Mont d’an endalc’had

Ar Roue Grallon hag an doctor Laennec

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1920  (p. 201-206)



Ar Roue Grallon
hag
an doctor Laennec


————


Ar re ac’hanoc’h o deus lennet ar journaliou o deus gwelet ez euz bet grêt, d’an 12 ha d’an 13 a viz here diveza, goueliou kaer en enor da Laennec e Kemper hag e Ploare.

Rene Laennec, ganet e Kemper d’ar 17 a viz c’houevrer 1781, eo marteze habila medesin a zo bet biskoaz ; hen eo en deus kavet ar feson da zelaou e diabarz an den ha da anaout mat evelse e pe lec’h ha betek pegeit eo taget ar skevent gant ar c’hlenved. Er bloaz 1819 e lakeas moulla al levr hanvet « Traité de l’auscultation médiate » a oa displeget ennan e gavaden dispar.

En enor da gant vloaz al levr kaër-ze ez euz bet grêt eur gouel e Kemper hag a oa ennan medesined euz Paris, an Naoned ha tud e karg, en o zouez an Aotrou ’n Eskob ; eno ez eus grêt meuleudi ar medesin habil, mes e Ploare, el lêc’h m’eo maro hag enterret, ez eus grêt, ouspenn, meuleudi ar c’hristen start hag ar gwir vreïzad, rak Laennec a ouie mat hag a gomze ar brezoneg koulz ha den-all ebed ; bevet en deus evel eur gwir gristen ha marvet eo evel eur zant, e Kerlouarnec, d’an 13 a viz Eost 1826.

Epad m’edo e Pariz o peurachui e studi evit mont da vedisin, e spered lemm hag e aked da labourat a reas d’ezan beza deuet mad d’e holl vistri, ha dreist-oll d’an Doktor Corvisart, ar brudeta en o zouez. An Doktor-ze a gare kement ar studier breizad ma pede anezan da leina, bep an amzer. Ouz e daol, Laennec a gavas an tu meur a wech da ziskouez e feiz. Corvisart a oa, siouaz d’ezan ! eur briz-kristen, ha lezen ar vijil a veze torret dalc’hmad en e di. Pa zigoueze gant Laennec beza pedet da leina eur wenorvez bennak, bep tro e wele kig var an daol ; morse, avad, ne danvas an distera tamm; ne gemere nemet euz ar boued vijil a veze servichet da heul. Ha ne rea forz petra vije sonjet ha lavaret diwar e benn.

E meur a zoare-all e tiskouezas Laennek ez oa eun den a feiz. hag a relijion. Hen diskouez a reas dreist pep tra en hospitaliou Pariz, warlerc’h ar brezeliou bras grêt gant Napoleon kenta. Eno e welet, d’an ampoent, eur maread soudarded klanv ha mac’hagnet, hag en o zouez eun nebeut mat a Vretoned. Dre ma oa kalz euz ar Vretoned-ze ha ne ouient tamm galleg ebed, ez oa trist o doare, rak, evit en em brepar da vervel, n’hellent ket kovez evel ar glanvourien-all. Euz ar veleien a oa war o zro, hini ebet ne entente ar brezoneg. Laennec, leun a druez ouz eneou keiz e genvroiz, a c’houlennas a bep tu dre Bariz hag-en ez oa eur beleg bennag euz Breiz-Izel, Siouaz ! kaer a oue klask, ne oue kavet hini ebed. Neuze, feiz nerzuz ar medisin breizad a zeskas d’ezan eun doare da zikour ar paour kez klanvourien ginidik eus e vro. Dre ma ouie mad ar brezoneg, e skrivas evito en o yez eur brezegen verr, evit dougen anezo da lakât o fizianz e trugarez an Aotrou Doue ha da c’houlen digantan pardoun euz o fec’hejou. Pedi a reas eur beleg gali da zeski ar brezegennig-ze, dindan evor, hag en doare-ze meur a hini euz soudarded hor bro a oue konfortet war o zremenvan ha sikouret da reseo o zakramanchou diveza.

Kannad Kalon-Zakr Jezus.


Da echui ar gouel, e Kemper, e oe eur banked ha, da fin pred, unan euz ar re a oa e penn ar gouel a lavaras eur gontaden vrao a lakeas an holl da c’hoarzin hag a oe kavet ker koant ma eo bet moullet en derveziou warlerc’h en unan euz a gazetennou Paris : setu hi aman e brezoneg evit lennerien Feiz ha Breiz.

