Mont d’an endalc’had

Ar Mor-Verc’h

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 56-60)



AR MOR-VERC’H
————


Marc’had Landreger zon kan koant,
’Vel mizilourio en arc’hant.

Ilini velkent reaz al lezen
Evel unan oa stoubinen,

Eul lagad lemm, eunn dornik fresk,
Eur c’horfik mistr evel ar pesk.

E ribl ar mor oa he zi plouz,
Lec’h vije wecho eur gwall drouz,

Ha na den na loen koulskoude,
Hag ann nor digor an ti-ze.

Nemet gand eunn darn ve laret
Ar stoubinen oa diskennet


Evel eur morverc’h er mor glaz
Da c’hoari gand ar pesked braz.



Ann amzer neuze oa garo ;
Gand ar Re-C’hlaz ann ilizo.

Nez ann ti plouz d’ann abarde
Gweljent unan bennag ann-he.

’Dalek ma stoke d’ann treuzo,
Kleve ar c’hlaz o vond endro,

(War al lestr o koll ’kreiz ar groz
Klev peb-hini kloc’h he baroz) ;

Ma lake eunn troad en ti plouz,
Ar c’hlaz kleve gand_ar mordrouz

En iliz Priel, dreist al lenn...
Oll ho zagaz ar stoubinen.

Tri-c’hant ha pemp ha tri-ugent
’N eur bla tremenjont ’tre hi zent.

Dispennet ann ti plouz, lerer
Er vins zo bet kât eur voger


Hag a gase dindan ar mor :
Eur wech ebarz, n’oa nep digor.


Ha merc’hed Treger deuz brud fall,
Laket me chans gant tud Bro—C’hall.