Ar gaoriged a c’houlennaz
Kaout baro hirr, ’vel ar bouc’hed ;
Hag ho goulenn d’ar re-ze bet,
Ar re-man oc’h Doue a glemmaz,
O lavaret : — « N’euz mui a gemm
» Tre ar re vad hag ar re fall. »
— « Bouc’hed fleriuz ! perak tamall,
» Perak ouz-in-me dont da glemm,
» War zigarez m’am beuz roet
» D’ar gaoriged ive baro ?
» Kaout baro bouc’h zo divalo
» Oc’h gronj pennou a zo divoed ;
» Eur vez int d’ar re ho dougenn,
» Anez kaout skiant, furnez, chemed.
» Ne ket dioc’h baro ar spered,
» Nag ar vaouez dioc’h he lostenn.
» Ar falla loen a zo reunek,
» Hag enn oad-man kalz a c’hragez
» Zo red d’ezho derc’hel bragez,
» Dre gaout ezec’h zo re varvek. »
Ne ket eur gaou : gwazed a zo
Ne d-int netra nemet lastez,
Kos marmousien, tammou lakez,
Spount ann dud vad ha mez ar vro.
Ficha baro reont enn avel,
Enn eur gredi ho deuz kalon,
Ha ne ve evit-ho Samson
Gant he vleo hirr evit herzel.
Sellit piz, diwallit, paotred,
Dalila ne ket maro c’hoaz.
O c’hoari kas ar fall er meaz,
Gant-hi a-bred e vioc’h teurket.
Ar c’hrek a iel er penn kenta,
Ha c’houi war-lerc’h, panezeien,
Sounn ho kribell, ’vel killeien,
A vo klevet c’hoaz o kana.
E leac’h kana, rusia dlefac’h ;
Ar c’hrek dinerz, mad ha tener
Ha kalounek e peb amzer
A labour a nerz he divreac’h ;
Poania a ra enn noz, enn deiz,
Evid-hoc’h, ’vit he bugale,
Hag he c’harantez, war vale,
Ne baouez da bedi gant feiz,
Evit ma troi da vad ar bed,
Ma teui kaloun, skiant d’he fried,
E-leac’h brabans, lorc’h ha fouge
M’en devezo doujanz Doue,
Ma talc’ho mad d’ar gourc’hemen,
Pa n’en defe ket eur varven !
Ma pec’haz ar c’hrek da genta,
D’he fried ma rankaz plega,
Abaoe, dre he c’harantez,
Ne zell oc’h poan nag oc’h enkrez
Abaoe, gant nerz he c’haloun,
Evel ar mor ledan ha doun,
Ar bed a zo gant-hi loc’het
Hag he fec’hed kant gweac’h gwalc’het.
Perak ann den n’ef-hen ket leal ?
Goude rebech, goude tamall,
Perak ne veul gant gwirionez
Ar pez a zo mad er vaouez ?
Fazi ar c’hrek a vez kavet,
Ar vad a ra a vez nac’het.
Tamall gragez a zo ebad,
Diez eo evel d-ho ober ar mad.
Gwell ober mad ’vit kaout baro
Bezet drouk enn den a garo !