* * *

Breman ez eus eun nebeut amzer e oa e Kemper eun derveziour koz a reat Jozek anezan ; daoust d’ezan da jom e kear, e touge atao dilhad diwar ar meaz, eun tog ledan voulouzet hag eur jupen glazek ; Jozek a gare eun tammik e vannik, mes morse ne veze mezo ; tomedik, tomedik, netra ken, ha neuze e parlante outan e-unan dre ma ’z ea gant e hent ; an dra-ze ne rea droug da zen ebed ; bemdez, goude e zervez, e oa boaz da vont da lakât eur c’horniad ha da eva eur bannig da di eur mignon d’ezan a oa o chom er penn-all da ru Kereon. Da vont ha da zont e ranke tremen dre blasen ar gathedral ; d’an taol a nao heur e teue atao d’ar gear ; en hanv e veze d’an heur-ze kalz tud war ar blasen o kemeret an ear-noz, mes er goanv avat, Josek ne wele den ebed, ral e veze. Ha setu eun nozvez goanv hag hen ha klevet, pa oa tost d’ar blasen, unan bennak o pasaat, mantrus klevet pegen krenv oa e baz ; hor pôtr koz ne reas ket a van an dro genta, mes diou, teir nozvez dioc’htu e klevas ar memez taoliou paz hag o devoa doare da zont euz a uhel, ha Josek da zellet deus ar prenecher, d’an neac’h an tiez ; ne wele den ; erruet war ar blasen dirag an iliz, e klev eun taol paz egiz pa deuje deus unan deus an touriou pe diwar doen an iliz : « Sell’ta, sell’ta, eme Jozek, piou an tanfoultr a zo aze o pasaat, d’ar mare-ma ? Serret eo dor an iliz mil bell zo, hag ar sakrist, me zo sur, a zo en e wele ! » Ha va den da zevel e benn da zellet en ear ; al loar a bare hag e welas mat an daou dour hag ar roue Grallon war e varc’h mean, e kreiz ; hag e klevas adarre eun taol paz a lakea da dregarni ar blasen a-bez : « Sell, sell, tanfoultre, emezan, en eur jom krenn en e zav, daoust ha n’eo ket ar roue koz eo a vefe o pasaat ? Setu aze eun dra zrol, avat, ha koulskoude, n’oun ket souezet tam ebed, hag en defe tapet eur gaouad [1], abaoue an amzer m’ema aze dindan an avel, ar glao, ar frim hag an erc’h ! Nan, nan, n’oun ket souezet tam ebed avat ! » Ha Jozek, dre ma ’z ea d’e gear, a zalc’he da gozeal outan e unan : « Nan, avat, n’oun ket souezet ; en hanv, ema brao awalc’h aze ; netra da ober edoug an deiz nemed sellet ouz an dud o tremen ha selaou ar varc’hadourezed d’en em rezoni war ar blasen, mes er goanv, avat, ne garfen ket beza en e blas ; ah ! nan, avat, gwelloc’h eo ganen beza o faouti koat er gondor ! »

En noz warlerc’h, d’an taol a nao heur, Jozek a oa adarre o tizrei d’ar gear, eur bannac’hig brao gantan dindan e fri ; digouezet e kreiz ar ru Kereon, e klev evel en nozveziou araok eun taol paz krenv mantrus : « Alo, emezan, etre e zent, ar roue koz n’eo ket pare c’hoaz, evit doare ! » Kerkent e klev eun trouz, egiz pa vije bet eur mean pe eur roc’h o koueza war doen an iliz. Jozek a oa neuze e penn ar ru : « Hola ! vat, emezan, daoust hag an touriou a zo o vont da goueza ! » hag e sav e benn da zellet ; eur goumoulen a c’holoe al loar a oa dres eat ebiou, hag ar pôtr koz a welas mat an daou dour sounn en o sav, hag e kreiz, marc’h ar roue Grallon, mes roue ebet, avat, ne wele : « Tanfoultr, emezan, biskoaz kement-all ; daoust ha me a vefe berwelet breman ! » hag e frote e zaoulagad gant e zaou zorn ; kaer en devoa sellet ne wele atao nemed ar marc’h ; en tour, avat, e kleve trouz egiz pa vijet bet o rei taoliou horz war an deleziou. Jozek a grogas eun tam aon ennan ; drailha a rea etre e zent : « Petra an tanfoultr a zo aze ? Mat ! me rank gwelet ; ya ’vat, hag e rankfen chom ama betek varc’hoaz vintin, me welo ! me welo pe n’eo ket Jozek va hano ! »

