Mont d’an endalc’had

Ar Brezoneg a zo divarvel

Eus Wikimammenn



Ar Brezonek a zo divarvel
————


E Breiz-Izel e zeuz tud digalon ha treitour evel Judaz, pere o deuz gwerzet o c’horf hag o ene d’ar Gall miliget, enebour touet hor Bro ger. Ia stank int memez en hon touez ar seurt tud-se : koulz koueriadet diwar ar meaz, evel bourc’hizien kofou-teo deuz ar c’heariou.

Gwelet a rer bemdez en dro deomp tud, eaz da douella, o trei gant an enebour, abalamour ma z’eo ar gostezen grenva ; ar seurt tud-se eo ar c’hrenerien. Da zeiz eur voterez, e verzont ho c’honstianz evit eur banne gwin-ardant ; ne zellont ket e pe du trei, nemed o devezo da eva leiz o c’horf. Kerkoulz e roïnt ho mouez da vrassa enebour o bro, ne glask nemed he diskara e mod pe vod, eged da eun den eün ha leal a glask he difen a enep eun toullad lakipoted o deuz diskleriet brezel a varo da Vreiz-Izel ha d’he iez.

Evel a ouzoc’h, gouarnamant Bro-C’hall a zo etre daouarn eur seurt tud hanvet Framasoned. Ar Framasoned a zo en em voded assemblez evit diskar kement tra vad a zo er bed ha da genta tout ar Relijion. Gouzout mad a reont ne deuint a-benn deuz ho mennoziou fallakr en hor bro vian-ni, keit ma chomo an dud da gozeal en ho iez brezonek.

Gant ar Brezonek eo deut ar feiz ;
Gant ar Gallek e z’aï a Vreiz,

hervez lavar gwirion ar barz. Ar Gallaoued er c’hoar ervad ha setu perak en em gemeront da genta euz hor iez.

Mez ni, barzed, a zo oc’h ober ar ged hag a iouc’ho : Harz ar bleiz ! d’ar C’hallaoued. Evid beza krenvoc’h da stourm euz an enebour, e rankomp ive dihuna hor c’henvroïz, kennerza ho c’halonou da vont d’ar brezel, da zifen ho iez, rag evel ma lavar ar barz brudet Milin :

Ar Brezonek, ma ve trec’het
Ouspen ar vez e ve pec’het.

Klevet e meuz bet tud, mignoned d’ar brezonek ha difennourien ho bro, war ho meno, o lavaret « Ar brezonek a zo echu ganthan ; e-ma war he dremenvan… n’en deuz mui nemed eun nebeut bloaveziou da veva. Guelet a rit ar vourc’hizien er c’heariou : ne gaozeont mui e brezonek ; al labourerien memez a zispriz anezhan ; ar vugale n’o deuz klevet hano anezhan morse. En eur ger ; n’euz mui nemed unan bennak er gouesfe difazi ».

Gwir eo, er c’heariou hor iez a zo dilezet gant eun nebeut kofou-teo o deuz mez euz her c’hlevet. Ar varzed o difazio abenn eun nebeut bloaveziou. Araok kaozeal en doare-ze, an dud a rafe gwelloc’h lenn eun tammik al levriou brezonek a rer en amzer hirio hag e velfent n’eo ket hor iez ken toc’hor m’o deuz c’hoant d’her lakaat. Gwelet a rafent dreizho e ma hor brezonek-ni en eur stad dishenvel deuz ar brezonek koz hag e ma eat pell war hent ar gwellaat.

Pa velomp barzed kalonek evel Taldir, Abalor, Klaoda, ar skrivanier brudet deuz Bro Leon, ha kant all o tifen hor iez, e c’heller lavaret heb kaout aon d’en em fazia : Ar Brezonek n’hell ket mervel ; ar Brezonek a zo divarvel !

J.-P. AR BRAZ.

————