Mont d’an endalc’had

Ar Meudig

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1935  (p. 278-288)



AR MEUDIG


————


Gwelloc’h ijin eget nerz.


EUR wech e oa eur glaouaer hag eur c’hlaouaerez ha o devoa seiz mab; paour raz-iliz e oant hag o bugale o lake dies, dre ma n’helle nikun anezo gounid e vara.

Eun dra all c’hoaz a roe d’ezo brasoc’h melkoni ; o mab yaouanka, eur paotrig seiz vloaz, a oa disterik tre ha ne lavare ger; her c’hemeret a raet evid eun darzot ; bihanik, bihanik oa ; pa deuas war an douar n’oa ket brasoc’h eged eur meud ; abalamour da-ze e oa hanvet ar meudig.

Ar bugel kêz en devoa kalz da c’houzanv ; en dizro a bep lec’h, ar bec’h a goueze warnan ha, koulskoude, e vreudeur ne oant, en e gichen, nemet glapezeien. Ne gomze ket kalz, met, mat e oa da zelaou.

Dont a reas eur bloavez kernez, en ti paour ne oa mui netra da lakat etre an dent hag an tad hag ar vamm a reas ar zonj d’en em zizober eus o bugale.

Eun nozvez m’oa kaset ar vugaligou d’o gwele ha ma oa ar glaouaer, e toull an oaled gand e wreg, e lavaras d’ezi, e galon rannet gand ar c’hlac’har : « Gwreg paour, ne c’hellomp mui maga hor bugale ; ne badfen ket ouzo gwelet o vervel gand an naon ; warc’hoaz o c’hasin da goll d’ar c’hoat bras ! »

— « o ! a lavaras ar c’hlaouaerez ho bez ’ez pefe ar galon d’en em zizober eus da vugale ? »

Kaer en devoa he gwaz lavaret d’ezi ne oa mui eun eskenn en ti… mamm oa ; ne felle d’ezi, da genta, a briz ebet, koll he bugale ; abarz ar fin, evelkent, e lavaras eveldan hag ez aes da gousket en eur ouela.

Ar Meudig bihan en devoa o c’hlevet oc’h ober o c’haoz, rak savet e oa gouestadik, eus e wele hag e oa en em laket, evit selaou a-zindan skabell e dad.

Et d’e wele, en dro, ne gouskas begad edoug an noz : chom a reas da zonjal er pez en devoa da ober ; mintin mat e savas evit mont d’ar stêr da zastum grae ha bili ha goude e teuas d’ar gêr.

Mont a rejor d’ar c’hoat, met ar Meudig ne anzavas ger ouz e vreudeur.

Er c’hoat bras ar c’heuneud a oa ker stank ma n’en em welet mui ha goude ma ne vijed bet nemet dek kammed an eil eus egile. Ar glaouaer a en em lakeas da zastum gwedinier da fagodi ; an tad hag ar vamm ouz o gwelet krog mat en o labour a en em zilas kuit a nebeut da nebeud.

Pa welas ar vugale e oa tec’het o zad hag o mamm ec’h en em lakejont da ouela ha da grial a-bouez penn ; ar Meudig bihan o lezas da vleujal ; hen ne oa ket nec’het evit kaout an hent da zont d’ar gêr, rak dre ma teue en devoa lezet da goueza ar bili hag ar grael a oa en e c’hodellou.

« N’ho pezet aoun ebet, a lavaras d’e vreudeur ; tad ha mamm o deus hon Izzet aman, met me ho kaso d’ar gêr; n’ho peus nemet dont d’am heul. »

Mont a rejont, war o lerc’h, beteg ar gêr, dre an hent o devoa grêt evit dont d’ar c’hoat; ne gredjont ket, da genta, mont en ti ; en en lakat a rejont ouz an nor evit selaou ar pez a lavare o zad hag o mamm.

En eur zont eus ar c’hoad, kollet o bugale ganto, ar glaouaer hag ar c’hlaouaerez a gavas, en ti, Aotrou ar Maner ; deuet e oa da zigas dek skoued a vanke d’ezo abaoe pell; kement-se a lakeas eun tammig buhez da zont enno, rak dare e oant gand an naoun.

Ar glaouaer a gasas raktal e wreg d’ar gigerez ; evel ma oa pell abaoe ma n’he devoa ket debret e prenas teir gwech re a gig evit koania daou zen ; p’he devoa debret he gwalc’h, ar c’hlaouaerez a lavaras : « Allas, Doue ! e pelec’h ema breman hor bugale ? O ! Laouik paour ! Te a zo kaoz ma ’z int kollet… Petra ! marteze ar bleizi o deus o debret. Te a zo dic’hras ha digalon, Laouik, da veza evelse, kaset da vugale da goll. »

Randounenna a reas ouspenn kant gwech ar memez tra ; he gwaz, droug ennan er fin, a c’hourdrouzas he c’hanna ma ne deuje ket da devel.

