Mont d’an endalc’had

Ar Baro Bleun

Eus Wikimammenn
Ar Vro, 1906  (p. 73-89)



AR BARO BLEUN


————


Eur vech e oa eun Aotrou hanvet Baro-Bleun. Seiz kwech e oa bet demeet. Mez bewech, eun neubeut deveziou goude an eured, e roe d’e c’hreg eun alc’houezik bihan hag e lavare, d’ezhi : « Setu aze eun alc’houez a zigor eur gampr e pehini morse na dlefot mont : mar lakit ennhi ho treid, dustu e vezoc’h lazet. »

—o—

D’ar pardaez, d’an devez a oa demeet evit ar seizvet gwech, e lavaraz d’e vreg nevez : « mont a rankan pell-pell, da ober eur gevridi. Mez araok a meuz da lavaret d’eoc’h eun dra ne oar den. Setu ama alc’houez eun tenzor. C’houi a zalc’ho mad d’ezan. Arabad dreist-holl, mont da esa digeri gantan ar gampr e pehini e ma an tenzor. Ar gampr-ze zo e traon an douribel. Mar lakit ennhi ho treid e vefoc’h lazet. »

— Oh ! ne rin ket, eme ar c’hreg nevez. Mez perak mont ’kuit ken buan-ze goude hon eured ?

— Ah ! red eo d’in mont. Mez en dizro, me zigaso d’eoc’h dillajou deuz ar re gaëra.

— Oh ! pried, karantez va c’halon, neuz forz d’ezo da veza kaër, ne c’helfont ket dousaat an ankén a meuz ouz ho kwelet o vont ’kuit.

—o—

An Aotrou Baro-Bleun a gavaz deread ar c’homzou-ze. Eat oant betek e galon. Mez lakeat en doa en e benn mont en hent. Daou bok karantezus a lakeaz war muzellou e bried hag he kwiteaz.

An deveziou kenta, an Itron a gavaz hir an amzer. Ar c’hastell ken gaë ha ken laouen diaraog, a oa deut da veza trist. Mennout a rea d’ezhi beza en eur gouent.

Neubeut da neubeut koulskoude, ec’h en em c’hreaz deuz he buez nevez. Merc’hejou ar c’hastell a gonte d’ezhi historiou kaër ha taoliou fin. N’en em inouaz mui kement.

Ha neuze, lorc’h ha fouge ’gemeraz o welet edo he-unan o kas en dro an holl dud euz ar maner.

Abarz pell evelkent, eun droublien, eun nec’hamant, pe n’oun ket petra, a zeuaz war he spered. Sur e oa eüruz, mez mankout a re d’ezhi eun dra benak. Mont ha dont a c’helle e giz ma kare, nemet ebarz ar gampr-ze, en traon an douribel.

Ne bade mui gant ar c’hoant da welet ar pez a oa eno. Hag hi, o kas divar he zro he flac’hed. Neuze e kemeraz an alc’houezik bihan roet d’ezhi gant he goaz. Sellet a reaz outan gant evurusted. Mez dond a reaz sonj d’ezhi euz ar gourdrouz a oa bet great gant he Aotrou : « Ma lakit ho treid er gampr-ze e vefoc’h lac’het. » He spont a lakeaz anezhi da grena, hag e taolaz pell diouthi an alc’houezik en fons eun direten. « Assa emezhi, pesort tenzor da vihana a zo er gampr-ze ? Oh ! ma c’helfen gwelet. Ne vank nemet an dra-ze d’am eurusted. Piou a c’hello miret diouzin ? Piou a oueo biken ? » Kemeret a reaz adarre an alc’houezik, hag e tro hag e tizro anezan. Pelloc’h e lavaraz : « Ah bah ! mont a ran. Den ebet n’am gwelo.

Paka reaz peg en eur c’houlaouen. Hag hi hep ober tam trous beteg traon an touribel. Dre ma tiskenne e teue bihan he c’halon. Meur a wech a vennaz dont war he c’his. Mez c’hoant gwelet he doa hag ar c’hoant-se a oa treac’h d’he aoun. Digwezet dirag dor ar gampr e tigoraz anezhi hag e lakeaz he goulaouen en he raog da welet. — O va Doue ! emezhi, spountet holl. He alc’houez a gwezaz deuz tre he daouarn.

