Mont d’an endalc’had

Ar Giez-red hag he mignounez

Eus Wikimammenn


AR GIEZ-RED HAG HE MIGNOUNEZ


           Pa rooc’h, mignoun e vezoc’h ;
           Den fall a-vad, pa c’houlennoc’h.


Eur giez-red a voa tostik da gelina ;
Ne c’houie e pe leac’h dizamma he c’hofad.
Pedi ker brao a ra eur vignounez e doa,
Ma ro hou-man he loj d’ezhi d’ober torrad,
           Gant ma’z aio er meaz,
           Pa vezo eat war veaz.
Ar giez a ia ebarz, — gortoz a ra he zro ;
Laoskaat ra war-n-hi : e-ben neuze zistro.
           Ar vamm-giez a c’houlen out-hi
Pemzek derveziad all da choum c’hoaz enn he zi ;

          — « Rak, eme z-hi, va bugale
          » Iaouank-flamm ne c’houzont bale. »
Evit lavaret berr, bez’ e doe he goulenn.
Ann amzer, deiz ha deiz, a nij war-zu tremen ;
           Deut eo ann eil mare.
           Ar perc’hen adarre
A zistro da c’houlenn he zoull, he zi, he c’hampr.
Neuze ar goz-vamm-giez, gant he zeod lemm ha lampr,
           A lavar distagel :
           — « Brema ac’han ni iel,
     » Mar d-oc’h evit hor c’has er meaz. »
     Dent he zorrad ne voant dent leaz.

Roit eunn dra d’ar re fall, goude keuz ho pezo.
        Evit kaout ho tra digant-ho,
        E vezo red c’hoari ar vaz,
Harzal ha kregi-du, diskolpa evel chas.
        List-ho da vont dreist ho treuzou,
Hag e vezo ’r peuri berr a-bred d’ho kenou.