Ha koulskoude, e gwir, emedo, ar rezon vat ganti ; met e wreg a dorre e benn outan o rebech ken alies all d’ezan ar memez tra.

Ar c’hlaouaerez a oa atao beuzet en he daerou : « Va bugaligou baour, a lavare, e pelec’h emaint ? »

Eur wech e lavaras ar c’homzou-ze ker krenv ma teuas d’he bugale he c’hlevet ; neuze e tirolljont holl da grial : « Aman, mamm, aman ’maomp ! »

En eur redadenn ar vamm a oa e toull an nor evit digeri d’ezo ; o chacha a reas war boull he c’halon : « O ! va bugaligou, emezi, na pebez plijadur am eus me ouz ho kwelet ! skuiz oc’h, sur, ha naoun ho peus Ha te, Perig ? O ! nag a bri a zo ouz da zilhad ! Deus aman m’o c’hempennin d’it.

Perig a oa he mab kosa. Beza en devoa bleo ruz eveldi hag abalamour da-ze her c’hare dreist ar re all. Mont a rejont holl en dro d’an daol ; debri a raent ker c’houek m’o devoa o zad hag o mamm plijadur o sellet outo.

Evurus dreist e oa an dud keis-ze o kaout o bugale en dro d’ezo ; an eurusted-se a badas keit ha ma padas an dek skoed ; met pa oa teuzet an arc’hant e oant adarre ken nec’het ha biskoaz.

Sonjal a rejont, evid an eil gwech, kas o bugale d’ar c’hoat bras hag evit dont mat, a-benn eus o zaol, e sonjchont o c’has, kals pelloc’h c’hoaz eged er wech kenta ; ar Meudig bihan en devoa o c’hlevet, er wech-man c’hoaz, o kuzulat; sonjal a reas raktal mont adarre da gerc’hat bili, met, pa zavas, e kreiz an noz, da vont d’ar stêr, e kavas, siouaz, an nor prennet.

Nec’het e oa o klask gouzout petra da ober.

O mamm a-raok o c’has kuit d’ar c’hoat a roas d’ezo peb a damm bara hag ar Meudig a zonjas e c’hellje ober gant bruzunou bara ar pez en devoa grêt gant grouan : lakat a reas e vara en e c’hodell.

An tad hag ar vamm o c’hasas el lodenn denvala eus ar c’hoat hag a en em dennas adarre kuit hep gouzout d’ezo.

Ar Meudig bihan ne gemeras ket nemeur a nec’hamant ; kaout a raje e hent, a gave d’ezan, evel en dro genta, rak dre ma teue d’ar c’hoat, da heul e vamm, en devoa bruzunet e damm bara a-hed an hent.

Met, mantret hoil e chomas pa c’hoanteas dont war e giz ; al laboused a oa deuet hag o devoa debret ar bruzun bara ; setu inti o seiz, glac’haret holl, rak dre ma valeent ech en em gollent muioc’h mui hag ez aent dounnoc’h-dounna ebarz er c’hoat.

An noz a gouezas ; sevel a reas eun avel spountus hag a rae d’ezo mil aoun ; mennout a raent klevet youc’hadennou ar bleizi, ne gredent mui na kaozeai na sellet war o lerc’h ; glao a deuas gand an dra-ze hag e oant treuzet beteg an eskern ; rinkla a raent hag e kouezent er pri.

Ar Meudig bihan a zavas e beg eur wezenn evit gouzout ha ne welje Ket eun dra bennak ; o trei e benn, du-man du-hont, e welas evel skleur eur c’houlaouenn, met pell, en tu all d’ar c’hoat.

Diskenn a reas eus ar wezenn met neuze ne wele mui netra hag e oa ken nec’het ha biskoaz.

Koulskoude, gand e vreudeur, e kerzas kevred, en tu ma en devoa gwelet ar sklerijenn ; treuzi a reont ar c’hoat hag e tigouezont, goude bale kalz, en ti me edo ar goulou, . Skei a rejont war an nor.

Eur vaouez a deuas da zigeri hag a c’houlennas diganto Petra glaskent.

— O ! feiz, eme ar Meudig, ni glask eun toull da gousket, ma ve ho madelez ; ni a zo seiz breur bihan, kollet er c’hoat hag a zo reuzeudik hor stad.

