Mont d’an endalc’had

Annaïk/a-bezh

Eus Wikimammenn
G. Fischbacher, 1880
Skrid a-bezh



KOVESION



Al leor-man ’m euz skrivet ’balamour oar ar be
Evid ar re varo ve skrivet in pace ;

Hag hen ’m euz skrivet c’hoaz, evel ar re doaniet
Gant koun d’ho flijadur enn amzer dremenet ;

Hep kounnar na gwad ru em liou ’m euz skivet c’hoaz,
Gand daero ha keun stard d’am iaouankiz, siouaz !

Nag hirvoudi na rann na goulenn nep true :
Dre ma ioul on gwallet, ha dre ioul vad Doue.

’Vel eur fubuen noz, devet he diou-eskel
Ouz ar golo rousin, a goue er fornigel,

Re dost am boa gwelet eur steredennig gaer
’Kreiz ar bruk, ’n aod Arvor, pa oann me c’hoaz er ger :

Lagad glâz, bleo melen evel zoul er parko,
Plac’h vrao oa Annaik ha rouanez ar vro ;

Dirag ho rouanez ’vel ra ar zujedi,
Me zo ’n em daoulinet evuruz dirag hi,


Ann hini ar c’hoanta hag ar muia karet,
Evit karantezuz , allaz ! na larann ket.

Klevet em euz penoz a virer da viken
Demeuz eunn dousik-koant ar c’hoanta c’hoarzaden,

Eur choarzaden lirzin lec’h ar walen eured,
Ar garante pa a kuit arog ar gened :

N’ouzonn pe on chomet henvel ouz Annaik
Gand he zello kaonvuz ha fezuz eunn tammik ;

’Vel ar pesked er mor ’bari ma c’halon eleiz
Eo chomet ann evor out-hi hag ouz ma Breiz.

Eur pec’hed marteze bea bet ken euruz
Ha vo ret d’in ober eur binijen poaniuz :

N’euz forz, gant ma breudeur kristen ’n ho fedenno
Ma goulennfout ’vid-on ar c’heun d’am fec’hejo ;

Ha Doue d’am miro : n’am euz glac’har ebed ;
Ha ma digorfe c’hoaz ar baradoz kollet,

Evel ar gwisien gwir evid ho rouanez
Vijenn c’hoaz daoulinet dirag Annaik kez.


————

ANNAIK



Pa oann e ker ar Roc’h,
Iaouank ha leun a loc’h,
E ker ar Roc’h,

Anaenn diou verc’h gaer
Unan ’vel ar roz-aer,
Diou verc’hik kaer,

Ann hini iaouanka
Koantoc’h ’vid ar c’hoanta
Ar iaouanka

Naik, eunn heiez flour
Er c’hoajo, traou ann dour
Eunn heiez flour.

Etre ar verc’hed kez,
Pa c’he ho mamm emez,
D’ar verc’hed kez.

Me lenne eul levr brao
Etre ann eligo
Eul levrig brao :


— Danve mab ar Roue
Hag he goantiz ive,
Mab kaer ’r Roue

Muntret er garrek korn,
Int kousket dorn ha dorn
Er garrek korn . —

Hag a oelemp neuze ;
Annaik marteze,
Hi na oele ;

Sonj am euz a savaz,
Ha d’ann nec’h a bignaz
Kerkent savaz :

Ar glujar nij d’ar c’hoat
Pa ve gwallet ervad,
A guz er c’hoat,

Lec’h dont tu ’r chaseer
Evit mervel e-berr
Tu’r chaseer.

Er Roc’h, pa oann iaouank
C’hoarzenn ha goelenn stank
Pa oann iaouank.


————

STEREDEN AR C’HOZ-GEODET



Pa sav ann noz tewal
Oar ar mor o iouc’hal,
Arog ma strak ar groz
A gan ann estik noz.

Diwall da vag ha da rouejo
Ouz hent awel gwe ann Anko,
Pesketer koz, rag eo kuzet
Kuzet stereden Koz-Geodet.

Me glev, pa sav ann noz
Pa sav euz tu Bro-Saoz,
Klemm eul lestr o veui :
Pedet holl, Breizidi.

Diwall da vag ha da rouejo....

Noz dall. Ouz treid ar groaz
Sell, pa lamm ar mor braz,
Eur verc’h, eunn elig gwenn
Gwenn hag he bleo melen.


Kemer da rouejo ha da vag,
Pesketer laouen, ha distag :
Enn oabl splann breman eo savet
Stereden goant ar C’hoz-Geodet.


————

PARDON SANT-TREVEUR


I



Ran-tan-plan, ran-tan-plan. — Tud vad
Adalek ar Roc’h bete Prat,

Euz a beurz ann otrone veur,
Disul’man pardon Sant-Treveur ;

C’hoari e pep doare ’vo gret
Nemet gourenno n’a vo ket,

Er bla-man n’a vo gourenno,
Ze lak lac’hadek ’barz ar vro. —

Evelse ann tabouliner
’Embanne e Roc’h d’ar gwener ;

Hag o vousc’hoarzin er marc’had
Ar meziad a re sarr-lagad.

Ar zul warlerc’h heol splann velkent
Ha tud hag heol eleiz ann hent ;


Dre ar prajo oar ar c’hlazen
Merc’hed, potred hag arserien ;

Ha c’hoari-vaz dre ar prajo,
M’hen lavar, nemet gourenno ;

Ha d’ar jabadao gand ar foultr
Deuent endro evel ar poultr :

Ken ’oa mezo al lamperien,
Ar biniou pe he berc’hen.

Euz a Sant-Treveur daou a daou
Distroent gand bleunio ar gaou :

Bleunio han ouz ho zavancher
Hag eun ho c’halon ar gevier ;

Berroc’h ’vid ar bleunio, potred,
’Bado karante ar merc’hed.


II


Potr ar gward goulenne eberr
Tost d’ann Ti-Poaz digand eur c’houer :

— Ar maout-se pelec’h fell d’id kas
Ouz he gernio ru-gwenn-ha-glaz. —


Evid eunn eured vo ret kaout
Da bred warc’hoaz eur gaer a vaout. —

— Da loenik n’a ket d’ann eured,
Da leur ’r pardon na larann ket. —

Da leur ’r pardon au marteze
Ha mar herez dont oeli ze. —

O tifourka da Sant-Treveur
Eunn dinel oa endro d’al leur.

Ha pevar dantad tan ouspen
’Pevar du d’ar gourennerien.

Hou-hou, eme ar c’houer oar ged
Hou-hou evel ar Chouanted :

Ha pa digorjont ann dinel
Oar benn potr ar gward eunn ninsel ;

Epad ar c’hanno ann den kez
Uz d’ar gistr oar he goaze rez

Na klevet a re na gwelet,
Stoub enn he skouarn ha mouchet.

Klevet na gwelet na finval,
Hualet ’vel eunn aneval ;


Ann de warlerc’h emez pa eaz
Toull he dor he wreg hen kavaz.

