Ar Mab mac’hagnet ac ar Vamm gristen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 17-20)



AR MAB MAC’HAGNET
AG AR VAMM GRISTEN


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


AR MAB MAC'HAGNET
AG AR VAMM GRISTEN


————


I. AR MAB


— O va mamm baour, pebeuz anken !
Pe ger kris eo va flaneden !
Me ’zo paour, me ’zo mac’hagnet,
Ar vuez, d’in-me, zo kalet !


II. AR VAMM


— Va mabik ker, var an douar
Peb den hen deus e lod glac’har ;
Den divac’hagn, den mac’hagnet
A ren ho-daou buhez kalet.


III. AR MAB


— Mez, va mamm baour, ha pa velin
Tud all o vont skanv a biou d’in
Ha me rankoud, hed an hentchou
En em stleja gant va flac’hou ?


IV. AR VAMM


— Va mabik ker, an hent zo berr
A rod ar bed a dro lijer ;
Evel d’ar mor an dour a red
An dud a gerz var-zu ’r vered.


V. AR MAB


— Mez, va mamm baour, ha da c’hedal ?
Red e vo din mont da gestal
Ar paour, siouaz ; klask eo a ra
Pa na c’hell gounit e vara !


VI. AR VAMM


— Va mabik ker, a zor da zor,
Ne di ket da c’houlen digor ;
Me zo ampart ; me labouro
Ha ganhez me zaouhantero.


VII. AR MAB


— Mez, va mamm baour, me ho pugel
Eo a dleffe rei deoc’h skoazel ;
Mamm maga mab hed e buhez
Ve mantri diou galon bemdez.


VIII. AR VAMM


— Va mabik ker, eur vamm gristen
He deus, a-galz, guelloc’h kreden,
Hi ’zo he brasa plijadur
Gounit bara d’he c’hrouadur.


IX. AR MAB


— Mez, va mamm baour, d’heoc’h ar c’hlenved,
D’heoc’h ar maro a c’hell doned.
’En dra-ze pa zonjan, ervad
An dour a veuz va daoulagad.


X. AR VAMM


— Va mabig ker, guel ar golvan
Eunik ken dister, ker bihan.
Doue d’hezan a ro bevanz :
Red eo fisiout e’r Brovidanz.