Ar vaouez ouz o gwelet ker koantik ha ker mignon a zirollas da lenva :

— Allas ! bugaligou baour, emezi, da belec’h oc’h deuet ? aman emaoc’h e ti eur rouf hag a zebr ar vugale vihan.

Mat, itron, eme ar Meudig, petra dalv d’eomp ? Mar deomp en dro d’ar c’hoat, ar bleizi hon debro ; koulz e kavomp mont e kov hoc’h aotrou, ma ve red, evel e kov ar bleiz ; mes, marteze, en devezo truez ouzomp.

Gwreg ar Rouf o kredi e c’hellje o c’huzat, beteg ar mintin, ouz he gwaz, o lezas da zont en ti hag a reas d’ezo tomma. Tan bras a oa en oaled ; ouz ar ber e oa eur maout a-bez evit koan ar rouf.

A vec’h ma oant dastumet en dro d’an tan ma voe skoet tri pe bevar daol war an nor ; ar Rouf a oa o tont d’ar gêr ; ar wreg a vountas ar vugale a-zindan eur gwele hag a yeas raktal da zigeri d’he gwaz.

Prest eo koan ganez ? eme ar rouf.

Hag hen raktal e stern an daol ; ar maout, en e bez a voe laket dirazan ; met, e lec’h debri, ec’h en em lakeas da griza e fronellou ha da c’houesa du-man, du-hont.

— Me a zant c’houez ar c’hig fresk ! emezan.

— A ! ya ! eme ar wreg, c’houez al leue am eus, lazet a-benn warc’hoaz, emichans !

— Me a zant c’houez ar c’hig fresk, a lavaran d’it, eme ar Rouf, en eur zellet balc’h ; aman zo eun dra bennak hag en eur lavaret an dra-ze ez eas da furcha a-zindan ar gwele,

— A ! evelse eo ! pez fall ; c’hoant va zrompla az poa ; ne vefen ket pell evit da lounka ivez ; brao eo d’it beza eur bern eskern sec’h ; setu aze jibier hag a gouez dres pa vez ezomm anezan. Tri eus va mignoned a deuio d’am gwelet, en derveziou-man ; ne vanko ket a gig da rei d’ezo !

Hag e chachas ar baotred vihan, eus a zindan ar gwele, an eil goude egile. Ar vugaligou geiz a en em lakeas, war o daoulin, en eur c’houlenn truez ; met ar rouf a oa kris ha divarn ; mont a reas da gerc’hat eur pez kountell hag en eur dostaat ouz ar vugale hel lemmas war eur maen-higolen.

Kregi a reas en unan anezo evid e laza ; e wreg a lavaras d’ezan : « D’ober petra ez it ? Daoust ha n’ho pezo ket a amzer a-walc’h d’o laza warc’hoaz ?

— Eo, dâ, eme ar Rouf, met ma vezont lazet hizio, o c’hig a vezo boukoc’h !

— Boukoc’h eo, zur, ya ! Aze ez eus kig a-walc’h evit c’hoaz ; beza ez eus eul leue, daou benmoc’h ha tri maout er jarnel.

— Gwir a-walc’h, a leveres, eme ar Rouf ; ro d’ezo da zebri, rak n’int ket re lart ha kas int da gousket.

Ar vaouez kêz a lamme gand ar joa hag a fardas d’ar re vihan eur goan eus ar re wella ; met, siouaz, kals aoun o devoa kemeret ha ne c’hellent ket debri.

Ar Rouf a en em lakeas da eva ; laouen ec’h en em gave da gaout peadra da rei da zebri d’e gamaraded ; kemeret a eure eiz litrad gwin muioc’h eget ne oa boas da gemeret hag e rankas mont da gousket.

Ar Rouf en devoa seiz merc’h, yaouankik flamm c’hoaz o seiz ; pennou linvrin a oa outo dre ma tebrent bemdez kig fresk, evel o zad, met o daoulagad a oa marellet, o fri, kamm, evel beg eur gaouenn, hag o genou flanchet ledan ; ne oant ket, c’hoaz, drouk-drouk, met prometti a raent evid an amzer da zont, rak kregi a raent dija, gand o dent, er re vihan, evit suna o gwad.

Es dervez-se e oant bet kaset abred da gousket o seiz en eur gwele bras ; war benn pep hini e oa laket eur gurunenn aour.

