Mont d’an endalc’had

Ar Fe

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 126-128)


Eus ar Fe.

Ar Fe eo ar guenta eus an teir vertu theologal, rac bezàn eo ar c’hommançamant a silvidiguez an den. Ar fe a so un donæson, ur sclærigen surnaturel roet gant Doue d’e vugale evit credi a galon ar pez en deus revelet, hac a so proposet gant on mam santel an Ilis. Un donæson eo a drugarez Doue, ha Doue en deus confiet d’on mam santel an Ilis an oll guirioneo a fe : ret eo eta obeissa d’e decisiono. Ar fe en general a gompren an oll articlo ; na ell quet bezàn partaget. Piou benac a goll unan aneze, o c’holl tout, da viana evit ar silvidiguez. Ar fe en particulier eo ar greden eus ar poëncho consideret ha credet separamant. Ar fe habituel eo ar greden eus ar speret dre beini e reomp on c’honsantamant d’ar pez en deus revelet Doue, ha proposet evel revelet gant on mam santel an Ilis. Ar fe actuel eo an acto eus ar fe habituel pere a dleomp da ober alies pe a galon pe a c’heno, ispicial pa recevomp ar sacramancho, pe pa ve attaquet ar fe dre an heretiquet, ar schismatiquet, dre an dentation.

Ar fe, eme sant Paul, eo ar fondamant eus an treo a dleer da esperout, hac ur bersuasion, ur greden ferm eus ar pez na velomp quet. Quement tra a bropos an Ilis evel articl a fe, a dleomp da gredi, pe en comprenomp pe n’en comprenomp quet. Dre exempl, compren a reomp penaus en deus Doue crouet an env hac an douar ; na gomprenomp quet e ve en Doue tri pherson distinct. Credi a reomp couscoude fermamant hac an eil hac e ben eus an diou virionez se ; rac Doue en deus-àn revelet : na ell na trompla na bezàn tromplet ; rac mad, fur ha fidel eo dreist quement a oufemp da imagina. Bezàn on deus evit goarant eus on fe ar Scritur sacr, an dradition, decision an Ilis, accomplissamant ar prophecio, ar miraclo. Sïellet eo gant ar goat precius a J. С, gant goad an Ebestel ha hini an oll verzerien. Credomp eta, pe renonçomp d’ar Barados. An hini, eme on Salver, a vezo badezet hac a gredo, a vezo salvet ; an hini na gredo quet, a vezo condaonet. Ar gourc’hemen eus ar fe, en ur ordren da gridi, a ordren ive divoal, en em preservi ha repoussi quement erreur e deus condaonet an Iiis.

Ar fe a so a necessite a voyen, da laret eo, na eller quet plijout da Doue nac en em sauvetaat anez ar fe. Obliget omp da gredi en general an oll articlo a fe, hac en particulier, myster an Dreindet, an Incarnation, on Redamption, ar pez so er Gredo, gourc’hemeno Doue ha re an Ilis ; an nombr, ar galite, an effejo hac ispicial ar Vadiziant, ar Binigen, sacramant an Auter. Ar fe veo eo an hini so soutenet dre on obero ; necesser eo evit on silvidiguez ; hac ar pez a so caus da daonation cals a dud, eo n’o deus nemet ur fe varo. Ar fe varo eo an hini n’en deo quet soutenet dre an œuvro. Da betra e servich credi en christen, mar bever en payen ? N’en deo quet avoalc’h credi a galon, ret eo avoui a c’heno. Dre ar galon, eme sant Paul, e creder evit bezàn justifiet ; dre ar gueno e c’havouer ar fe evit bezàn salvet. Mar en em guevomp etoues an heretiquet, ar schismatiquet, bezomp sonch a gomportamant ar Verzerien : evelte difennomp ha rentomp cont eus on fe. Piou benac, eme on Salver, en defo ma avouet dirac an dud, mên en anzavo dirac ma zad peini so en env ; mæs piou benac am disanzavo dirac an dud, mên a renonço dezàn dirac ma zad peini so en env. Na vezomp quet eta poultron pa ve question da difen on fe.

Ar pec’hejo a enep d’ar fe, eo an ignoranç eus ar religion gristen, hac eus an treo necesser evit en em sauvetaat. Scuillet daëlo voar ar stad eus an dud ignorant, hac instruet aneze. An apostasi, da lavaret eo, renonç d’ar religion, an heresi, ar schism impi, an affection direglet eus ar blijadurezo ha treo ar bed, a so contrel d’ar fe. Pedomp Doue d’on c’honservi eus an erreur ; d’ar berseveranç eo prometet ar gurunen.