Difenn gourenno d’ar Vreiziz,
Difenn d’ar person he iliz.

Pa oe c’hoarvezet ann dra-man.
Oann e Treger o studian.

O studian oann er golach
’Vid ober ma belegiach ;

Eunn den santel vijenn me bet,
Hag eur plac’hik ’n deuz ma dalc’het.


————

D’AR BARZED EUZ AR CHREIZ-DE


I



Uz d’ar vro ’vel eur vogeden
Ar goanv didruez a dremen.

Enn oabl hudur heolik Doue
Oar Dreger na baro fete ;

Eul licher wenn oar ann douar,
Erc’h ha skorn, ha kaon ha glac’har

Hag ann awel oar Mene-Bre
Bemnoz a iud ’vel ar frize,

’Vel env ann Anko ’pad ann noz
Ann awel oar ar mene koz.

Neuze sav euz ann douar pri
Ann dud varo emez ho zi :

Peded, tud vad a Vreiz-Izel,
Eberr pa glevfed ann awel.


Aboe blavez ar vosen veur,
Eur goanv ken kaled, kenvreudeur :

N’eo ken ar c’hlozard ’kreiz ar c’hoat.
Nag ann aered o c’houibanad ;

Na glever nemed ar mor braz
A lamm hag a grosvol, siouaz !

— Kichen ann aod d’ann hanter-noz
Petra, gregik, oud o c’hortoz ?

Ma goaz a dai ouz sked al loar
Hag he vugale, ’maint pevar ;

Aboe ann abarde ’m euz doan,
Oar ar garrek iouc’h ar morvran

Klemmuz, vel ar c’hlaz enn draouien,
Klemmuz ar c’houmm oar dro — Loaven. —

Ann de warlerc’h pevar arched
Da gad ar Porz-Gwenn oant douget,

Douget euz ann enezen-erc’h,
Eur vaouez mantret oar ho lerc’h :


Pa oa ann anter-noz o son,
Oant bet beuet ’kreiz ar mor don.


II


Eur vro, zo bet laret d’in-me,
Eur vro zo e tu ar c’hreiz-de,

Lec’h ann dud a zo evuruz,
Rag ann amzer vad zo paduz ;

Ar vro-ze ive ’ribl ann dour,
Ar mor-ze bepred glaz ha flour,

Glasoc’h ’vit broz en abaden
Ha flourroc’h c’hoaz evid seien ;

Dre ann tonn ’nn ezen ra stadik
’Vel d’he ankene eur floc’hik ;

Ha pa c’houez ann ezen klouar,
Dreo a ruz ann houl d’ann douar,

Lec’h er gwe kamed ann delio
Na gwenvezont, nag ar bleunio ;

Ar bleunio bepred ’zo kempenn,
Hag eno ’diskuiz ar gwenen.


Eul liorz dre oll larfenn me,
Avalo aour, ha glaz ar gwe :

E neiz-ze ann evned zo drant,
Hag ar merc’hed ive zo koant,

Ken koant, ken koant, otro Doue,
Ken na gredfenn selled out he.

D’ho feunteun zantel r’hallfenn mond,
Lec’h d’ar pardon oll a deuont,

Ha neuze glevfenn ar barzed
O kano ho gwerzio brudet,

Laouen ’vel ar gwenneli nij,
Ha muioc’h ar mor-drouz na blij :

Ar baradoz larfenn eno,
Ma na vije keit euz ma bro.

— Potr-kar, oar ann tu all d’al lenn
Ha na welan eur verc’hig wenn ? —

Eur verc’h o kanna traou-ann-dour,
Gwenn he ze, ha bleo melen aour.

— Ha na glevan eur vouez ive
A lar kanaouen ann Ele ? —


Mouez ar plac’h iaouank a glevez
A lar kanaouen-ar Werc’hez ;

Kollet aman euz a bell bro
D’he bro ien a lar kenavo,

Hag a c’houl pe brema mervel
Pe gwelet eur wech Breiz-Izel. —

Deuz eta, merc’hik, ’n da vro ien
E bro ann derv, tost d’ar Porz-Gwenn.


————

AR BEORIEN


I



O tond euz a Sant-Ervoan
Kent distrei da Vezou-Bran
O tond euz ar pardon,

Oa eur paour koz ’vel toso
Azeet oar he voto
E korn eur park melchon ;

Ha gand ar paour hez dall-ze
Eur plac’h he dorn astenne
Eur plac’hig unnek bla :

— Ma n’eo hoc’h ine re ien
Tud vad rafed aluzen
D’ar re n’ho deuz netra,

D’ar re n’ho deuz er bed-man
Na bara na ti breman
Na gwele ’pad ann noz.


Da verc’h ar besketerien
Lonkaz eur c’houmm e Porz-Gwenn,
D’ar verc’h ha d’he zad-koz. —

’Vel eur c’hloc’h mouez ar plac’hik
Ar gened oar he chodik
Ann naon enn he c’halon.

’R bla war-lerc’h e Sant-Ervoan
Ar paour dall oa he-unan
E korn ar park melchon.

— Ho merc’h-vihan, ma den hez
Evit bean leanez
D’ar skol hoc’h euz kazet. —

Leanez e ti Doue,
Ar sentezed, ann ele,
Hi zo bet kemeret.

Doue n’a losk da vervel
Ann evnijo hep skoazel,
D’he vreur, ra ar c’hristen.

Perag ann Anko krignet
Ar bod glaz en euz troc’het,
Dero zec’h ’n he gichen ? —

Ha goelan ’re ann den kez.
Evid ar re iaouank rez
Euz ’r galon ann daero,


Ha goela neuze zo mad ;
Med daero ’r re goz zo gwad
Oar ar re hen tenno.


II


Et eo merc’h ar pesketer
Iaouank ’vel eunn el ha kaer,
Et eo d’ar baradoz ;

Wechigo dai ac’hane
Kaer ha iaouank ’n eunn huvre
Da welet he zad-koz.

Evurusoc’h ar plac’hik,
Elec’h bean pinvidik,
Et d’ann env ha bugel,

Hep keun d’ar bed oar he lerc’h,
Gwenn hec’h ine evel erc’h,
Gwenn-kan he diou-eskel.

Hep mado gand he gened
Kiriek da var a bec’hed,
’Vel freuz n’emaint a vern.

Ar baourez zo da Doue,
Ha zeien mar deu he ze
Digwe gand ann ifern.


Marteze ’vel al luc’hed
Ann tan a dize kroget,
Kroget na mouget han.

Gwell eo, ’ta pesketer koz,
Hec’h ine er baradoz,
He diou-eskel gwen-kan.


————

KANAOUEN EVID DIOU VOUEZ



Gwestad, ke gwestad, ma lestrik,
Gand ar mor oar du Annaïk
Annaïk.

Eur vag welann hag he gwern gwenn,
M’hano glewann ’n eur kanaouen
Kanaouen.

