Ann aotro Rosmadek

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 366-380)



ANN AOTRO ROSMADEK.
GWES KENTA.
________


I


   ’Tre Rozmadek hag ar Baron, [1]
’Zo zavet ’n tamm dissension,
Balamour d’un alead gwez
A oa daou-anter en tre-z-he.

   ’Nn aotro Rosmadek a lare
A renkje kaout ar choaz ar gwez ;
A renkje kaout ar choaz ar gwez,
He heritourienn hen goude.

   — Kent ewit kaout ar choaz ar gwez,
Te renko gonid ann-ez-he ! —
’Nn aotro Rosmadek a lare
D’ann aotro ’r Baron en de-se :

   — Eomp-nin hon daou d’ar Prat-Newez,
Ewit c’hoari un taol kleze. —
— Da c’hoari ’r c’hleze me n’inn ket,
D’ann oferenn me ’ renk monet ;

   — Eomp-nin hon daou d’ann oferenn,
Vit torri ar gwall-blanedenn ;
D’ann ofern-bred, d’ar gousperou,
A dorr kalz a blanedennou. —

   — D’ann ofern-bred na iefomp ket,
D’ c’hoari ’r c’hleze e ret monet ;
Eomp-nin hon daou d’ar Prat-Newez,
Ewit c’hoari un taol kleze ! —


II


   Er Prat-Newez p’int arruet,
Da c’hoari ’r c’hleze int bet et ;
P’int et da c’hoari ar c’hleze,
’Nn aotro ar Baron ’ c’honee.

   ’Nn aotro Rosmadek ’ lavare
D ’n aotro ’r Baron, pa c’honee :
— Baron, dastumet ho pouklo,
Mar ’z ann war-n-ez-he, m’ho zorro ! —


   D’ zastum he vouklo eo pleget,
Ann trubart hen euz-han treuzet !
’Nn aotro ’r Baron a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :

   — Guillaou ’r Belek, ma mewel mad,
Klask ur belek d’am kovesad ;
Medesinn da stanka ma gwad,
M’am bo buhez ar Rosmadek. —

   Guillaou ’r Belek a lavaras
D’he vestr ar Baron, p’hen klewas :
— Gwell ’ve ober ho testamant,
Keït m’oc’h en ho intentamant. —

   Kenta testamant a eure,
’Oa offr he ine da Doue :
— Guillaou ’r Belek, ma mignon kez
C’hui ’ ha d’ar ger ha me n’hann ket :

   Ma gourc’hemeno d’am fried,
Med n’ laret ket e vinn lazet ;
Med laret ’ vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz ;

   Laret e vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz,
Prenet ganin ur marc’h newez,
Kalonik ma marc’h oa re-ge. —


III


   Ar Varones a c’houlenne
Euz Guillaou ’r Belek, en de-se :
— Guillaou ’r Belek, d’in-me laret,
Ho mestr ’r Baron pelec’h eo et ? —

   — Ma mestr a zo et da Baris
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han ur marc’h-newez,
Kalon he varc’h a oa re-ge. —

   Guillaou ’r Belek a lavare,
Pa oa gant he goan, en noz-se :
— Daoust piou ’n defo ann hardison
D’anonz ar c’hezlo d’ann itron ?

   D’anonz ar c’hezlo d’ann itron,
Eo lazet hon mestr ar Baron ?
D’ dapoud he vouklo p’e pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —

   Ar vates vihan pa glewas,
D’ann nec’h gant ar vinz a bignas ;
D’ann nec’h gant ar vinz eo pignet,
D’ar Varones a deuz laret :


   — Aotro Doue petra ’vo gret ?
Hon mestr ar Baron ’zo lazet !
D’ dapoud he vouklo p’eo pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —

   Ar Varones pa deuz klewet,
Ter gwes d’ann douar ’ zo zemplet ;
Ter gwes d’ann douar eo zemplet,
’R vates vihan ’deuz hi goureet.

   ’R Baron bihan, pa ’n euz klewet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mammik paour, na oelet ket,
Me am bo buhez ’r Rosmadek ! —


IV


   Ha pa oa pemzek vloaz oajet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mamm ’r Varones, m’am c’haret,
Kleze ma zad d’in a rofet ;

   Kleze ma zad d’in a rofet
Da vont da gaout ar Rosmadek ;
Da vont da gaout ar Rosmadek,
He vuhe ’renkann da gavet ! —

   Ar Baron iaouank a lare
’N ti ar Rosmadek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —

   Ar c’houarneres a laras
D’ar Baron bihan, p’hen klewas :
— Ema duze ebars he gambr,
Et-c’hui d’hen kaout, mar oc’h euz c’hoant. —

   — D’hen kaout en he gambr na inn ket,
Hen ’deui d’ann traon pa vo pedet. —
Ar Rosmadek, ’vel ma klewas,
He benn er frennestr a voutas ;

   He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :
— Baron bihan, kerz a lec’h-se,
Rag euz da wad am euz true ! —

   — N’ho pet nep truez euz ma gwad,
Pa n’ho poa euz hini ma zad :
Ha hastet buhan dont d’ann traon,
Pe me c’houezo ’n tan ’n ho holl vado !

