Mont d’an endalc’had

Ar Roc’h-Allaz

Eus Wikimammenn
Poésies complètes
Librairie Plon, 1922  (p. 121-122)


AR ROC’H-ALLAZ


Da Yann ar Fustek.


Etal ar Coz-Stankou a zo eur garrek glaz,
Eur garrek glaz ha krenn, hanvet ar Roc’h Allaz.

Ha, war ar garrek-ze, neb a ra he diskwiz
E chom’vit he buez disjoaus ha languiz,

Alies’meus gwelet nijal trezek ar stank,
Gwelet-ive tec’hel meur’ durzunel yaouank :


En he sae arc’hant-flam laouen pa errue,
Melconius meurbed, alas ! pas zistroe.

War mean an Tonkadur chomet’ oa eur pennad ;
Hag aboë ar glac’har tewale hi lagad…

Ar mean-ze, siouaz d’in, ’rog gouzout hi doare,
Am meus n’am yaouankiz paoset war hic’hore…

Ha sethu, Yanik ker, sethu eno penoz
Ar joa pella dious ma ene deiz ha noz.