Ar Blouzen Ed-du
Kemerit da bried an dosta d’ho kaloun
Sellit euz ar furnez, list ar madou difoun.
Louizik ar Skao, oa eur plac’hik iaouank deuz ar re goanta. Drant he daoulagad, blin he muzellou, livet kaër he diou chod : ar beren a oa meür.
Aboue he c’havel koulz lavaret, Pierrik Ar Rouz anaveze Louizik. Bet oant, ouspenn eur veach, o tiouall ar zaout asamblez ha meur a veach o c’hoari tiegesik. Pierik hen doa, brema, eur bloaz var-n’ugent. Daoulagad en e benn hag a verve, bleo melen ; eur paotr oa deuz ar muia fetis.
An daou zen iaouank en em vele aliez.
Avechou, pa ziguezent an eil gant egile, Louizik a roe he dorn da Berik. Ha dorn ha dorn e kerzent, heb lavaret koulz netra. Rak muioc’h kozeüz n’e ket ar garantez vraz eget an dristidigez.
Eun devez evelkent, Pierik a lavaraz : « Louizik ma mignonez, me meuz gwelet er mintin-ma ar goulm o klask blaench d’ober he neiz. »
Edont o tont deuz pardoun Guennili. En dro d’ezho, al lapoused a gane, ar bokedou a daole var ho hent a bep seurt c’houez mad hag er ster vraz, an dour a hirvoude, evel pa vije bet o kana eur sonik a garantez.
Louizik a blegaz he fenn, ha Pierrik a lavaraz c’hoaz : « N’ho peuz ket
gwelet er mintin-ma, ar voualc’h beg melen, o c’hournijal deuz eur voden
halek d’heben o klask eur barez ? En dro-ma, e savaz he daoulagad da zellet
euz he mignon. Pierrik a respountaz : « Mar d’oc’h kountant, varc’hoaz me
ielo beteg du-se evit goulen digant ho tad hag ho mamm beza ho pried. »
He daoulagad e daoulagad he mignoun, Louizik a lavaraz : « Oh ! me ve kontant. »
Antronoz, Pierrik, ne oa ket divezad, pa ziguezaz e ti e vignounez. Heb klask tamm troidellerez e c’houlennaz Louizik da bried.
— Oh ! oh ! eme an tad, Louizik ?… Paotr paour ! n’euz ket a blunv avoallac’h var da askel, evid kaout Louizik en da neiz. Hor merc’h a zo penn-herez, hag an hini a vo he goaz hen dezo, dustu, alc’houez va armel da voutouna e vragou [1]. Mez an hini a vo va mab kaër, a vo red d’ezan kaout da vihana dek mil skoet da argoulou. »
An den iaouank a ruziaz gant ar vez. Askornet mad oa ; iec’hed hen doa a drugare Doue, n’euz forz pegement. Mez n’hen doa, koulz lavaret, tamm danvez. Mont a reaz deuz an ti, heb teuler, zoken, eur zell var zu Louizik.
Edo vont d’ar gear, e benn pleget. An amzer oa tenval ; glao a rea. Lavaret e viche oa an deiz oc’h en em ober deuz e galoun : ho daou e lêvent.
Setu ma tiguezaz ganthan eur c’hrac’h koz. He c’horf oa kroummet holl, he bleo oa gwenn evel an erc’h ; he dremm krinet evel eun aval koz, hag he fri a boke, koulz lavaret d’he helgez. Mez he daoulagad oa chommet lemm ha drant.
— Paotrik, emezhi, perak e ouelez ?
— Mammik koz, bet oun o c’houlen da bried eur plac’h hag a garan.
— Ac’hanta ?
— Oh ! siouaz ! mammik koz, va zail a meuz bet.
— Paotrik, eme ar vamm goz, poan an amouroustet ! Me anavez an dra-ze. Hennez eo ar brasa klenved zo er bed, abalamour e ma e kaloun an den ha ma n’euz en apotikerez, louzou mad ebed outhan.
Hag hi tenna eur blouzen ed-du deuz a zindan he mantel ha lavaret da Bierrik : — « Kea, paotrik, em berr, goude koan, da di da vignounez. Laka ar goloen-ma e toull an oaled. Den na ello mui, ebarz en ti, c’hueza an tan. An avel a roio en eur c’hueza, a deuio er meaz dre draon e gein. Pa veli kerent Louizik nec’het maro, e teui d’ho c’haout da c’houlen ho merc’h adarre. Ma ve roet d’id e tenni ar blouzen ed-du er meaz hag e c’huezi an tan.
A veac’h he doa lavaret ar c’homzou-ze, ar c’hrac’hik koz a ieaz kuit. Pierrik, ar blouzen ed-du en e zourn, ne rea nemet drebi sonjou hag hunvreal. Deuz ar pardaëz e zeuaz da di e amezek hag e lakeaz ar goloen e toull an oaled.
D’an deiz varlec’h ar plac’h iaouank a savaz da genta. A veac’h ma doa gwisket he dillad ec’h en em lakeaz da c’hueza an tan. Oa berniet ganthi eun dornad blenchou munut. Buan e frotaz eun alumetezen ha da c’hueza. Sator due ! an avel, e leac’h dond dre he ginou er meaz, a deue dre ar penn all hag a rea eun trouz mantruz !
— Doue ! va mamm, emezhi, oh ! na me zo klanv ! Me ’zo vont da vervel.