   Hastet dont ganin da c’hoari,
Pe me ’c’houezo ’n tan en ho ti ;
Pe me c’houezo ’n tan en ho ti,
Ho talc’ho en kreiz da dewi. —


   ’Nn aotro Rosmadek a lare
D’holl dut he di, pa gimiade :
— Me ha brema d’ar Prat-Newez,
Me ’zo sur ’kollinn ma buhez ! —

   P’int et da c’hoari ar c’hleze,
’R Baron bihan a c’honee :
’Nn aotro Rosmadek a lare,
D’ar Baron bihan p’ c’honee :

   — Baron, dastum te da vouklo,
Mar an war-n-ez-he m’ho zorro. —
— Hag a ve torret ma bouklo,
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo ;

   Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo
Da gaout re-all ho ramplaso ;
N’as be ket nec’h gant kement-se,
C’hoari hardiz da daol kleze ! —

   ’Nn aotro Rosmadek a lare,
D’ann aotro Baron, p’ c’honee :
— Baron, dastum d’vouchouero,
Mar ’an war-n-ez-he m’ho saotro. —

   — Pa ve saotret m’ mouchouero,
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo ;
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo,
Merc’hed ’zo ’r vro hag ho gwalc’ho ;

   N’as be ket nec’h gant kement-se,
C’hoari hardiz da daol kleze ;
C’hoari d’ daol kleze pa gari,
Oud aman en heur ma varwi ! —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
He benn diwar he gorf ’n euz troc’het,
Ha taolet ’n ez-han war ar ru,
D’ar vugale d’ c’hoari dotu.

   Hag ann dut jentil a lare
Ann eill d’egile an-ez-he :
— Set’ ’r Baron bihan ’vont aman,
Ha penn ar Rosmadek gant-han ! —

   Ma lare ann eill d’egile :
— Hennes ’ oar c’hoari ar c’hleze ! —


V


   He vamm ’r Varones ’c’houlenne
Euz ’r Baron bihan, p’arrue :
— Ma mab ar Baron, d’in laret,
Bet oc’h euz buhe Rosmadek ? —


   Ar Baron bihan a laras,
D’he vamm ’r Varones, p’hi c’hlewas :
— Ma mamm, ’man he benn war ar ru,
Gant ’r vugale ’c’hoari dotu ! — [2]


Renaou, ar boutaouer-koad, en paroz Tregrom. — 1854.


________


AR ROSMADEK
HA BARON HUET.
EIL GWES.
________


I


   Baron Huët a lavare
Da Rosmadek, un dez a oe :
— Eomp-ni hon daou d’ann oferenn,
Wit torri ar gwall-blanedenn. —

   ’N aotro Rosmadek a lare
Da varon Huët en de-se :
— Et d’ann ofern nep a garo,
Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio !

   Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio,
Ann nep a gollo a gollo :
Ann nep a gollo a gollo,
Nep a c’honeo, ’c’honeo ! —

   Na ter-heur anter ez int bet
’C’hoari ar c’hleze ar fleuret ;
’Benn ma oa peder heur zonet,
Baron Huët a oa lazet.

   Baron Huët a lavare
Da Willaou ’r Belek en de-se :
— Et-c’hui d’ar ger, Gwillaou ’r Belek,
Ha kasset gant-oc’h ma ronsed :

   Ha laret ’vinn et da Baris,
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet ganin un inkane,
Kalonik ma marc’h ’oa re-ge. —


II


   Ar Varones a lavare
Euz frennestr hi c’hambr en de-se :
— Petra newez ’zo en ti-ma,
Ma kreen ma c’hastel er giz-ma ?

   Petra zo ’n ti a neweïo,
Ma kreen ma c’hastel krec’h-a-traon ? —
Ur vates vihan ’oa en ti
Pell-amzer zo o serviji,

   Hag a lavaras d’hi mestres :
— Un dra bennag ’zo a newez,
Me well o tont Gwillaou ’r Belek,
Ma mestr ar Baron n’welann ket. —

   Ar Varones, vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann traon ’ziskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Da Willaou ’r Belek deuz laret ;

   — Gwillaou ’r Belek, d’in me laret,
Ho mestr ’r Baron pelec’h eo et ? —
Gwillaou ar Belek ’ lavaras
D’ar Varones, vel m’hi c’hlewas :