Oar he c’hoaze ar verc’hik kez
Gwalc’hi he zreid ’r ’traon ann trez
’Traon ann trez.

Gweli ve d’hennez boeta pesked
Eged pesketa ar merc’hed
Ar merc’hed.

Tarnijet eo evel eunn el,
He broz evel eur c’hammigel
Kammigel.

Laked evez oar ho homzo :
Dre ’nn aod don skiltr eo ann ekleo
Ann ekleo.


Braovo d’in chom ouz he c’harrek,
Braoc’h mar deu hi ’n em beteg
’N em beteg.

Gall ra hirvoudi oar he ven,
Lec’h na vin tapet birviken
Birviken.

Laked evez ouz ho homzo :
Dre ’n aod don skiltr eo ann ekleo
Ann ekleo.


————

ANN DISPARTI



Ann Otro Doue r’en deo true
Deuz eur pec’her paour ; — Otro Doue !

Euz ann oabl splann ’goueo ar stered
’Vel ma c’halon zo bet distaget :

Rag evid ar wechik diveza
Am euz gwelet ann hini gaera

Ann hini gaera barz ar bed-man,
Na welinn ken ann hini garann ;

Evel eur men-be ha iennoc’h oe
Pad’ruille ’nn daero kreiz ma ine.

Ha na c’houlenned gan-in, tud vad,
Na c’houlenned pebez kalonad :

Hi ann holl gened digant Doue
’Deuz bet, me nemed ar garante.

Kaled ann disparti, kenavo !
Rag ann den milliget a endro


Al louarn tennet dre skuil he wad,
Ha me vin heuliet gant ma huanad.

Kichen ar vered oann o tremen,
Klemm ar c’hleier o vransall glevenn :

Bugale, d’am c’herent kez larfed
Tenna ma skabel euz ann oaled ;

E toull ho dor eur bod ivin glaz
Evid ann hini a kuit, siouaz !

Ha benn eur pennad al licher wenn.
D’am holl c’henvreudeur rafed zoken,

Rafed ma c’himiad ’vel d’am c’herent,
Bugale o c’hoari oar ann hent.

Pell vinn emez ; pa vinn da distro,
Bihan ha braz, hag hi vo’maro.


————

LIZER EVID HE C’HOAR



Pell on breman ha pell da viken ;
Na te, Janik koant, n’em gweli ken.
’Vel ma c’hoar az poa ma c’harante,
Me da hini em boa marteze.
Janik oa mad evid-on gwechall :
Ha pedi rai ’vid-on ’n eur vro all.

Ma komzann me demeuz Annaïk,
Ouz-on d’ez-hi na gomzi, Janik :
Ze ve goul gand eur verc’h digalon
Eunn dra galet nemed evid-on.

Milliget ann teodo binimuz
Ma lousajont gand eur vrud euzuz !
Na potrik fall na diaoul na oann :
Eunn elik garenn euz ar bed-man.
’Vid karante hi n’en doa, siouaz,
Pa ’n deuz ma losket oar ann hent braz
Oar eunn hent hirroc’h ’vid ann douar :
Rag ouspen bado c’hoaz ma glac’har.


Tost omp d’ann han-goanv ; hag ann delio
Gwenvet a distag euz ar bodo,
Ha gand ann awel vefont berniet :
Evel ann delio me ’vo gwenvet.
’Ti ar re all prim’ deuer da goz,
Primmoc’h ’vid na goue er goanv ann noz.
Pa bar ann heol ’digor ar bleunio,
Ha ma heolik zo kuzet em bro.
Ha pa divar ar gwe ann awel,
Ouz ’nn awel ar maner hep skoazel.

Plijout re d’in sellet o tiskenn
Ann heol skeduz ekreiz eur goabren,
’Kreiz ar goabrenno karget a c’hlao,
Evel ouz eur palez gwelio brao
Vefent difram met ’vit ma welfer ;
’Dreg ar c’hoummoul a zo eur sklerder.
Ken larfenn ar baradoz digor
Pa digor ar c’hoummoulen he dor.
Bepred garann sellet o tiskenn
Ann heol skeduz ekreiz ar goabren.

Ha da huvre, Janig, eunn devez
Na gredez ket ouz-in-me kovez,
Hag enn abaden ’nn den iaouank-se
Dalc’het sonj ont-han ’barz da ine :
Karantezuz m’eo da blaneden,
D’ar garante keun na ve biken.


C’hoarvezout a ra wecho, merc’hed,
D’ann hini he galon ’n euz gwestlet,
Evel ar gwenen d’ar laeron mel
Losket ho flemmik renkont mervel,
Wecho ac’hane a ve gwasket ;
Evid iac’hat biken na refed ;
Ha dre-ze, Janig he c’hoar, pedi
Evid ar paourik ken na weli.


————

EUR SELL DIWAR-LERC’H



Ti ma zad na oa ket pell waz
Euz ann aod don, lec’h garfenn c’hoaz
Klevet o c’hourdrouz ar mor braz.

Ha kichen ann aod ar c’hoajo,
Ed du ha melchon er parko,
Oar kleun ar parko avalo.

Du-hont er geridour huel
D’abarde eur c’hloc’hik santel
’Vid ann anaon a vransell.

D’ar sul goude ann ofern bred
Ann dall oar bazen ar vered
Gane ar werz neve savet.

Gand Annaik hag he c’hoar all
Oar ann dosen sellemp gwechall
Bugale c’hoari mouchik-dall.

Ha da c’houlou-de ouz ar ster
Klevemp o nijal dibreder :
— Per, Per, digor d’ann alc’houeder.


Tro ’pad on bet e ti ma zad,
Ken evuruz oann hag er c’hoad
Ar voualc’h’ c’houitelle divezad.

C’hoaz ’m euz klevet ann estik han
O lenva bemnoz : me na ran
Nemet lenva ive breman.

Tommoc’h ma gwad : meuz peuc’h ebed :
Evel enn eur vro milliget
On me o leski hep sec’hed.

E Ger-Vraz zo trouz ann ifern ;
Aman eo da welet a vern
Tud nec’het o redek ’vel lern.

Hag ar plac’hed enn ho zello
Glaou tan : sant Ervoan r’am miro !
Kunnoc’h a zell merc’hed ma bro.

Ar barzed emaint daou pe dri ;
Evid ar re all n’ouzont hi
Nemet gevier ha lousoni ;

Neuze ho sonio gwastader
Kasinn eur wech d’am barzed ker,
Milin, Luzel ha Kermarker.

Gwel ann Oll-Sent a zo arc’hoaz,
Ar c’hleier ’deu endro : allaz !
Me gav ar c’hleier ’vel ar c’hlaz.


DIWAR-BENN EUR C’HI



Harz’ta, ki mad, ouz al laeron
Hag ar c’hanfarded difeson
Nemed oar-n-on-me eur wech all.
Rag n’on na kanfard na laer fall.