Er memez kampr e oa eur gwele all ; gwreg ar rouf a lakeas ar seiz paotr bihan er gwele-se ; ar Meudig en devoa gwelet kurunennou aour war bennou ar merc’hed bihan ; sonjal a reas e c’hellje, marteze, ar Rouf, chench froudenn epad an noz ha dont d’o laza hag hen ha sevel da gemeret ar c’hurunennou aour diwar bennou ar merc’hed evid o lakat war bennou e vreudeur.

Bez’ e oa diviner ; ar Rouf a zihunas wardro an hanter noz ; keuz a zavas gantan da veza chomet hep laza ar vugale ; savel a reas raktal eus e wele hag en eur gemeret e gountell vras e lavaras : « Deomp da welet penaoz ez a ar seiz kanfart ; en dro-man, ne vankin ket warno. »

Pignat a reas, hep goulou, en eur doulbapat, e kampr e verc’hedigou ; tostaat a reas ouz gwele ar c’hurunennou aour « Daonet ! emezan, edon o vont da ober eun tamm labour brao ! ’Meus aoun em oa gwall evet dec’h da noz ! »

Hag ez eas da gaout gwele e verc’hed ; o fennou a gavas dizolo : « Aze eo, emezan ; ema al lapoused aman !

Allo! labouromp ! » hag e trouc’has raktal o gouzoug d’e zeiz merc’h.

Evurus eus ar pez en devoa grêt ez eas adarre d’e wele.

Ar Meudig a oa war evez ; kerkent ha ma klevas ar Rouf o roc’hat e tihunas e vreudeur : « Deomp ac’halen ! » a lavaras d’ezo, hag ez ejont didrous er mêz eus an ti.

Pa oa dihunet ar Rouf diouz ar mintin, e lavaras d’e wreg : « Kerz da zevel ha da wiska ar seiz lampoun a oa deuet aze dec’h da noz ! »

Ar Roufez a oa mantret o klevet he gwaz o kaozeal er c’hiz-se ; pignat a reas d’ar gampr ; eno e voe strafuilhet holl o kaout he bugale lazet ; koueza reas semplet war leurenn ar zolier.

Ar Rouf a weled ne ziskenne ket e wreg a bignas war laez.

Mennout a reas sempla ivez pa welas ar pez a oa c’hoarvezet : « A ! petra ’m eus grêt ? emezan ; o ! an dra-ze a baeint ker hag e raint ! »

Strinka reas eur zailhad dour ouz penn e wreg ha pa voe dizemplet e lavaras d’ezi : « Ro d’in buan va boutou seiz leo ma ’z in d’o zapout ! »

En em lakat a reas en hent ; bep kammed e rae seiz leo ; klask a rae du-man, du-hont ; ar baotred vihan her gwele o vont eus an eil menez d’egile, buanoc’h eged an avel.

Ar Meudig a gavas eur roc’h toull hag ez eas ebarz gand e vreudeur evid en em guzat.

Ar Rouf, skuiz maro da veza redet a-dreuz hag a-hed a deuas da azeza war ar roc’h-se ; en em deurel a reas da gousket ; abarz pell goude, e roc’he ken e tregerne gantan ar vro tro-war-dro. Ar baotred vihan o devoa c’hoaz kement a aoun eget p’o devoa e welet e gountell digor gantan evid o laza.

Met ar Meudig n’en devoa ket a aoun. Tostaat a reas ouz ar Rouf hag e tennas digantan e voutou ; ar boutou-ze a oa bras ha ledanik, met eur boutou ’oant hag a deue atao d’en em ober diouz an troad o gwiske ; ar Meudig a en em dennas kaer ganto.

Da genta ez eas da balez ar Roue. Eno e oat doaniet o c’hedal kelou eus soudarded a oa daou c’hant leo ac’hano.

Ar Meudig a yeas da gaout ar Roue hag a lavaras d’ezan e tigasje d’ezan, a-raok an noz, m’en devoa c’hoant, kelou eus e zoudarded, Ar roue a brometas d’ezan eur yalc’had vat a arc’hant ma c’hellje ober kement-se.

Ar Meudig a zigasas d’ar Roue, en dervez-se zoken, ar c’helou a c’hortoze ; ar redadenn-se a reas d’an holl e anaout hag e c’houneze ar pez a gare oc’h ober kevridiou.

Goude beza bet eur pennad o kas hag o tigas keleier ha dastumet, en doare-se, kals arc’hant, e teuas da di e dad, el lec’h ma voe digemeret gand ar blijadur ar vrasa ; prena a reas peb a diegez d’e vreudeur ; rei a reas pansion d’e dad hag holl e vevjont eurus betek o maro.


Kristof JEZEGOU.


————