Ebarz er gampr, korfou c’houec’h maouez a oa deuz ar grouk. Ho goad a boullade a zindan-ho.

O welet kement-all, ar vaouez keaz oa dare d’ezhi sempla. Mez en em derc’hel a reaz, dastum buan an alc’houez, serri an nor, ha kuit buanna ma c’helle.

En eur zigwezout en he c’hampr ec’h en em daolaz war eur gador hag e chommaz eur pennad eno evel maro.

Oa deut, adarre, ennhi he-unan ha n’oa c’hoaz den war he zro, kemer a reaz an alc’houezik evit he lakat a goste araog mont da gousket. Neuze, e welaz war an alc’houez eur pekad goad. Torcha a reaz anezan en eur grena. Ar pekad goad a ieaz kuit. Mez en eur drei an alc’houez e wel ar pekad goad adarre. Dre ma troe ha ma sec’he eun tu, ar pekad goad a dec’he en tu-all. Ar paour keaz maouez a red d’an oaled. Frotta ’ra an alc’houez gant ludu. Ar pekad goad a jom atao.

Mont ha dont a ra en eur c’hervel he c’hoar Anna. He c’hoar a deu. Konta a ra d’ezhi ar pez a c’hoarvez. Hag Anna a lenv asamblez ganthi.

— Kea d’ar jardin Anna, emezhi ; an trichin, eno, marteze, a gaso kuit ar pekad goad.

Kaër zo frotta trichin ar pekad goad a jom atao.

Oh ! va Doue, eme neuze an diou c’hoar, an alc’houez a zo sorset.

—o—

D’an devez warlerc’h, ar pekad goad a oa atao war an alc’houez.

Souden, en eun taol, oa klevet trompillou ar son. Baro-Bleun oa o tont d’ar gear. He c’hreg paour a goll neat e fenn hag a fell d’ezhi mont kuit. Mez he c’hoar a ra d’ezhi chom. Fianz he deuz en he gened hag e zeont ho diou da ziambrouk Bleun.

Penoz, pried, eme ar c’hreg iaouank, e m’oc’h dizro dija ?

— Mezaon, Itron, ho peuz muioc’h a boan, o welet ac’hanon o tizrei eget n’ho poa o welet ac’hanon o vont kuit.

— Oh ! ne ket da, emezhi. Mez gant va joa ne ouezan dare kalz penoz e kozean.

— A zo mad, eme an Aotrou. Kontant oun sur d’ho kwelet o kaout kement a blijadur.

Hag e bignaz d’he gampr.

Ne gozeaz ket deuz an alc’houez er mintinvez-se. Ar vaouez keaz à gemere eun tammik esperanz. Ober a reaz kalz cherik d’he goaz. Mez goude lein, e-kreiz ma oa o pokat d’ezan, Baro-Bleun a lavaraz :

— Ah ! Hag an alc’houez e moa roet d’eoc’h araok mont kuit. N’em boa ket bet à zonj d’her goulen c’hoaz. Red a vo hen rei d’in a-benn en berr.

— Mad Aotrou, a c’hrosmolaz etre he dent.

Deut an abardaez, ar pried a ankounac’haz rei an alc’houez miliget. Baro-Bleun n’her goulennaz ket ken neubeud. Mez deut ar mintin, pa zeuaz d’e bonjouri, a lavaraz d’ezhi, rust :

— Nouzan ket perak, Itron, e taleit da rei d’in an alc’houez e m’oa fiet ennoc’h.

— Setu hen ama, a lavaraz en eur grena.

Baro-Bleun a zellaz outan. Kerkent e zaoulagad a lugernaz, e dal a denvalleaz hag a gemeraz eun ear spontus.

— Deuz peleac’h a zeu ar pikad goad-ma, emezan. Mad Itron, mad eo. c’hoant ho peuz bet da welet ha gwelet ho peuz. Brema ez affot da gaout ar gragez e meuz bet en ho raog. Gortozit m’ho lazin dostu.

E vreg paour en em daolaz d’an daoulin. Goulenn a reaz pardon, mez en aner.

