Ann aotro Penanstank

Eus Wikimammenn
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I ; Levrenn II, p. 430-432)



ANN AOTRO PENANSTANK.
EIL GWES.
________


I


   — Aliettik, ma merc’hik koant,
Red vo monet da Benanstank ;
Red vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —

   — Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’am c’hasje ket da Benanstank,
Pa golje tric’houec’h komanant !

   Komanantjou ’walc’h ’zo er vro,
Pa meomp arc’hant, ni a breno,
Ha ma enor, pa vo kollet,
Gant ann holl vad n’hen prenfenn ket. —


II


   ’Nn aotro Penanstank ’lavare
D’Aliettik, un dez a oe :
— Aliettik, ma c’hoarik finn,
Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn ;

   Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou finn ;
Ma tiskouezinn d’ac’h al louzou
Ez-ia d’ober ma zoubennou. —

   — Et da laret ho ofern-bred,
Ha bars neuze am bo hi gret,
Ha mar plij d’ac’h, c’hui hi debro,
Mar na blij ket, c’hui hi lezo. —

   — Aliettik, ma c’hoarik koant,
Deuit-c’hui ganin-me d’am c’hambr,
D’ zivreïna per hag avalo, [1]
Pe-re ’zo eno pell a zo. —

   — Mar d’eo breïnet ho avalou,
N’eo ket me ho debro, aotrou ;
Ho zaolet d’ar mooc’h ha vont debret,
Setu ’nn avalou divreïnet ! —


   — Aliettik, ma c’hoarik ker,
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier ;
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier,
D’eva gwinn douss evel ar mel. —

   — Salv-ho-kraz aotro, na inn ket,
Ar gwinn n’ zere ket d’ar merc’hed ;
P’am bo zec’het, me evo dour,
Ha ’bedo Doue d’am zikour ! —


III


   ’Nn aotro Penanstank a lare
D’Aliet ar Vad, un dez a oe :
— Aliettik, mar am c’haret,
Ur bloaz c’hoas ganin a chomfet. —

   — Ur bloaz bo poa ma goulennet,
Ur bloaz am euz ho servijet ;
Ur bloaz am euz ho servijet,
Ewit pelloc’h na chomminn ket ;

   Ha setu ar gomanant d’in,
Aotro Penanstank, ’n despet d’ho fri !
Me a ha gwerc’h dimeuz no ti,
Seiz vloaz ’zo na oa et hini ! —

   — Aliettik, d’in-me laret,
Pelec’h ez oc’h bet kouantjet ? —
— En korn ann tann, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz vad :

   En korn ann tan, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz-vad,
Pa oann-me euz da luskellad……
Te ’ zo d’in ur breur-mager mad ! —

   — Aliettik, me ho kwelo
En ker Landreger, pe war-dro,
Hag ho kof beteg ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —

   — Mar be euz ur c’hokinn a vo,
Kred ’n es kalon m’hen eureujo,
Mar na ve euz un den dimet,
Pe’n den da Zoue konsakret.

   Te ’zo eureujet d’ann iliz,
Ha dimezet d’ar zakrifiz :
Mar sonjfes, Penanstank ’n as pec’het,
Asuramant n’hen grafes ket ! —


Kanet gant Godik Rio, mates en Kerarborn. — 1847.

  1. D’ zivreïna per hag avalou — pour dépourrir des poires et des pommes. Il s’agit de poires et de pommes mises en réserve et qu’on visite de temps en temps ; on emporte celles qui sont gâtées on les dépourrit, c’est- à-dire qu’on enlève la parti qui est corrompue, puis on mange le reste.