Oar gab he revr e toull ann or
Eur penn euzuz, he geol digor,
Euz treuzo ann or na finve
Na da harzal na baoueze ;

Hag hen harze ’vel gand ar broc’h,
Hag he vouez skiltruz ’vel eur c’hloc’h :
Heb aoun, me lar dec’h, tudo gez,
N’ho pize tremenet ’n he rez.

Ken eunn devez sonjiz gan-in
Oa ’vit lammout gant ma ilin :
N’on ket spontegik, me Breizad,
Mez ann de-se ienaz ma gwad ;

Gand eur Sant bennak n’ c’houzonn ket
He skoazel pe ’m euz goulennet,
Ma El mad deuaz marteze,
Med eunn itron gaer weliz me.


Hag al loen, eunn tamm mad a gi,
Ma pefe gwelet dre ann ti
Kein al loen-ze ’n em displega
’Vel glevaz he froz o ruza ;

Skoulmet he lost evel eunn aer,
Hag astennet he gorf pounner :
Gwechall pa dapenn eul laz mad
Evelse kerzenn’ tu ma zad ;

Glac’haret mui ’vid eur bugel
Goude ober fall hag a oel,
Oa ledet ouz treid ann itron,
Ken a strake ma holl galon.

Ann itron a re d’ar c’hi braz
Allazik gand he dornik noaz :
Ma c’hann da gi ’vit m’ fec’hejo
D’ann ti-man Doue r’am kaso.

Padok, em’ ez-hi, d’al laeron
Ha d’ar c’haufardet difeson,
Nemed d’he-man, harz eur wechall.
N’euz doare kanfard na laer fall.


————

D’EUR C’HENVREUR


I



Kelo, Breiziz kez, euz a bell bro
Euz ar brezel am euz bed kelo

Ar gwasa brezel hoc’h euz klevet
Aboe ar Saozon, ’ti ann Turked ;

Ha war-benn ann emgann divezan
Kalz na oelont ha dlefont goelan.

Diskaret ann dud dre ann hent ru,
’Vel ra ar meder ’n eur park ed du ;

Ha tud a c’hleve, troc’het ho gouk,
Ho stripo ’mez, kousket oar ho chouk ;

Hag ar chas a vandenn, kant a kant,
krignat penno hep badiant :

Pa dremener aboe ’nn emgann vraz
Evel er vered rer sin ar groaz.


Toullerien, eur be, gred eur be don,
Toled eno ann dud digalon ;

D’ann holl vrezelourien toulled c’hoaz
Nemed d’ar re ho gweled, siouaz !

Kollet ho gweled, ar beorien gez,
Ha ter c’hoarig emaint ’n ho evez.


II


Chetu eur zoudard oar he wele
Eunn dallig evelhen a glemme :

— Dirag ar maro na spontann ket,
Lec’h na c’hortoer n’euz spont ebed ;

Ha n’am bo keun ’bed ouz ma bue,
Pa n’a zo den en eo keun d’in-me.

D’ann dud doaniet a deu divalo,
Divalo d’in-me deu ann Anko,

Evel oar eul leur ar gourenner
’Zo ar c’hrea’ gemer he amzer.

Gweled ar gistinen re daro,
Euz ar ween eberr hi goueo


Hag’ vo dastumet oar ar ieoten,
Me ’vo moustret gant ’nn dremenerien.

Na keun kennebeut d’am gweled vad,
Pa na zistroinn da di ma zad

Lec’h garenn selled heolik Doue,
Pa na oa kuzet ma heolik-me.

Keun ebed. Med eur belek santel
Hogen c’houlann me arog mervel,

’Vid na dremeninn ket ’vel eur c’hi :
Ha gand Doue inn, pa n’inn gant-hi. —

Ken enkrezet zoudard a Vro-C’hall
Ken a freuze kalon ar re all.

Na deuaz ket eunn tad kovesour,
Me na larann ket eur verc’hik flour ;

Kovezour n’euz ket troadik ken skanv ;
Hag eunn ezen vad oar ann dud klanv,

Pa deuaz eno ann dimezel
Hag hi liou erc’h gwenn oar be eunn el

Pe ’vel ar bleunio enn eur vro ien
Lec’h ann awel goanv ’c’houez da viken.


D’he diou c’hoar enn eur skuilla daero
A lare eunn neubeut a gomzo :

— O klevet he-man am euz true
True ha glac’har ’leiz ma ine,

O klevet he-man o kimiadi,
Rag euz Bro-C’hall ’m euz sonj, em-ez’hi.

Daero skuille ’vel eur Vadelen ;
Ar iaouanka komzaz evelhen :

Divezad, ma c’hoar, eo haout true,
Ar glac’har pa ve houet enn ine.

Eunn de diwiski da iaouankiz
’Vel da vroz kaera e neve giz

D’ann abarde, goude ar gouelio.
Glaz int bet, ’rog gwenva, ann delio ;

Pa goueont, euz ar c’hoad ’deu ann holl :
Ha pa c’hai da iaouankiz da goll,

D’id ann dud iaouank na kounfont ken.
Neuze, ma c’harik, ar binijen. —

Ar verc’h iaouanka gomzaz ’velse,
Hag he mouezik lenn a garante.


III


Petra rez oar ann doen mein glaz,
Aze, ma c’houlm, ha n’eo ket de c’hoaz ;

Euz da gerc’hen eul lizer dougez.
Euz pelec’h ’ta, ma beacherez ?

Brema-zonn e korn ann oaled pri
Oa sioul eur gefniden o steui :

Hirie, me chans, dai eur c’helo fall,
Ar c’helo-man euz ma c’henvreur dall.

Ma c’houlmik, kemer da nij huel
’Dreuz ann heol, n’eo ket da Vreiz-Izel ;

D’am c’henvro kas ar son ’m euz savet
’Vit-han e Pariz, ar ger vrudet,

E Pariz, ken pell euz Koad-ann-Noz
Hag euz ’nn ifern zo d’ar baradoz.

Ke lec’h ’vel kelien e leaz troet
A varvann dud, med int frealzet.

Ha d’ann distro, eunn de mar kerez
’Tu ar c’huz-heol niji, goulmik kez.


————

AR BLAVEZ TRIOUAC’H HA TRI-UGENT


I



Petra zo newez er ger-man ?
Rag ann oll o redek welann,

Ann oll enn ho c’haera gwisket :
Petra zo newez arruet ?

Tud vad, ha c’hui ed d’eur pardon ;
Na glewann ar c’hleier o son ;

Sioul ar c’hleier ’n ilizo,
Med straka’ ra ar c’hanolo.

Eur marc’had braz a zo du-hont
Lec’h a weler ann dud o vond,

Hag euz a bevar gorn ar bed
Marc’hadourez a zo kaset ;

Foar gaera Treger n’euz ket brud
’Vel homan, na kement a dud.


Ouz ribl ar ster ma unan penn
Ann dremeniri vraz zellenn

Euz a beb bro hag en peb giz :
Daoust ha me na welin Breiziz.

Eunn denig mad c’houlaz ganin :
— Ar stred-man ha me gemerin ?