— Oc’h unan oc’h kaoz. Gouzout a reac’h ar pez a oa da erruout ganec’h. Brema dostu e vefoc’h lakeat d’ar maro.

— Oh ! Aotrou, pa renkan mervel, loskit ac’hanon da vihana da vont d’am c’hambr da lakat va dillad eured.

— Nan, ar maro dostu.

— Pa rankan mervel, lezit ac’hanon da bignat d’am c’hambr evit lakaat va dillad eured: eur wech c’hoaz a garfen o gwiska, Laouennoc’h e varfen pa vont en dro d’in.

— Allo ! Kit buhan neuze. Rag ne meuz ket da zale.

Ar paour keaz maouez, hanter varo dija, a bignaz. En he c’hambr edo he c’hoar.

— C’hoarik paour, emezhi, pign buhan e beg an douribel. Kemennet a meuz d’hor breudeur dont d’hon tenna a boan. Gwel ma erruont.

He c’hoar a bignaz.

— Anna va c’hoar, na velez den o tont ?

— Siouaz nan, Ne velan nemet an hent o poultrenna hag ar glazvez o lintra.

E traon an douribel, Baro-Bleun a egare.

— Diskenn a ri, pe me bigno ? a lavare.

— Gortoz eun tammik, mignon, eur spillen a meuz c’haz da lakaat em bleo.

— Allo buan, rag me ne meuz ket a amzer.

Hag ar c’hreg iaouank a c’houlenne c’hoaz :

— Anna, c’hoarik paour, ne velez den o tont ?

— Ne velan nemet an hent o poultrenna hag ar glazvez o lintra.

— Diskenn a ri pe me bigno ? a grie Baro-Bleun.

— Gortoz eun tammik c’hoaz pried : bea meuz daou c’helc’h aour da lakaat war va divrec’h.

— Allo! hast affo, rag me ne meuz ket amzer.

— Anna, c’hoarik karantezus, ne velaz ket a dud o tont ?

— Ne velan nemet ar boultren skubet a bell gant avel ar meaziou.

— Eur vech c’hoaz, diskenn a ri pe me bigno ? eme Baro-Bleun.

— Ah ! mar plij, a lare ar c’hregik, gortoz, ne meuz mui nemet va c’hoef da deuler war va fenn. E moun o vont dostu.

Ha spouronnet holl, a lavare d’he c’hoar :

— Anna geaz, na velaz den o tont c’hoaz ?

— Eo da, eme he c’hoar, gwelet a ran duhont pell, daou gavalier o tont d’an daou lam ru.

En traon, Baro-Bleun a grie evel eun egaret.

— Emon o vont, eme e vreg. Ah ! ankoueat e meuz va goalen aour. Hag e lavare c’hoaz :

— Anna, daoust a dond a reont var zu ama ?

— Ia, eme he c’hoar, emaint tost. Ober a ran sin d’ezo da zont buan.

Koulskoude, en traon, Baro-Bleun a egare hag a grie gant eur vouez trubuillus. Ar c’hreg paour a grene deuz he holl izili. Aon he doa na binje en he c’hambr. « Emoun o vont, a lavare, emoun o vont. » Hag a skoe gant he boutou meur a wech war ar memez delez, evit diskuez ec’h en em haste,

— Hast founnuz, eme Baro-Bleun, me ne meuz ket amzer.

—o—

Pa erruaz pelloc’h en traon an deleziou, e oa drouk-livet holl. Krena rea evel eur bern-deillou. Ne doa chenchet tam dillad a-bed, rag en he zroublien ne ouie ket kalz petra rea.

— Gaouiadez, treitourez, eme Baro-Bleun. Er c’hiz-se e peuz va zromplet bepred. Mez ne dal tam ar boan beza daleet. Brema e varvi.

— Pardonit Aotrou, emezhi.

Mez Baro-Bleun a oa dija prest e gontell vraz. E oa o vont d’he fourra en he c’houzoug, pa zigoraz trumm an nor. Daou vreur ar paour keaz maouez a lammaz er gampr, hag a dreujaz Baro-Bleun gant o c’hlezeier.

Neb a ia buan da heul e benn
Gerz dre fazi da gaout anken.

Doph an ti-all.