   — Ma mestr a zo et da Baris,
Da saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han un inkane,
Kalonik he varc’h ’oa re-ge. —

   Ar Varones a lavare
Da Willaou ’r Belek, p’hen klewe :
— Gwillaou ’r Belek, mar am c’haret,
Ar wirionez d’in a larfet ;

   Laret-c’hui d’in ar wirionez,
Me breno d’ac’h ’n habit-newez ;
’N habit-newez gant passamant,
A vo brao da un den iaouank. —

   Gwillaou ’r Belek a lavaras
D’ar Varones, ’vel m’hi c’hlewas :
— Itron Varia ann Drindet,
Nac’h a ous-oc’h na hellann ket :

   Nac’h a ous-oc’h na hellann ket
Ma mestr ar Baron ’ zo lazet ;
Ma mestr ar Baron ’ zo lazet,
Na gant ann trubart Rosmadek ! —

   Ar Varones, vel ma klewas,
Ter gwes d’ann douar a gouezaz ;
Ter gwes d’ann douar eo kouezet,
’R Baron iaouauk ’n euz hi zavet ;


   — Tawet, ma mamm, na oelet ket,
Revanj ma zad n’ vo ket kollet ;
Mar chomann-me da dont en oad,
Me ’mo revanj maro ma zad ! —


III


   Ar Baron iaouank a lare
Da Willaou ’r Belek un dez oe :
— Tennet ma c’hezek ’ar marchosi,
Laket war-n-he tapisiri ;

   Laket war-n-he tapisiri,
Monet hep dale a fell d’in,
Monet hep dale a fell d’in
Da welet Rosmadek d’he di. —

   Ar Baron iaouank a lare
En maner Derleu p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —

   Rosmadek evel ma klewas
He benn er frennestr a voutas ;
He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :

   — Et-c’hui d’ar ger, ma Baron mad,
Ken a vefet arru en oad,
Rag truez vraz ’ve, a gavan,
Ho lemel a vuhez breman ! —

   Ar baron iaouank a laras
Da Rosmadek, vel ma klewas :
— Eomp da c’hoari ’r c’hlezeïo
Pe me lakaï ’n tan ’n es holl vado,

   A weli ’n-ez-he o leski,
Ha te ’vo dewet koulz ha hi ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar Rosmadek, pa ’n euz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon zo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet
Da c’hoari ’r c’hleze int bet et.

   Diou-heur hag anter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret,
Rosmadek a zo bet lazet.


IV


   Pa ’z ee ar Baron gant ar ru,
A krene ann dut en daou-du ;
’Krene ann dut en daou goste :
— Hema ’oar c’hoari ar c’hleze ! —


   Ar Baron iaouank a lare
Er ger d’he vamm, pa arrue :
— Dalet, ma mamm, kleze ma zad,
Me ’m euz-han gwalc’het en he wad !

   Me ’m euz laket he benn d’ann traon,
D’ar vugale d’ c’hoari c’hillaou !
Laret ’m oa d’ac’h, assuret mad,
’M bije revanch maro ma zad ! — [3]


Kanet gant Garandel, leshanwet kompagnon dall.
Kerarborn, 1847.


____________
  1. Variante :
       Er bloaz mil seiz kant pevarzek,
    P’oa bet ar stadou en Naonet :
    — Eomp-ni holl d’ann ofernio,
    Ha goude-ze ni ’ gombatto ! —
  2. Une autre version ajoute :
       — Me ’m euz laket he benn war ’r pave
    D’ servijout d’ voul c’hillou d’ez-he ! —
  3. La famille de Rosmadec tient une large et honorable place dans l’histoire de Bretagne, à différents titres. Je ne suis pas en mesure de déterminer à quel personnage de cette illustre famille se rapporte cette ballade d’une allure si fière.

    Le baron Huët de la seconde version ne me semble pas être le véritable nom ; ce doit être une altération, quoique je l’aie trouvé dans la bouche de plusieurs chanteurs.

    Dans les Instructions du Comité de la langue, de l’histoire et des arts de la France, rédigées en 1853, par M. Ampère, je trouve, dans la pièce intitulée Monsieur de Bois-Gilles, une situation qui a quelque analogie avec celle de notre jeune Baron tirant vengeance de la mort de son père :
    . . . . . . . . . . . . . . .
    Achevant ces paroles,
    Le combat s’engagit.

    Bois-Gilles en tua trente,
    Mais son épée faillit.

    Il appela son page ;
    — Petit Jean, mon ami !

    Va-t’en dire à ma femme
    Qu’ell’ n’a plus de mari.

    Va dire à la nourrice
    Qu’elle ait soin du petit :

    Et qu’il tire vengeance
    Un jour de ces gens-ci ! —

    Achevant ces paroles,
    Bois-Gilles rendit l’esprit !