— Na c’houzonn ar stred gemerfed :
Ann oll stredo am euz kollet,

’Boe na c’houzonn hini ma bro. —
Ann denig mad zo ed endro.

Tremened hoc’h hent, tudo gez,
’Vel ma na vijenn enn ho touez.


II


Petra newez enn Breiz-Izel :
Aboe n’on me bet zo ken pell.

N’eo ket tri bla ti ar re all,
Tri bla divroet e Bro-C’hall ;

Tri c’hant blavez ma ine paour
Ra pinijen er purgatour,


Ha pa baouezo ma foanio
Vo gwall diwad ’vid ann distro,

Gwall diwad. Re ma amzer me
’Vo ed gand ann otro Doue :

Ann Anho deo gred he damoez,
Ha peb-unan dastumet rez.

Er vered oar ma daoulin noaz,
Pa vinn gwelet ouz troad ar groaz,

— Eur milliget, — larfont neuze,
Pe — eunn divroet — marteze ;

Den n’en deo sonj, na den ebed
N’laro — ann hini dilezet.


————

KAR ANN ANKO


I



Gwelet hoc’h euz enn devalijen
’Barz ann noz teval eur sklerijen ?

Al luc’hed didrouz en noz teval
’Zo eunn ine kez o klask eunn all.

Klevet hoc’h euz goude anter-noz,
Pa n’ ganer nemed er baradoz ;

Goude anter-noz klewet hoc’h euz,
Nemed enn ifern pa na ve keuz,

Evel eunn diskan klevet gwechall
Eur vouezik truezuz en noz dall ?

Eur vouez-noz o c’houl true, kristen,
Zo kloc’h-gelv eunn ine o tremen.

Evelse eur wech, na larann gaou,
Huel ann dosen, ar ster e traou,


Uz d’ar puns oar ma c’hoaze eno
Me gleviz e traou kar ann Anko :

Ter dro dre ann draouien, ha goude
Diskargaz ar c’har ’traou ar mene,

E traou ar mene pa diskargaz.
Chetu eunn ninsel oar ar ster-braz.

Piou en euz kemeret ma dorn-me
Hag en euz ma zennet ac’hane ?

Sonet kloc’h-gelv, gret ar lizer-man,
Oar dorik ma c’hampr ’m euz skrivet han.


II


Benn eur berr amzer pa vinn maro,
Ra vin kaset da vered ma bro.

Eiz ’deuz sonj euz ma bugalerez
’Vo dougerien, hep gwall chacherez :

Rag n’eo pounner ma c’horf dizec’het
Nag eul loden gaer ’vid ar prenved,


Ma chorf dizec’het, ’vel eur foen
Er c’hrec’h meinek pell euz ann aven.

Ha ’kreiz ar vered me a garfe
Kichen ar groaz ve toullet ma be ;

Ha oar ma c’hroazik hano e-bed
Na bleunio, eur barr ivin broudfed :

’Pad a chomo glaz ann ivin-ze,
Peded, tudo, evit ma ine.

Gant n’a pedo oar ma be grage,
N’euz lenvet hini oar ma bue :

Hep gout d’in m’ vize ouz-on glac’har,
Re geuziek vizenn dindan ’nn douar,

Ben eur berr amzer me a gousko
Kichen ar groaz e bered ma bro ;

Uz d’ann iliz goz oar ar c’hloc’h krenn
A sko peb mare d’ar gristenien ;

Oar ar c’hloc’h pa goueo ar morzol,
Boumbel ma c’halon na finvo tol ;

War-dro anter-noz ma sav ar groz,
Glevfed iouc’ha war-dro anter-noz :

— Nemed d’am mamm, malloz oar beb greg !
Ha oar beb merc’h n’a zo kalouek ! —


DIOUGAN



Eur wech d’am dostik d’eur maner
Oa o tremen eur baleer ;

Ar baleer oa o tremen
He diar out-han skourmjont kren,

O klevet trompillo o son
Er maner dreg eul liorz don.

Eur gwel bennag a zo aman,
Ankouaet ar gleut da brennan,

Ar gleut dibrennet oar he hed
Evel d’unan c’hoaz gortoet.

Ar pirc’hirin da vond eno,
Ann abarde deut enn hincho :

Briz-de ha glaz ar wenojen,
Hag eunn itron enn du a-benn,

Hag er penn all ann nozvez vad,
Trompillo lirzin ouz tostat ;


Klevet ann abaden a reer,
Dre ’r prenecho den n’a weler.

Bepred e ann itron arok
Beteg ann nor lec’h dalc’haz krog ;

Hag eur c’hloc’hik sonaz neuze
Evel re evit peb mare :

Kerkent achu ann ebato,
Nemed enn env n’a oe golo ;

Hag ar c’hloc’h naou gweck vorzolaz
’Vel evid eur plac’hik, siouaz !

’Vel evid eur plac’h o tremen.
Ann itron enn du n’ welaz ken.

Med aboe evel diagent
’Man ar pirc’hirin oar ann hent.


————

LIZER EUZ AR GER


Pa oann klanv fall oar me gwele,
Hep gouzout d’am zud, skrivjont se :

— Da dad ha ni omp enn iec’hed,
Bennoz Doue, mabik karet ;

Netra a neve ’barz ar vro,
Nemed Annaik zo maro. —


————

MA C’HALON A VREIZAD ZO LEUN A VELKONI


I



Pa oa oar ar vass-kaon, he daoulagad sarret,
’Veleur gantolik koar ve oar-n-ez hi c’houeet,
Pa oa oar ar vass-kaon kousket,

Sarret he daoulagad, kempennet ha lirzin,
Da vond d’ar baradoz hec’h ine o c’hoarzin,
Sarret he daoulagad ouz-in,

Ma vijenn daoulinet dirag he c’horf maro
Lec’h dour ’m bize karget ar pinsin gant daero
Ma vijenn daoulinet eno.

— Pa oe paouezet mik he c’halon da drida,
’Vel eur fustl ’barz ann est torret dre nerz dorna,
Morzol he c’halon da vralla,


Lar d’in, belek ar Roc’h, savet ann eonen
D’he muzello digor, hag en lammaz war-benn
Lar d’in, me rai he finijen,

Ma hano pe gant keun pe gant fae marteze
’N he feden diveza, distaget hec’h ine,
Ma hano-me gant keun pe fae.

— Klevet ac’h euz, maouez, ’pad nozvez ar c’hanvo
Huanadi ar c’horf paour goude ar pedenno,
Klevet ac’h euz he c’houlenno ;

’Vel eur gourgammik tan neuze ann ine kez
Gwelet ac’h euz o klask dre ann ti he farez,
’Vel eur gourgammik tan, maouez.

— Chomet hec’h unanik ’barz ann arched en raz
Oll dud ar c’haon pa oant dastumet en hent braz
Chomet hec’h unanik, siouaz !

Eur garlantez spern-gwenn en he gwele gant-hi
Kleuier, ec’h euz koachet dindan pemp troatad pri
Eur garlantez spern ha lili.

