Jesus-Christ en deus instituet ar sacramant adorabl en peini e màn reellamant presant. Communiàn eta eo receo reellament ha veritablamant Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver biniguet Jesus-Christ en Hosti sacr. Emàn presant dindan an eil speç hac eguile, en Hosti bian evel en Hosti bras, hac en pep tam eus an Hosti torret. Na eller quet receo e Gorf ep e Oad, rac beo eo eternellamant, ha chom a ra guenemp er bed- màn er sacramant eus e garantez evit mesur on ine, on derc’hel unisset gantàn, conserv, crenvaat, augmanti ar graço recevet ; evit terri, diminui on panchant fall, evit rei dimp an ners da aruout er berfection gristen, bezàn ar gaich, an assuranç eus ar vuez eternel ; rac, eme on Salver, piou benac a debro ma c’horf hac a evo ma goad, en deus ar vuez eternel : ha mên en resuscito en fin ar bed. Evit communiàn eo ret prepari ar c’horf hac an ine. Ur fe grênv, ur gonscianç pur, ur garantez ardant, ur guir Esperanç, un humilite vras, ur guir anaoudeguez, un desir ardant da receo Jesus-Christ eo dispositiono an Ine. Meditet a-neze.
Ar c’horfo a dle bezàn voar yun, propr ha modest, ar brassàn respet peintet voar on zall. Pa recever an hosti sacr, an teod a dle bezàn voar ar c’heus iselàn, ar gueno un tamic digor ; mar stag an hosti sacr ous ar staon, e tleer en distaga ep troubl, doucic gant bec an teod evit en avali. Ar yun evit ar Communion a gommanç da hanter-noz diaguent. Na eller quemeret nep sort, memes ur veraden dour : ar re glanv a so exceptet, rac communiàn a reont en viatic goude bezàn debret hac evet. En oll Heurio e quever pedenno quent ha goude ar Gommunion. N’en deus netra quen precius dirac Doue ha quen profítabl evidomp evel ar Gommunion vad ; mæs n’en deus ive netra quen terrubl evel ar Gommunion indign. Dibri hac evàn a reer ar gondaonation. Bezàn abandonet gant Doue, dall a speret, calet a galon, douguet d’ar speret a schism, opposet d’ar mad ha d’ar virionez, an oll bec’hejo, alies ar c’hlênvet, ar maro subit, an defaut a binigen hac an daonation eternel eo an effejo eus ar Gommunion sacrilech. Meditet ha crenet.
Netra a vuyoc’h ageabl da Doue nac a brofitaploc’h evidomp evit communiàn alies gant an dispositiono requis. Doue a ordren ar Communion ; chetu amàn e c’hourc’hemen en Aviel hervez sant Yan. « Mæs Jesus a lavaras deze : En guirionez, en guirionez, ma ne debret quic map an den, ha ma ne evet e oad, n’o pezo quet ar vuez ennoc’h. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, en deus ar vuez eternel, ha mên en resuscito en fin ar bed. Rac ma c’horf a so veritablamant quic, ha ma goad a so veritablamant breuvaich. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, a chom ennòn ha mên a chom ennàn. Evel ma zòn digasset gant ma Zad peini a so beo, ha mên beo em Zad, evel-se ive an hini am debro a vevo dreizòn. Hemàn eo ar bara eus an env ; n’en deo quet evel ar mann eus a beini o tud o deus debret, ha couscoude e zint maro ; an hini a debro ar bara-màn, a vevo eternellamant. » Chetu a-se an Aviel. Respetet ha profitet.