Mont a ra da azeza war deleziou ar porched ; atao an trouz poum, poum ! tostat a ra ; breman e vefe lavaret e vefe unan gant eur boutou pounner o vale en iliz ; en eun taol, diou zor vras ar gathedral a zigor hag ar roue Grallon, ya, ar roue Grallon mean, o tont euz an iliz war e bouez, en eur lakât da dregarni gant e voutou mean pave ar porched hag hen war ar blasen ha war eün warzu patron Laennec. [2] Jozek a oa chomet sioul, sebezet o welet ar roue, mes pa oue êt ebiou d’ezan, oa savet en e zav, hag o krena c’hoaz gant ar spont e lavare : « Biskoaz kement-all ! Me zo bet mortolod, em euz great kampagn ar Chin ha n’em euz biskoaz klevet na gwelet kement-all Mes sell’ta da beleac’h ez a ar roue koz ! » Hag hen d’e heul sioula ma c’helle. N’en devoa ket a ezom da gaout aon da veza klevet o vale, daoust ma oa losk ha faout e voutou ; re ar roue a rea kement a drouz ma oa souezet Jozek ne deue ket an dud da zellet en o frenecher ; prenestr ebed na zigoras hag, e feiz, e oa eun tam lorc’h ennan o sonjal e vije hen, Jozek koz, e-unan test deus eun dra ken estlammus ; lavaret a rea goustadik : « Sell’ta, sell’ta, o vont da welet e amezeg ema evit doare ; d’ober petra an tanfoultr ez a da vihana ? » Ar roue a ia atao, war e bouez ; bep an amzer en deveze taoliou paz hag e ranke chom a-zav, evel evit kaout e halan ; pa oe digouezet pemp pe c’houec’h pas deuz patron Laennec, heman a ziskennas diwar e gador ; soubla a reas e benn izel evit saludi ar roue ; heman a reas eveldan pa oe digouezet e kichen ar c’hrilhaj a ra an dro da batron Laennec ; Jozek a glevas anezo o kozeal, mes re bell e oa evit klevet mat petra lavarent ; sur oa, avat, e komzent e brezoneg ; rag klevet a rea Laennec o lavaret : « Mat, mat tre ! » Neuze, henman a grogas gant e zaou zorn e diskoaz ar roue, trei a reas e gein warzu ennan hag e lakeas e skouarn da zelaou egiz ma ra ar medesin pa vez wardro an dud klanv ; selaou a rea a-gleiz, a-zeou, ha gant kil e vizied e skoe war gein mean ar roue koz ; e c’hellit kredi ne reas ket a drouz kleuz ; temperamant mat en devoa c’hoaz ; goude e lakeas e skouarn war e beultrin, e gosteziou ; ar roue en deveze taoliou paz, bep an amzer, ha Laennec a lavare : « Mat mat ! n’eus netra ! netra ! » Pa oe echu gant Laennec e leverchont adarre eur ger bennak an eil ouz egile ; neuze Laennec a zaludas ar roue en eur lavaret : « Kenavo, aotrou roue ! » hag ez eas adarre da azeza war e gador. Ar roue a respontas : « Bennoz Doue deoc’h, va mignon ! » ha war e bouez ez eas warzu an iliz. Jozek her gwelas o vont ebarz ; an diou zor a zerras dioc’htu ha klevet a rea trouz boutou mean ar roue o sevel en deleziou an tour ; neuze Jozek a deuas eur zonj d’ezan hag a lakeas eun enkrez vras en e spered : « Daoust, emezan, hag ar roue koz a ouezo mont e-unan war e varc’h ? Me rank gwelet, avat », hag ez a da harpa e gein ouz moger an ti-korn a sko war ar ru ha war ar blasen : ac’hano e welo mat, rag al loar a zo o para eün war ar gathedral ; prest e wel ar roue Grallon o tigouezout war an doen blat a zo etre an daou dour ; mont a ra eün warzu e varc’h ; lakât a ra e droad er skleuk, e zourn war gein e varc’h ha flip, en eul lam, evel eur pôtr yaouank, ema gwintet warnezan.

Jozek a denn eun huanaden hir egiz ma vije bet dizammet diouz eur beac’h pounner hag o sevel e dog ledan en ear, e lavaras : « A han ! ni avat a zo daou botr koz start war hon diwesker ! Kenavo, va roue ! » hag ez eas d’e wele. Abaoue Jozek a ia evel kent bep noz da lakât eur c’horniad ha da eva eur banne da di e vignon : « Mat ! biskoaz, abaoue, emezan, n’em euz klevet ar roue Grallon o kaout eun taol paz : pare klok eo. »

Ha setu aze va chontaden ; mar he c’havit brao, kontit anezi d’ho pugale, e kichen an tan pa vezot o veilha evit m’o devezo sonj deus ar roue Grallon-Meur ha deus o c’henvroad brudet Laennec.


M. A. Abgrall.


————
  1. E Treger eur c’houad.
  2. Bet savet eno da C’houel Maria hanter Eost 1868.