Mont d’an endalc’had

Ar C’homblad Iaouank

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’homblad yaouank.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 248-250)



AR C’HOMBLAD IAOUANK
________


I


  He ’wel arru ’r c’homblad iaouank,
En he dreid ur boutou lignant ;

  En he dreid ur boutou lignant,
War he vantel c’houec’h renk pasamant ;

  War he vantel c’houec’h renk pasamant,
Tri ’zo en aour, tri en arc’hant.

  Ar c’homblad iaouank ’vonjoure
War bave Linan [1] pa ziskenne.

  — Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar prizon braz pelec’h eman ?

  Ar prizon braz pelec’h eman,
Ma ’z aï’ ’r c’homblad iaouank en-han ?

  Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :

  — N’hoc’h eûs ezomm da ober goap,
Me ’gavo prizon d’ho lakâd ;

  Me ho lakaï’ er bassefos,
Lec’h na welfet na de na noz.

  — Na mar an-me er bassefos,
Me renko kaout ur gwele-klos ;

  Me renko kaout ur gwele-klos,
Ur plac’hig koant ganen en noz.

  Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :

  — Me ’glasko ’r plac’h diwar-ar-meas,
Hag a lampo ’n ho kerc’henn eas ;


  Hag a lampo just ’n ho kerc’henn,
He hano ’zo ar ganabenn.

  — Me n’ vinn ket krouget gant kerdenn,
Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn ;

  Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn,
Pa goustre pemp skoed ar walenn ;

  Abalamour d’am c’hoar-henan,
’Zo itron vraz bars ar gêr-man :

  ’Zo itron vraz bars ar gêr-ma,
Lakafe he c’halon da ranna.


II


  Ar c’homblad iaouank a lâre,
Dre he botans pa bourmene :

  — Tado ha mammo, me ho ped,
Ho pugale a gastifet ;

  Ho pugale a gastifet,
Rag me, siouas d’in, n’on ket bet.

  N’eo balamour da laeronsi,
’Roan dismegans d’am zud ha din ;

  Balamour d’ur plac’hig tric’houec’h vloaz,
Vije em c’hoad o keuneuta ;

  Me ’c’h ober gant-hi ’vel a garenn,
O planta ma c’hleve en he fenn ;

  O planta ma c’hleve en he fenn,
Goude hi flantis er c’hlazenn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Marc’harit Fulup


___________
  1. Peut-être Dinan, — car je ne connais pas de ville ni de bourg en Bretagne qui s'appelle