Mont d’an endalc’had

Ar Serrasined

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Serrazined.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 20-22)



AR SERRASINED
________


I


  Me ho ped, merc’hed iaouank, m’ho ped hag ho suppli,
Pa eet da Sant-Jakes, na et ket re disousi ;
Pa eet da Sant-Jakes, na et ket re disousi,
Merc’h un ozac’h a-feson ’zo bet laeret ’vont di.

  Merc’h un ozac’h a-feson o vont di ’zo bet laeret,
Gant tri soudard iaouank, da gas d’ar Serrasined ;
Met ho defoa lâret n’ vije ket ofanset,
Ken a vije bet seiz vloaz ’n touez ar Serrasined.


II


  Pâd ur seiz vloaz è bet Louisaïg o kana ;
P’oe achu ar seiz vloaz, ’komansaz da oela ;
P’oe ar seiz vloaz achuet, da oela eo komanset,
Hag ar Serrasinn braz neuze ’n eûz goulennet :

  — Lâret d’in, Louisaïg, petra eo ar sujet,
Ann deïo-all a kanec’h, ha bremann a oelet ?
— Petra ’ve d’in, eme-z-hi, ha na oelfenn-me ket,
Hirie ez on kristenez, ha warc’hoaz na vinn ket…

  O klewet mouez paourienn ma bro, ’zo ’n toul ann nor,
Faminet gant ann amzer, hag o c’houlenn digor !
— Digoret d’hê, Louisaïg, lâret d’hè dont en ti,
Roët gwinn-mad d’hè d’eva, bara-gwenn da debri.

  Ha pa oa Lousaïg euz ho diservija,
Hi ’welt he muia-karet bars ar penn huëlla :
— Terrupl bras, eme-z-hi, as kavan ifrontet,
’Tont ama d’am gwelet, mesk ar Serrasined !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Hag hi o vont d’ar jardinn, en aviz hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, ez oa manet kousket…
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar ugent kouvert arc’hant, ho ambarki.


  Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent linsell voan, hag ho ambarki.

  Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent roched voan, hag ho ambarki.


III


  P’oa Louisaïg war ar mor, ha krog da naviga,
Hag o vont Louisaïg o komanz da gana ;
Hag o vont Louisaïg da gana komanset,
Hag ar Serrasinn braz neuze ’zo dihunet.

  — Digas d’in Louisaïg, Judas, traitour milliget,
Me roï ho pouez a chevanz, war ar pez hoc’h eùz bet.
Seiz vloaz hoc’h bet em zi, hep bea offanset,
M’am bije gouvet ho toare, un de na oac’h ket bet.

  Etre-pad ur seiz vloaz ez out bet bars ma zi,
Gwinn mad d’id da eva, bara-gwenn da debri ;
M’am bije gouveet ez oac’h mignon d’ezhi
M’ho pije laket d’ vreigna, ’n ur prizon, ’n toull dor ma zi ! [1]


Kanet gant Marc’harit Fulup.


___________
  1. Ce dernier vers est très-altéré, ainsi que toute la pièce du reste, qui n'est véritablement qu'un fragment.