Ann nevez-amzer

Eus Wikimammenn


Ann nevez-amzer


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1866



ANN NEVEZ-AMZER.

————

D’ANN AOTROU S. ROPARTZ, BARZ ZAND ERVOAN.

————

Ead eo ar goan kaled enn he doull du breman ;
Ar skourn, ar grizil, ann erc’h en deuz kazet gant-han ;
Digor eo ar mammennou, hag ann dour sklear a red
Er steriou hag er prajou, glaz eo ar geod, ann ed.

Ann heol a darz, beure mad, lugernuz ha laouen,
Ha kerkend ar bleunigou a drid, a zav ho fenn ;
Ann holl labousedigou e-tal ho neiz a gan ;
Breiz ker, peger brao out-te, gand dudi ez kwelann.


Displega ra kalz deliou war ar strouez, ar gwez,
Bet ho deuz digand Doue forz dilladou nevez ;
Ar bleun lann, ar bleun balan war ar mezou a sked,
Enn ho zouez denvedigou a fring evel pesked.

Er prad, o steredenna, ar vac’hariden wenn,
Ar pao-bran, gand he gleier, ar bleun bihan melen,
A ro boed d’ar valafen, d’ar wenanen, pa gar,
Da gas d’he c’hastel kolo danvez meur a vann koar.

Ar spern hag ar gwez-aval, vel ann erc’h a zo gwenn ;
Divezatoc’h, gand ho frouez, e plegind holl ho fenn ;
Avalou kalz a vezo, ar gwin melen founnuz,
Ha gan-e-hoc’h, ma c’henvroiz, ar stok-gwer dudiuz.

Deued eo ar gwennili, d’ober prejou kelien,
Da staga enn eur c’hournig he neizik pri kempen ;
Ar big, ar vran, ar gegin a oar kroazia sparlou
War eur skour huel ha bresk da c’hori ho viou.


Ar goukouk, debrer prenved, gand he floc’hik bihan,
Euz ann eil gwezen d’eben he hano brao a gan ;
O veza m’eo didalvez, e oar mond da zevi
Enn neiz ann evned munud, hag ho lez da c’hori.

War grab ar c’harz, oc’h heolia, e c’hoari ar glazard,
A-uz d’ezhan, er wezen, e richan ar glozard,
Ann aer-galed, ar wiber, rodelled da gousket,
Az a kuid enn eur fic’ha rak-tal m’ind dihunet.

Ar c’hilleg, enn eur roda, kendroet gand he ier,
A gerz er gwenojennou, vel eur prins wesg ha ter
Presd ato d’en em ganna. Ma na vez ar roue
E stourmo hag e trec’ho, kana raio goude !…

E kourn ar prad dourennek, war eur planken gwintet,
Dierc’hen, ar mevel braz a droc’h eur beac’h geod med ;
War lez ar feunteun vihan a zo enn he gichen
Eo deued da eva dour ar voualc’h bek melen.


Enn tu all, war grab ar roz, e weleur ann alar
Oc’h ober ervennou heiz gand ar bommou douar,
Ar piked hag ar brini a zebr ar prenved gwenn
Az a da c’houiled dero hag a franv enn derven.

Ar biniou a glevann e traou parg ar c’houldri,
Ar mesaer zo eno gand ar zaoud o peuri ;
D’ann heol, az a da gousked enn he wele zeiz ru,
Ekleo Breiz-lzel a gas ann hani goz doc’h-tu.

Mouez skiltr ar vugaligou, o c’hoari enn hent glaz,
P’eo deued ar pardaez, a bell, a glevann c’hoaz,
Ha kan al labourerien, o tont, dre ann hent moan,
War eeun d’ar vereuri goz da zibri iod d’ho c’hoan.

Tud ha loened zo lirzin ; ar bleuniou hag ar gwez
A zo distro, gant Jezuz, adarre d’ar vuez ;
Plega reond d’al lezen a zo roed d’ezho,…
Heuliomp holl ar gourc’hemen ha greomp evel-t-ho !……

I.-M. Ar Iann.