Ha pa zarrjoud ann nor d’ann abarde, kleuier,
Oar he be eur verc’h treut, treut, pe eunn elik
Pa zarrjoud ar vered eberr ?


— Otro Doue ann env, c’houi hoc’h euz ma c’hrouet,
Ha me zo er bed-man eur paourik divroet :
Ra vezo Doue binnijet !

Ann hincho daou a daou a zo berroc’h aman,
Ma farezik kollet on ma unan breman
Enn hent hirroc’h evid unan ;

Kant bla ’n dize bevet hep gouli ’n he c’halon,
Ha me war-benn-kant bla ma gouli vo ken don :
Hi zo et gand Doue hep-on.

Ha me, ’vel eur c’hi klanv tolet ’kreiz ann aven
Pe ’vel eur boud dero troc’het oar ann dachen,
Perag on aman o tremen ?


II


Ann heol oa o kuza, hag ann oabl liv ar gwad
Pe ’vel eur forn tanet gand oll skourro eur c’hoad
Ann heol oa o kuza diwad :

Ma kuzfe da vikenn heol ann otro Doue
Ha ma vize hirie ’nn diveza abarde,
Ma kuzfe da vikeunn, ha me !

Ha me euz toull ma dor sonjenn em bro ken pell,
Pa weliz o tiskenn digor he ziou-eskel,
Euz toull ma dor weliz huel


Eunn er dreist ar goabren, klasket he hent gant-han
O tiskenn d’ann douar seul dostoc’h seul vihan,
Er pe sparfel pe laouenan ;

Digor he ziou-eskel evel ar brini-mor,
Ann env uz d’ann douar oar nij euz toull ma dor
Dalc’he he ziou-eskel digor ;

En he benn melen aour daoulagad eur verc’hik
He zremm oar ann tu klei hag he zell ken koantik,
En he benn daoulagad Naik :

Evnig ann anaon na loskaz neb klemvan
Tad lariz requiem ’vid ann hini geuziann,
Evnig ann anaon na gan.

Requiem æternam : hag hen d’ann nec’h dudi.
— Gortoz, eur beden c’hoaz garfen da deraoui :
Requiem æternam ’vit-hi.

Al laouenan oar gresk dreist ar c’hoummoul eberr
Oar sin glask he hent mad reaz eunn dro, diou pe der,
Al laouenan deut da voud er.

Evnig ann anaon bepred ’n eur huelat
’Barz ar c’huz-heol eaz kuit dirag ma daoulagad
Evn ann otro Doue m’oar vad.


Hag eur c’harm ken klemmuz, pa goueaz ann noz-ze,
N’ouzonn pe euz ann env pe euz kreiz ma ine,
Ar c’harm glewann bemnoz aboe.


————

NOLUIT CONSOLARI



Ha c’houi ho po fe n’ouzonn ket
Enn trao burzuduz c’hoarvezet

C’hoarvezet kichen ker ar Roc’h :
Selaoued, mar pedfed muioc’h.

Pa gresk ar mor d’ann abarde,
Deu sioul ann aod ’vel eur be ;

E Koad-al-Louarn ann awel
Zo tawet ’barz ar gwe huel,

Nemed ar mordrouz a glever
Hag ann Angelus ’n iliz ker. —

Chaseer, petra oud oar ged
Divezad e korn ar park ed.

— Gortoz, etre ann atrejo
Ar c’hadik wenn a ra he zro ;

Rag emez deu euz ar vengleuz
Zo dilezet ’boe ann hent kleuz,


Dindan ann douar zo kavet
Dre dindan beteg ar vered. —

Pioun ! Paoun ! — Hen loskaz he zaou denn.
Redek ’re bepred ar c’had wenn ;

Hag hi da grapa e-treze
Eunn den enn du oar he goaze

Uz d’ar vengleuz oar ar ieot glaz,
Eunn den marteze en kaon vraz.

Ken souezuz oa klevet penoz
E Koad-al-Louarn da serr-noz,

Pa goueaz serr-noz oar ar c’hoad,
D’ann denik du komze ar c’had,

Enn eur iez flour ha goulouet :
Nemed ann ineo doaniet

Ann ineo paour ha Doue
Etre int goufent ar iez-ze.

Spontet ann holl, na gredent ken.
Tremen eno na grede den

Eur wech vije klevet ar c’hlaz
Hag ann Angelus ’n iliz vraz.


Ken digwezaz ann otro Maer,
Ha gant-han arserien ar ger :

— M’oc’h eur gwaller p’eur spered fall,
Tec’hed, ma faotr, ’n eur barouz all,

Eur gwaller pe eur spered klanv,
Mad ve d’ac’h c’hoari troadik skanv. —

Laouen ha ma’ oa ar Roc’hiz,
Na larann ket ar Beuridiz.

’Dren bered ar Roc’h, enn hent glaz,
E parouz Peurit, spouron gwaz :

Pa sav ann noz, ann den en kaon
A da welet ann anaon ;

Breouet, hep laret gir ouz den,
He zello mantret enn he benn

Eman bemnoz dre ann hent don.
Ken deuaz ann otro Person,

Evit kas ann diaoulo ekuit,
Deuaz ’nn otro Person Peurit :


— Enn han Doue, ma oud kristen,
Ke lec’h all d’ober pinijen ;

Gand ann ifern ma oud leuret,
Diwal ’rog ann dour binniget. —

Ann den enn du dre ann hent don
Zo et oar du ann anaon ;

Gant he zaero ’vel diou goueren
En doa holl glebiet ar ieoten.

Aboe n’hen gweler ken er vro,
Nag ine he goantiz varo.


————

ANN AMZER DA DONT



Me na rann van hag hen vo braz,
Na rann van hag hen vo bihan,
Oar ann dol ouz ar bara poaz
Bihan pe vraz me na rann van.

Da guz-heol pe da darz-ann-de,
Ann awel iud adren d’am zi,
Gant peb amzer, e peb mare,
Laouen me na vinn gwelet mui.

Ma klevann komz kichen ma dor.
Komz pe c’hoarzin pe gizio all,
Nemet pa ganer me’ digor
En evor ’m euz kanet gwechall.

Gwechall barz eur roantelez
Den joausoc’h n’ho pize kat ;
Breman eo mud ma c’halon gez
’Vel ronsed skuiz d’ho skourjetat.

Hogen n’on ket c’hoaz tost d’ar ger,
Ha dent eo ann noz tro-war-dro ;
Ar ger rai ’vid-on ar c’hleuier
N’e ket toullet c’hoaz ’barz ma bro.


Hag ar steredenno kuzet
Enn oabl ken du hag ann ifern,
Evel ar golo ve mouget
Goude bet laret ann ofern.

Aliez a gan em ine
Ekleo ann amzer dremenet,
Hag evel ar c’hlaz’ son goude,
Siouaz ! ann amzer da donet.

