Mont d’an endalc’had

Ann hanv

Eus Wikimammenn


Ann hanv


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1867



ANN HANV.

D’ANN AOTROU VANNIER, PERSOUN HA BARZ ZAND-HENVEL.

Bolz ann env zo digoumoul ha kaer evel zeiz glaz,
Ann heol a weleur enn-hi, evel eur roue braz,
O kerzout, goreg ha drand, da ober gweladen
D’ar frouez a daol ann douar, d’ho darevi d’ann den.


Gand he lagad buezeg ann toc’hed, er parkou,
Vel ann aour a zo melen hag a bleg ho fennou ;
Gwintet war geod ar c’hrimen, ar c’hril hag al lamper,
Enn eur sioulded dudiuz, a gan ho zounik verr.
 
Ann troun a gleveur huel, heb he welout morse,
O kana meuleudiou enn enor da Zoue ;
Ar valafen a darnij araog ar gwennili,
Ha war ar gwez huela e kan ar vouilc’hi.
 
Ar c’hlujar a doull ar c’harz hag en em zouara ;
Ar c’haro az a founnuz d’ann dour-red da eva ;
Ar c’had hag ar c’houlin besk war ar melchoun a beur,
O stlaka war ar c’hirsier ann had-lann a gleveur.
 
War grab ar roz ann denved, enn disheol gourvezet,
Gounezet gand ann tomder peuri lann n’hellont ket ;
Ar c’houezou o sec’ha, gwenn-kan el lannek vraz,
Evel ann erc’h a lugern du-hond enn dro-heol c’hlaz.


Ar falc’herien, er prajou, a ra ervennou foen,
Hag a denn euz he voutek dalc’h-mad ho higolen ;
Trouz ar mean war ann diren gand ann ekleo a red,
Ha lagad lemm ann Aotrou a zo zeder meurbed.
 
Goude, gant peb a rastel, ha gant peb a forc’h koad,
Paotred ha merc’hed az a da drei ar foen d’ar prad ;
Ar c’halounou zo laouen, hag ar c’horfou mibin,
N’euz ket vel ar iaouankiz evit beza lirzin.
 
Hag ar foen seac’h ha bernied, e teu ar mevel braz
Gand eur c’hastel-kar-eost, tri pe bevar marc’h glaz ;
Ar c’hrizillounou a drouz hag ar skourjez a stlak,
Setu gread ar garg er prad, kempen, huel, distak.
 
Er vereuri eur mevel hag ar vugaligou,
Da zigemeroud ar foen az a er zolierou ;
Gant lampou choug-a-bennik, mil ha mil c’hoarzaden,
E poanier, war ar geod seac’h, kalouneg ha laouen.


War leuriou-kear, er marc’had, e weleur, a verniou,
Filsier nevez, ereet gant kerden plouzennou ;
Gwiniz ha kerc’h ha zegal zo daro da drouc’ha,
Ann tieged a dosta hag a c’houlenn prena.
 
Ker mintin hag ann heol, al labousedigou,
Ar vederien az a kroum a vagad d’ar parkou ;
Dindan ann taol ec’h hirvoud ar gorzen, ann toc’hed,
Hag, evel korfou maro, kerkend ind astennet.
 
Ar gwiniz hag ar zegal a vezo endrammet,
Ereed a foeskennou ha goude grac’hellet ;
Pa vezo troc’hed ann heiz, ar c’herc’h a zastumer,
Ha war al leur ez eond da c’hortoz ann dorner.
 
Na weleur ken a c’houistou, allaz ! e Breiz-Izel,
N’en d-euz ken a blijadur evel pa oann bugel,
O vont kreac’h-traoun d’al leuriou, korf-roched, diarc’hen,
O skei evel hon tadou war ho enebourien.


Noz ha deiz, war ar mezou, e kleveur o iuda,
Vel ar wan-waon er c’hoajou, ann ijinou dorna ;
Breman e torn al loened ann ed gant kalz a drouz,
Ann dud n’ho deuz ken labour nemed da heja plouz.
 
Klevid ar iouc’hadennou, gwastel eunn tu a zo,
Greg ann ti, war eur foesken, d’al leur a ra ann dro ;
Goude reuz ann drid-kaloun, eur banne jigoden,
Diskenned a leiz gweren, a zalc’h ann dorner gren.

Setu tro ar wenterez da zont war al leuriou,
Ar plouz az a d’ar blouzeg, ann ed d’ar zolierou ;
Ar parkou hag ar prajou a-rez a zo touzet,
Ann dud, a benn ar gouanv, ho boed ho deuz tuet.
 
Al loened ho deuz ivez ho grinielou bihan
Hag enn-ho e lakeont, kleng ha brao ha buan,
Ann hurusoun avalou, ar wiber kraou-kelvez ;
Ar gerel, ann herminig a ra hoc’h eosd ivez.


Pa vez ann heol o tomma e kaveur enn henchou,
Euz ann eil tu d’egile, merrien a c’hrubuillou,
Da vond da glasg ho freizig ez eond a vanden
A-bell oud ho c’hastel-kre gant reiz brezelourien.
 
Klevid eunn tad hag eur vamm o tika er voden,
Ho re vihan, dinerz c’hoaz, magadur a c’houlenn,
Eur c’haz, a oar he vicher, a ra d’ezho ann dro…
Ann diouaskel a ziflap… unan a zo maro !
 
Pegen evuruz oc’h-hu, c’houi, bugalez kristen,
Da gaoud eunn tad hag eur vamm bepred enn ho kichen ;
A beb droug e tiwallond ho korf hag hoc’h ene,
Ha mar deuid da vervel ez id d’ann env goude.
 
Dastumomp eostou founnuz da gas d’ar baradoz,
Hou-nez eo ar wir zolier d’ann holl, iaouang ha koz ;
Al logod hag ar razed eno n’az eont ket
Rag ann ed a zo eno a zo da bad bepred.

I.-M. ar Iann.