Ar Bleiz hag ar c’hi (Ernod)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Bleiz hag ar c’hi.
AR BLEIZ HAG AR C’HI
Eur bleiz n’oa ’met eur pez kroc’hen
Ous eur bern eskern, d’o c’hempen,
Gant penaus e ræ o micher
Ar chas oc’h harzal war al laer.
Ar bleiz-se a zigouez gantañ
Eur c’hi bras deus ar re vrasañ,
Pautr e vleo flour, leun ’gig ha goad,
Kollet e hent d’ezañ er c’hoad.
Dispenn anezañ en tammou,
C’hoant ober en devoa Gwilhou ;
’Met ’n ije bet kalzik a boan,
Rak eur pez-ki n’eo ket eun oan.
Ken-ze, gant e vouez ar c’houekañ :
— Demad d’ac’h, autrou ki, ’mezañ ;
’C’houlañ ket mar doc’h yac’h ha zart,
P’ho kwelañ ken tenv ha ken lart !
— Ma ! pa garfec’h, eme ar c’hi,
Ken blouc’h ha me e vijac’h-c’houi.
Breur kæs, red eo kwitat raktal
Ar c’hoajou hag ho puez fall.
M’hen lavar dre druez ouzoc’h,
N’ez eus hini a ve goasoc’h
Eget beva noz-deiz en aon
Da veza mouget gant an naon ;
Chom morc’hedus ha diassur
Hep dibri tam ’n ho plijadur,
Ha renkout ’n em ganna… paourik,
Deut ganiñ, c’houi vo ken sioulik !
— Petra vo ret d’iñ ober, ’ta ?
Eme ar bleiz. — Nemeur a dra :
Kas ’rauk ar re ’vez, tost d’ar ger,
’Vont ’tro, da noz, gant o bizier ;
Ober fistoulik d’ho mistri,
C’hoari gant bugale an ti ;
Hag ho kopr, evit kelo-ze,
A vo daou pe dri fred bemde ;
Pebez prejou, ma breurig ker !
Eskern koulmed hag eskern yer,
Tammou maout, ha kig ha kroc’hen,
Hag ober d’ec’h flourik, ouspen ! —
Gwilhaou ar bleiz, pa ’n deus klevet,
A zo deut joa en e speret ;
Joa en e galon a vleuas,
Ha gant karantez e oelas.
Pa oa ’n e gichen o kerzet,
E welas goug ar c’hi uzet.
— Pesort eo ze ? ’mezañ. — Netra.
— Penaus ? — Kouls eo laret. — ’C’han ta ?
— Ar roll a vez ous ma stagañ
En deus graet se d’iñ, a gredañ.
— Ous ho stagañ, va mignon koant !
Ne redit ket lec’h m’ho pe c’hoant ?
M’ho lez neuze da lipat c’houek
Ho taou pe dri fred pemdeziek :
Pa rofec’h d’iñ ho pouez en aour,
Mar n’am be frankiz, me vo paour ! —
’Oa ket e c’her distaget mat,
Gant eur zailh prim ’mañ kwit er c’hoat ;
Eno, beteg hirio an deiz
E red dizalc’h Gwilhaou ar bleiz.