Wecho fell gan-in eunn huvre
’N euz ma heuliet bete Bro-Chall :
Enn huvre-ze ma kredfenn-me’
Ha mar padfe beteg ’r bed all !

Ar vue pe ve hir pe berr,
Du-hont afenn hep sonj ebed ;
’Ved ar pesketer dre eur ster
Hep gouzout a oar draou bepred.

Gant ma vo hi ouz ma gortoz
Ioul ma Doue ra vezo gret !
Benn vinn gant-hi er baradoz,
Pell vo ma spered ’m bo kollet.


————

ANN ANGELUS



Din, din, din.... ann Angelus :
Mouez ar c’hloc’hik zo klemmuz
D’ann Angelus.

Din, din, din.... n’e ked ar c’hloc’h
M’euz klevet bemnoz e Roc’h
N’e ken ma c’hloc’h.

Din, din, din.... enn Breiz-Izel
’Nn Angelus hag hen’ vransell
Em Breiz-Izel ?

Gwechall oa gwerz ann Ele
Enn iliz ganemp neuze
Gwerz ann Ele

Gwechall, ia, enn amzer goz,
Pa bedenn me deuz ann noz
Enn amzer goz.

Ma c’hoantik m’euz gortoet
Kichen ann dour binniget
M’euz gortoet,


Hag evid eur c’hoarzaden
Em c’have c’hoaz enn arbenn,
Eur c’hoarzaden :

Ke gwestad, oar da zeulio
’Vel eunn ine paour m’ielo
Oar da zeulio.

Evit-hi De profundis
An da laret ’n eunn iliz
De profundis.

Pejoulz glevinn din, din, din
Kloc’hig ar vro ’kana d’in
He zin, din, din.


————

GOUSPERO ANN ANAON


I



Eunn nozvez a viz gwengolo
Oa tan ha kurun enn envo,

Eur gwall amzer, ’vel ’m euz gwelet
Enn aod Penn-Marc’h hag e Geodet,

Ken grene log ar pesketer
Ha krene mui he wrek e ger.

’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun
Pa oann me krog em c’henta hun,

Eunn huvre deut euz Breiz-Izel
Diouganaz ma bro o vervel.

Ann Arvor dilezet a-gren
’Vel ar fo brein ’ribl ann aven.

Hostizez Bêar ’treuz he dor
A c’houlenne gand ar c’hoador


Gand ar c’hoadour a vond enn ker,
Glaou en he gar leun a zeier :

— Ma den mad, o redek ar vro,
Klevet ac’h euz piou zo maro ?

Karrikell ann Anko fennoz
Zo tremenet adren d’ar c’hloz.

— N’eo ket adren d’ar c’hloz, maouez,
Na ken-neubeut dre ann hent rez

Eo kar ann Anko tremenet,
Dre ann envo na larann ket ;

Dindan bolz ann envo fennoz
Oa trouz veur uz da Goad-ann-Noz :

Ann Anko krignet oar he gar
Zo et endro oar du Bêar.

Ha goude Bêar, dre ar vro
Ann Anko en deuz gret he dro.

Bransellet kloc’h ann anaon,
Ha ’kreiz peb iliz ar vaz-kaon,


Ar golo krog ouz peb aoter,
Heb belek, kolist na zoner.

Oar ar bed vo eur gwall diroll,
Marteze Breiz zo ’vont da goll. —

Evelse gomze ar c’hoadour
D’ann hostizez o kerc’hat dour.

A bevar gorn Arvor neuze
Oe oar zao ’n eur ober eul le,

Sonet ar varn ’vit Breiz-Izel,
Mont d’hec’h obido kent mervel,

’Oe oar zao ar re oa Breiziz
Evit mont da ve ar ger Is :

Pevar, ha barzet ho fevar,
Unan euz Leon, den klouar ;

Ann eil a Dreger, eur paotr sonn ;
Eunn all a Gerne, tomm ’vel tonn,

Hag eur paotr gwe euz a Wened :
Pevar, ar re all Galloued.

Eunn dra burzuduz a vije
Da welet ar pevar den-ze,


D’ho gwelet eno ho fevar,
D’an n anternoz, e skeud al loar,

Dirak puns Keris oar ann trez,
Kichen kerik Douarnenez :

Ar mor ’vid arched Breiz-Izel,
’Vit golo ar stered huel,

Hag evit belek oa Doue,
Ha kanerien ar barzed-se.

Neuze gand eur mordrouz bennak
Oe damgwelet o tond eur vag ;

Ha pa stokaz d’ann aod eno,
Euz ann tre-mor oa, eur C’himro.

Ha c’hoaz burzuduz kalz muioc’h
Da glevet o tinsa eur c’hloc’h,

Eur c’hloc’hig o tinsa ’n eunn tour
Enn tourio Keris ’kreiz ann dour.

Ha ’barz ar mor glebiet he zorn
Ha gret sin ar groaz, paotr ’nn Elorn

Krogaz ’n eur glemvan er giz koz,
Mud ar mor ha sioul ann noz :


— Aboe ann ele milliget
Euz ann env m’int bet diskaret,

Doue ’n euz tolet ho zelen
D’ann douar, ’vid hon c’hanerien

Hag hon zado koz evelse
Pa oe dalc’het ho bro out-he,

Dindan ar gwelio oar ar mor
Treuz ar mor o tont enn Arvor,

Ken klemmuz hag ann tonn ganent,
Ia, hameulent Doue velkent.

Emgann aliez ho doe bet
Ha mervel peb gwech m’ vize ret :

Arog mervel ’iouc’h ar bleizi,
Evel ann er hon barzed-ni.

En hon c’hozni ma omp gwasket,
Estiged Breiz na dawfont ket.

Euz ann dud vad na vo evor
Pa vo torret telen Arvor.

Ha piou ’veulo Doue aman
Pa vo et Breiz-Izel ac’han ? —


’Pad in exitu ar Vreiziz
A dinse ar c’hloc’h e Keris.

— Nan, ma breudeur, eme eunn dall,
N’eo ket Arvor et d’ar bed all ;

Ha mad ve laret ar gredo
Hor boe disket gant hon zado.

Doue da genta, Breiz goude,
Gant fe, fizianz ha karante ;

Ken gwir hag ann heol lugernuz,
Doue ha Breiz a zo paduz ;

Keitvo oar ann aod eunn dolmen,
Hag a divoano eunn dervenn,

Ann dero ’barz ar c’hoajo braz,
Ar bruk e lannek, hag ar groaz,

Keit vo eur groaz-hent enn he zao
Hag huel ar c’hleun er parko,

Keit draillo ar mor ann awel,
Biken na varvo Breiz-Izel. —

Ar re all lavaraz Amen.
Oar ar Mene-Hom o tremen,


Eur baleer o klevout se
Enn brezonek, na reaz van d’he.

Evid ann derved gwech, siouaz !
Kloc’hik Keris tinse ar c’hlaz,

A dinse ar c’hlaz diveza
’Vit Breiz oa daro de gouea ;

Hal al loar guzaz eur pennad,
Amzer fall savaz eur barad.

