet,
Hag er meaz euz ar vro kerkent ez eo bet êt.
Tad ha mamm ann den-ma, pa deveus bet klewet
Penoz oa ho bugel war ar pave astennet,
Hag ar c’hroc’henn ijenn euz he groc’henn staget,
Da grial, da oelâ ’zo neuze em laket :
— Posubl ’ve, ma Doue, ur bugel meump ganet
’Rafe d’imb ann disenor siouas ! da vea daonet !
Da grial int em laket, d’ann douar ’int koueet,
Neuze soudenn ez int war al lec’h desedet !…
M’ho ped, mammo ha tado, d’instrui ho pugale,
Ha da diski d’ezhe a-bred karout Doue,
Pellâd a bep-amzer euz ’r gwall gompagnones,
Gant ann aoun da vea un de daonet, siouas !
Kanet gant Loïs Ar Bras,
Guiader en bourk Prat — 1873.