Ar baleer, o vont dindan heol ar mintin,
A wel eur vougenn c’hlaz, koantoc’h vid ar bleuñ lin,
O tispak vel eur pal burzudus er pellder,
Hag a vale skañvoc’h e droad, muioc’h seder.
Hep dale, ’kav d’eañ, vo tizet ar pal koant :
Douget gant e gredenn, kennerzet gant e c’hoant,
War gaerder ar mene staget e zaoulagad,
E talc’h da vont arôk, atao ’n eur vuhanât.
Met, dre ma sav an heol ’n eur greski nerz e dan,
E tigor an dremmwel, ha ledanoc’h-ledan
Ar blenenn a zigus duhont, en e goantañ,
Ar pal ha n’en deus graet ’met tec’hel digantañ.
Kaer an eus bet bale, bale, bale bepred,
E wel keit ha biskoaz, er c’huz-heol alaouret,
Kaeraet o tont warnañ an noz du da ziskenn,
Ar pal en doa c’hoantaet ha n’e dizo biken.
II
Evelse, dindan heol laouen ar yaouankiz,
Hent kalet ar vuhe gwechall a gemeris ;
Ha tremen tri-ugent bloavez am eus kerzet,
Gant pal koant an Eurvad chachet ha kennerzet.
Ken splann hag eun tantad Gouel-Yann war ar mene,
Dirak va daoulagad ar pal a lugernê,
Ma kavê d’in n’am oa nemed va dorn d’astenn
Vit digoueout ganin eurvad leiz an dachenn.
Met, kaer am eus bet mont gant an hent, mont atao,
Astennet va divrec’h etrezek ar pal brao,
Ar pal a zeblantê ken tost ha ken lirzin
N’en deus bet graet biskoaz ’med pellât dîouzin.
Ha bremañ, an Noz-Veur o tont war va gourre,
Ar pal bet dirazon atao vel eun hunvre
A zo tec’het pelloc’h evit biskoaz, gwisket
Gant koantiri dispar an traou n’o dizer ket.
III
Hogen, pa deuio lenn [1] an Noz-Veur da zevel,
Me gréd e klevin mouez an Arc’hael o c’hervel
Ar re ’devo kerzet trôet o daoulagad
Ouz ar meneou glan lec’h ma rén an Eurvad.
|