Gand ar c’houmm deue klemm ha trouz
’Vel ra eur c’hlanvour oar he blouz.

Gwasket ho c’halon d’ar re-man,
Miserere laraz unan,

Hen laraz eur Miserere
’Vid he vroig a dremene :

— Tud vad, mar plij, eur beden verr
Barz ann ti plouz hag er maner,

Peb tu d’ar vro, d’ann abarde
Lared ter gwech ar C’hirie

Eur C’hirie ’vid ar beorien
N’ho deuz na kerent na bro ken.


Sonjed enn-omp ’n ho pedenno :
Euz ’r malloz Doue ho pellao ;

Evit ma n’erruo gan-ec’h
Bea distolet a beb lec’h,

Na mont ha dont oar douaro
Lec’h ’vit beva n’ve ken ho tro ;

Eur beden d’ar re divroet
Evid d’ho tro ma n’ vefed ket.

Ni ’zo ’vel pemb a vugale
Oar lerc’h ho mamm oa et eunn de

Oar lerc’h ho mammik d’ar vered,
Hag int enn ho c’hanv keh mantret,

’N em doljont er be oar he lerc’h,
Goulouet ho c’houec’h ’n park ar c’herc’h.

D’imp-ni na vo na keun na kaon
Er bed fall-man zo ’vond d’ann traon

Oar bellad euz ar baradoz
Ha oar izelat ’vel ann noz.


Ra prim hon kemero Doue,
Re gwallet ha re skuiz ive.

He Miserere achuet,
Kirie ter gwech zo laret

N’eo duzet na korrigo noz
Weler evel d’ann amzer goz,

Ar c’horrigo enn abaden
O koroll endro d’eunn dolmen ;

Maj n’int korrigo na duzet,
Ineo paour na larann ket.

Euz a bleg ar mor savont oll,
N’eo ket ’vit c’hoari pe gorol

Deuont ’mez gand ho ninsel wenn
Enn ho eskern eur grenaden.

Ha neuze ann anaon kez
Sioul, sioulik, dre ann trez.

Endro d’ann dour ar re veuet,
Evel tud ar c’hanv d’ann arched

’Pa ganer in paradissum,
Deuz ann aod bete Mene-Hom ;


Ha dirag toull-be ar ger Is
Oe klemganet de profundis :

— Ann Arvor zo et da gousket,
Ac’hane na dihuno ket ;

Na dihuno ken hon mammik :
Lallazik, lalla, lallazik ;

Tewet ho korn-bout er mene,
Et eo hon mamm oar he gwele.

Ar re breman ho deo ho zi
Oar douaro ar Vreizidi

Gand enor m’ho dalc’hfont bepred,
Rag ann Arvor zo biniget ;

M’hen dalc’hfont evel kristenien
Enn hon bered vefont zoken.

Pa vi dre ann aod, baleer,
Ke gwestad, aman a gousker ;

Gwestad ’vel kichen eur gavel,
’Vit na dihuni Breiz-Izel

A zo bet tolet ’mez he zi
Ha beuet enn aod ’vel eur c’hi ;


Gwestad, ha selaou, baleer,
Ha marteze klevi eberr,

Pa vo ar morvran tawet mik
Ekreiz ar mordrouz eur zonik :

Klemm ann anaon vo honnez
Selaou son ann anaon kez. —

Ar pedenno peurlavaret,
Eunn alarc’h gwenn a zo laret

Oe gwelet, eunn alarc’h gwen-kan
A-uz d’ar mor o nijal skan,

Skanv ha seder ’vel eur goulmik
Hag hen ken lirzin he vouezik.

Ha diroget ann oabl abred
Gand eunn darz kurun hed-ha-hed,

Evit digemer eunn ine,
Ine ’nn Arvor ann alarc’h-se :

Eno c’hoarient sonio kaer
’Vel ogro iliz-veur Kemper.

— Lar d’in-me, pesketer, da biou
Al lestrig zo o vont d’ann traou.


— N’eo ket mare ar vordidi ;
Ar re-ze pemp kenvreur int hi

Laket ho mamm gant-he ’n he be
vont da glask bo be ive,

N’eo ket tre-mor oar ann douar :
Nep douar n’guzfe ho glac’har ;

Na stokfont enn douar ebed,
E puns ar mor don a vo ret.

Hag int’ vond e-biou, me oar vad,
O kana ar Magnificat ;

Ar zon-ze beteg hon rec’hel
Hag’ vo oar rec’hel Breiz-Izel.


II


Ha me ive oar hent ma bro ;
N’eo ket ’vit lod euz he mado,

Eur mabik ankouaet gant-hi
’Korn ann iliz ai da bedi.

Goude Pontreo a Plouzall,
Tremenet Peurit, oa noz dall :


N’in ket ’vel eul laer ’kreiz ann noz,
Aman azein oar-ar roz

Euz al lec’h weliz aliez
Tour hag iliz ha tiegez,

Tiegez ar ger ha bered :
’Vid ann noz-man n’ho gwelann ket.

C’houez vad deue euz ann draouien,
C’houez ar bleunio gand ann dosen,

Bleunio n’ouzonn ken ho c’hano,
’Vel den ma hini barz ma bro.

Ha kollet ar c’houlz euz ar bla,
Neve amzer nag han na oa ;

Na oa na mare nag amzer :
N’a vorzole ken ar c’hleier,

’Vel er vue da virviken
Ar c’hleier na vorzolent ken.

Hag en ’man ann de o seval
Gand ar vrumenn a sav hual,

Hag en eo ann de ar vrumenn
A sav duhont euz ann draouien :


N’en euz ket kanet ar c’higi,
Na dre ann hincho ar c’hiri ;

N’a gan na kigi nag evned.
’Man ar vrumenn uz d’ar vered.

Ha neuze me weliz eur verc’h,
Eur verc’hig en gwenn evel erc’h,

Digor he divrec’h oar he be ;
Digor ar vered ’vid-on-me.

Ha p’am euz tosteet eno,
Hi blegaz ’ti ar re varo,

Kempennet evid eureujin ;
He me stouet oar ma daoulin,

Rag Annaik zo dimezet
Hag ann Anko zo he fried.

Pedet ’m euz ’vid ann anaon ;
Med na bedin ken evid on :

Frealzi na ra pedenno
’Vit bout karet eur c’horf maro.

Pa on bet savet alese,
En ivin eunn draskig gane.


Ar mezidi oa er parko
Hag ar c’hiri dre ann hincho.

Ar belek dol oar ann arched
Eunn tamm pri ha dour binniget ;

Ma oll daero ’m euz skuillet me,
Ha prennet ma c’halon ive

Tolet ann alc’houe er vered,
Da diveza p’am euz laret,

Laret da goantiz ann Anko ;
— Kenavo, Naik, Kenavo. —

Mar d’eo eunn huvre kement-man,
Kalz a zo gwirione enn-han.


————