Ann den nao guech intanv

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 60-62)



ANN DEN NAO GUECH INTANV.
____


   Nao guech intanv me a zo bet,
Ha nao intanvès am eus bet.

   O plega dac’houeza ann tan,
’Zo marvet da gentan unan ;

   Nac en ti ann tan, gant ar riou,
’Zo marvet eun all: setu diou ;

   Nac o plega da c’horo ’r c’hêvr,
’Zo marvet eun all: setu ter ;

   O vessa ’r zaout, en dro d’ann ed,
Hec’h marvet ar bedervet ;

   Hac o lacad ar iod en tremp,
A varvas eun all: setu pemp ;

   Hac o lacad ar piz en glech,
A varvas eun all: setu c’huec’h;

   Ha pa grogas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu seiz ;

   Ha pa varvas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu eiz;


   Breman ’m boa bet eur c’hoz groegic,
Na dâ nemet eur c’hildantic ;

   Eur c’hildantic hac a oa hir,
Dape d’ei bete chouc he c’hil ;

   O tibab piz deuz a vesc fao,
A varvas honnès : setu nao !

   Ann dewarlec’h, deuz ar beure,
Leker ann hini goz ’n he be ;

   Ha digwener, mar ve clouar,
’C’h ei ma fried paour d’ann douar :

   Ha disadorn, oude creiz-de,
’C’h ei ar zonerrien war he be ;

   ’C’h ei ar zonerrien war he be,
Ha, mar dansont, me rei ive.

   Disul, goude ar gouspero,
Hec’h eïo ma chass en canvo ;

   Hec’h eïo ma chass en canvo,
Rubano du deuz ho losto.


____________