— Petra ’zo, merc’h keaz ?
— Oh ! mamm, na ran nemet diavela.
— Ichekon ! setu aze klenvejou, zur. Sodez ! ne varver ket, evit klenvejou velse.
— Oh ! emezhi n’oun ket evit c’hueza ’n tan.
— Mad, lez, lavar da bater : me zo ’vont.
Ar vamm a deuaz en eur lasa he broz, da zaoulina var an oaled. Evit espern alumetez e lakeaz ar goulou da zevi ar blenchou ha, goude-ze, e c’huezaz. Mez an avel a deue er meaz dre ar penn kountrol hag eun trouz gantan ma oa eun eston !
An ozac’h oa dihun en e vele. Hag hen pa glevaz, diroll da c’hoarzin. Assa
emezan d’e c’hreg, petra zo ? Klanv out gant ar gwent, ma zo ganez kement
a avel draon ?
— Oh ! avad. emezhi, ne ouzoun ket kalz gant petra oun klanv. Hag hi da c’hueza c’hoaz. Mez an aneval a deue dre an traon, goasoc’h eget biskoaz.
— Dampred e vo ! emezhi d’he goaz, deuz da c’hueza ’n tan. Evidon-me, n’oun ket evit en ober.
— Ah ! bah, neuze zur.
Hag an ozac’h er meaz. Tapout a ra eun dornad plous gwen deuz ar gwele ha lakaat an tan ennho.
— Va Doue ! a lavare ar c’hreg, an oaled a zo sorset.
— Sorset awallac’h, zur. Innosantez !
Hag an ozac’h lakaat ar c’holo a zindan ar blenchou ha koummanz da c’hueza. E traou e gein, oa klevet eun trouz evel pa vije bet e vragez o frega. Ken lostek ec’h en em gavaz ma n’oa ket e c’hreg miret da c’hoarzin.
— Diodez ! emezan, peadra a zo da c’hoarzin, ne velez ket e renk beza Paolik puchet var an oaled. Deomp aneuze d’ar bourk, da gerc’hat an Aotrou persoun. Red mad e vo stolia ar fornikez.
An Aotrou persoun oa koz dija. Eur gurunen bleo gwen a rea, a zindan he dok, eur c’helc’h arc’hant, karet a rea e barisioniz ha karet oa gantho. Meur a dra hen doa gwelet ha klevet epad e vuez hir.
— Va Doue, Aotrou persoun, eme an ozac’h, du-ma e tiguez eun dra drol.
Hag hen kounta ar pez oa eruet gantan, gant e c’hreg hag he verc’h oc’h esa c’hueza ’n tan.
An Aotrou Persoun n’oa ket evit miret d’ober goab.
— Mad, emezan biskoaz, kement all. Mezaon e moc’h o vond diod oll du-ze ?
— Nann, re vir eo ar pez a lavaran, Aotrou persoun.
— Mad, me ’zo ’vont, dustu da velet.
Pa zigwezaz an Aotrou persoun en ti, e kavaz ar vamm hag ar verc’h ho fenn harpet en daol hag o wela.
— Assa, emezhan, petra zo ’nevez ama. N’oc’h ket evit c’hueza an tan ? Gortozit, me zo ’vont d’ober an dra-ze.
Hag hen, teuler he levr hag e dok var an daol, ha klucha var an oaled. Lakat a reaz bodou lann zec’h er fornigel ha blenchou bihan var gorre.
— Allo ! emezan, gant an dra-ze brema, e vo tan.
Hag hen tenna eun alumetezen, lakaat anezhi dindan al lann ha kommans da c’hueza, da c’hueza ha da c’hueza. Mez bep tro, ec’h en em gave gantan evel gant ar re all.
Zevel a reaz en e zav, trubuillet oll
— Sado biskoaz, emezan, red e ve mont da lavaret d’an Aotrou Kure dond da velet.
D’ar mare-ze, edo Pierrik o tond en ti.
— Oh, a lavaraz ne dalo ket ar boan, Aotrou persoun, kerc’het ar c’hure. Me zo goest avoallac’h da c’hueza ’n tan, no deuz ken an daou goz, ama, lavaret d’in em bezo Louizik da bried, me c’huezo an tan d’ezo.
— Eo, eo, eme an tad hag ar vamm, eo zur. Louizik a vo roet da bried neuz forz da biou nemet e c’huezo an tan en hon oaled.
— Mad, gortozit eme Bierik.
Hag hen tenna kuit ar blouzen ed-du ha c’hueza eun tan deuz ar re gaera.
An Aotrou Persoun a gemeraz dustu an embannou. Pierik a gountaz d’ezan histor ar blouzen ed-du hag a oa, abaoue pell, etre Louizik hag hen.
D’ar zul varlec’h, an Aotrou persoun a reaz he zermoun var an dimeziou, hag a lavaraz oa foll d’an tadou ha d’ar mammou, var digarez kaout arc’hant chom heb rei ho bugale d’ar re a garient, rak evit dimezi, emezan :
Gwelloc’h karantez leiz an dorn |
Doph an ti-all.
- ↑ Va alc’huez da voutouna e vragou : lavar koz ha na ve mui ententet gant ar re iaouank. Gwechall, en amzer ma touget brageier rodok, e viche lakeat alc’houez en armel da brenna ar bragou. Pa rea an tad dilez, e viche lavaret hen doa roet d’e vab alc’huez e armel da voutouna e vragou.