Ar garantez a so un donæson dre beini e queromp Doue dreist pep tra, abalamour dezàn e-unan, hac on nessàn eveldomp on-unan abalamour da Zoue. Gomset on deus deja a garantez Doue.
Ar pharisianet o c’hout penaus en defoa confondet Jesus ar Saduceanet, en em assamblas evit en surpren. Unan aneze, docteur el lezen, a c’houlennas digant on Salver : Mæstr, peini eo ar gourc’hemen bras eus al lezen ? Jesus a responias : « Caret a refet an Antro o Toue a greis o calon, a greis oc’h ine, eus oc’h oll speret ha ners ». Hennes eo ar gourc’hemen bras hac ar c’hentàn. Chetu aman an eil, peini a so hanval outàn : « Caret a refet o nessàn eveldoc’h oc’h-unan ». En daou gourc’hemen se eo comprenet an oll lezen hac ar pez o deus laret ar prophetet. Impossubl eo caret Doue a nez caret an nessàn ; rac evit caret Doue eo ret observi e c’hourc’hemeno : or ordrenet en deus caret an nessàn. An hini eta, eme sant Yan, a lavar e car Doue, ha ne gar quet e nessàn, a so ur gaouyat. Chetu amàn penaus e coms Sant Paul eus ar garantez.
« Ha pa gomsen evel an dud hac an Ælez, ma n’am eus quet a garantez e zon hanval ous ar c’hloc’h pe un instrumant peini a zon. Ha p’am be an donæson eus ar prophecio, ha pa ententen an oll mysterio, ha p’am be an oll anaoudeguez hac ar fe bete transport ar meneyo, ma n’am eus quet ar garantez n’en don netra. Ha pa rofen ma oll vado d’ar beaurien, ma c’horf d’an tân evit bezàn dêvet, ma n’am eus quet ar garantez, quement-se ne servigeo da netra din. Ar garantez a so soufrant, douç, ep anvi ; n’en deo na traïtour nac ourgouillus ; n’e deus nac ambition nac avariçdet ; n’en deo quet colerus, ne sonch en drouc ebet ; ne gar quet ar pez so injust, mæs caret a ra ar virionez. Soufr a ra tout, credi a ra tout, esperout a ra tout, suporti ra tout ; n’en em goll jamæs ».
Caret ur re benac abalamour dezàn e-unan, pe d’e dalancho, ep en caret en Doue hac abalamour da Doue, n’en deo quet carantez, mæs inclination naturel, cupidite, passion. Carantez Doue evidomp eo ar reglen hac ar musur eus ar garantez dleet d’an nessàn. Or J. C., en deus on c’haret bete rei e vuez evidomp. Ententomp eta ar voez a Doue, eus al lezen naturel, hac obeissomp.
Permetet hac ordrenet eo dimp en em garet ni-on-unan ; rac on Salver a lavar dimp caret on nessàn eveldomp on-unan. Mæs ar garantez-se evit bezàn reglet mad, a renq mont bete Doue. Dre exempl, caret a reomp ar vuez, non pas abalamour dezi, mæs evit e c’himplia en servich Doue, e Ilis hac an nessàn, evit mortifia on c’horf, ober eus on buez dre ar beden hac an œuvro mad, ur sacrifiç continuel da Doue. Honnez eo ar garantez evidomp on-unan, ar garantez reglet mad ha raportet da Doue. Bezàn so c’hoas un affection all evidomp on unan, peini eo an ourgouil. Hennes so criminel hac ar sourcen a bep sort drouc ; rac ma na vize quet a ourgouil, ne vize ive na pec’het nac ifern. An affection-se, ar garantez fall-se a ra dimp en em garet ep raport da Doue. Evit on diouall eus ar viç-se eo quen alies recommandet dimp en Aviel, renonç dimp on-unân, combati on santimant, en em vortifia, douguen on c’hroas. Heuliomp eta J. C., renonçomp d’on santimancho fall. Greomp alies acto a fe, a garantez, a esperanç, Doue en ordren. Ar pap Beneat pevarzec dre e Vull eus an 28 a viz guenver 1756, en ur gonfirma an indulgeanç plenier en articl ar maro, a accord ar memes indulgeanç evit ar re pere goude bezàn covessaet ha communiet, a recito gant carantez ha devotion an acto se. Ouspen e c’heller gounit ar memes indulgeanç evit an ineo eus ar purgatoar. Evit o gonit, e peder evit ar puissanço christen, fin an erreur hac an heresi, hac exaltation on mam santel an Ilis. N’en deus ças en pessort langaich na form e vezo groetan acto-se.
Antiochus a bersecute Pobl-Doue evit ober dezà bezàn idolatr. An den caër Mathatias eus a raç ar Veleyen, en em dennas er guær a Vodin evit goelàn malheur e vro. Antiochus a gassas unan eus e officerien evit contraign habitantet Modin da obeissa d’e urzo ha da sacrifia d’an Idolo. Mathatias a chomas ferm hac a respontas d’an Officer penaus ên,evugale hac e vreudeur na obeischent nemet da lezen Doue, ha ne sacrifichent quer d’an idolo. Ne voa quet achu e c’hir, e teuas ur Judeo en presanç an oll da sacrifia d’an idolo. Mathatias a voe mantret a c’hlac’har, ha transportet dre an outraich groet da Doue, e laz ar malhurus se hac Officer Antiochus. Sevel a ra e voez evit lavaret da guement hini en defoa c’hoas dougeanç Doue en heuil en desert. Sevel a eure un arme, combati, trec’hi ha chasseal a eure an idolatret.
Abraham a gare a greis e galon e vap Isaac roet dezàn gant Doue evit cavet ur ligne peini a dlefoa en em vultiplia evel ar steret. Doue a gomandas da Abraham immoli dezàn voar ur menez ar map muya caret-se. Abraham na digareca quet. Sevel a ra mintin mat ep laret da den petra en deus da ober ; guervel a ra Isaac ha daou servicher, troc’ha ra coat, en zama a ra voar diou scoa Isaac, laret a ra d’an daou servicher chom ous traou ar menez ; sevel a ra voar ar menez gant Isaac peini a doug ar c’hoat voar beini e tle bezàn dêvet. Isaac a voa oadet a seiz vloas ha tregont. En ur vont e c’houlennas digant e dad pelec’h e voa ar victim a dlefoa bezàn immolet ? Abraham a respontas dezàn : Doué a bourveo, ma map quer. Arru er plaç en defoa merquet Doue, Abraham a dress an Auter, a laca voarnezàn ar c’hoat, a amar Isaac hac en laca voar ar c’hoat. Tenna ra e sabren evit troc’ha e c’houg. Doue contant a garantez an tad hac a obeissanç ar map, a arret dre un Æl brec’h Abraham, rac eprouvet en defoa e garantez dreist an oll ha dre breferanç evitan, p’an deo guir penaus e prefere urzo Doue da vuez e vap penner hac e vouir garantez. Ur maout a voe cavet arretet en mesq an dreiz hac immolet en Plaç Isaac. Chetu a se pe naus en deus caret ar Sænt er lezen ancien memes.