Mont d’an endalc’had

Ann Arvor er bloaz 1867

Eus Wikimammenn


Ann Arvor er bloaz 1867


skrivet gant James Kenward


Troet e brezhoneg gant Kervarker
Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867



ARMORICA, A. D. 1867.


By Elfennydd (JAMES KENWARD, Esq.)


————
INSCRIBED TO THE VICONTE HERSART DE LA VILLEMARQUÉ.


————
ANN ARVOR ER BLOAZ 1867


TROET E BREZONEK


Ha Kenniget da genvreudeur ann Eisterzvod[sic] Keltiek, war don ar re unanet. (Barzaz breiz.)


————


I.


Awen c’houeg ar Geltied ! Te a glaskann bepred
War draez enez Enlli gand al lano gwasket,
War draez ar Menai ruziet gand ar c’huz-heol,
Na lavarann ket gand gwad ann Druzed lazet holl ;

Te a glaskann war c’heun Mon, pe war zarz Aberfraw,
Pe belloc’h c’hoaz, war meaz meur ar vein hir enn ho zao
Hag a hanver Ti ar gawr, eunn ti kromm ’vel ar bed,
Ar bed koz, enn dro d’ezhan ann heol hag ar stered.


II.


Hogen chom a rez ivez war al leac’hiou huel ;
Chom a rez ivez, Awen, war meazou ar brezel,
E bro brudet a Bowys, bro ar Sellour distak,
Pe a-hed douriou Stratheam a wel ato Galgak.

Evid oud da vont tristik ha didalgen hiriou,
Ouz it-te a zell difenn hor gwen hag hor giziou,
Ouz it-te a zell difenn kor ha skol ar Varzed
Ar skiant, hag ar furnez, ann Doue heb-ken, bepred.


III.


Hogen enn tu-all d’ar mor eo gwell gan-ez beva,
Enn eur vro muia-karet, e tal hor c’hoar hena ;
Adaleg enez Sizun ha Bae ann Anaon,
Tre beteg ar Morbihan e tired da galon ;

Adaleg ar c’herreg gwez a lamm gant-ho ar mor
Beteg ann douar meulet gand ann dud a enor,
Tre beteg enez Gerveur, rag-enep Kiberon
Leac’h ’ma ann treaz gwentet gand awel ar mor don.


IV.


Eno ema da galon ; ha me, o vale Breiz,
War grec’h Sant-Mikel kousket da weliz eur pe deiz ;
Te droe da zaou-lagad war zu ar zav-heol
War zu ar vammen founnuz omp deuet out-hi holl,

Te gleve ar mor kanvuz a lavare ’nn he iez :
« Ac’hann tud ar c’huz-heol a lammaz a-liez ! »
Te lavare da unan, Awen : « daoust ha gwir eo
E vez va gwenn diskaret, sioaz ! gand ar c’hrign-beo ? »


V.


Setu ar ger a Garnak a vev e giz-ma-giz,
Enn hi parkou ha tiez, enn he c’hreiz he iliz,
Iliz kaer sant Korneli ; hogen a dro-war-dro
Nemet traou ann amzer goz, nemet liou ar maro ;

Da vrud zo skrivet ama, ’nn eul leor diaez da lenn,
— Eul leor buzuduz meurbed, peb eneben eur maen ; —
Ann heol a lak da lintra enebennou al leor.
Ha gorventennou awel hen sar hag hen digor.


VI.


Meur eneben zo roget gant tud keiz ar barrez ;
Ma oc’h ober traou iskiz, n'ed eo mui enn he bez ;
Gwech-all ann neb hen lenne oa red d’ezhan redeg
Pell, pell, tre beteg ar mor, a garrek da garrek ;

Kerrek brudet ! Kouezet oc’h ; ia, kouezet oc’h a leiz ;
Med angoviet n’ed oc’h tamm, chom a rit enn hor c’hreiz ;
Chomm a rit soun enn ho sao ; hag al lennek hello
Ober c’hoaz he arvarou, hag ar c’hroac’h he c’helo.


VII.


E tal Lokmariaker eur peulvan zo kouezet,
Hag eunn daol a-uz d’ezhan hed-da-hed zo faoutet,

Ar vugale a c’hoari dindan, hag al lennek
A zell gant preder mar gwel roudou ann Aer-vorek.

A-uz da Zouarnenez e sav ar Menez-c’hom
Ne azeuler mui eno pell-zo ann Doue falz Kromm ;
Ha war grec’hen Sant-Mikel eur chapel a weler
A ziskouez eo diskaret kreden Ofiz, ann aer.


VIII.


Hogen ar c’hredennou koz n’ho c’holler ket da vad ;
Beo eo c’hoaz ar wirionez, nevezet he dillad ;
Al luc’hedennig a red enn ear abarz ann deiz
A zo ar c’houlaouennik kannad ar goulou-deiz.

Beleien Jezuz ho deuz pedennou helavar
Ar virionez e teskont enn eunn doare dispar,
Koulskoude ne oa ket gwan kanaouen ar Varzed,
Ne oant ket gwan kennebeut pedennou ann Druzed.


IX.


Ar Varzed a lavaraz gwech-all enn ho c’hentel :
Mad eo ar mean, eme-z-ho, mad gand ann Aviel
Evit-ho da vont maro e komzont enn hon mesk,
Darn euz ar pez a zeskent, hon beleien hen desk.

Ar peoc’h hag ar garantez, ha leiz a vertuzo,
Peurbadelez ann ene a oa hetuz d’ezho ;
Diouc’h skouer ann den, ann den mad, ho Doue hi a eure,
Enn eur ziskouez ann hent eon, eme-z-ho, da bep re.


X.


Ne ked ann traou-ze heb-ken, am laka da venna,
Nemet strap ar c’hlezeier ha trouz listri Roma ;
Peb menez a luc’h enn noz ; Galled ha Romaned
En em vesk, en emgann ; gwa ! gwa ! c’houi tud diskaret !

Ar Morbihan zo ruziet he zour gant poullou gwad,
Diwall a ra enn aner he vro peb kenvroad ;
N’euz forz ! grit fouge gant-ho, tud Naoned, tud Gwennet,
Grit fouge gant-ho ! harzal ann Erer euz int gret.


XI.


Piou a ziwallaz ivez, bepred kre ha didorr,
Piou a ziwallaz hon iez hag hano bro Arvor
Oc’h tud estren pe drubard, Franked ha Normaned
Ha Danezed, a vagad a bep tu dastumet ?

Kleze Gradlon a oa vad, kleze ar roue Houel,
Kleze ar roue braz Arzur, brudet a dost, a bell,
Kleze roue Nomenoiou, pedennou sant Samson,
Sant Kadok, ha sant Hervé, ha kant kristen gwirion.


XII.


Ha brema pa gouez ann trouz, pa ra ar pez a c’hall
Evit laza tan Arvor he amezeg Ar Gall,
O veza maro pell zo holl dan ar C’halloued
Hag o veza beo ato hini ar Vretoned ;

Brema pa droc’h goustadig Broc’hall teod ar Vreiziz
Ha pa da wask, Awen ker, vit ma ’zi war da giz,
Petra zo red da ober d’az pugale mantret ?
Derc’hel stard ha kalonek, moustra pa ver moustret !


XIII.


Moustrit, ia, moustrit bepred ! gwall glanv eo hon mignon.
Klaskit louzou talvouduz da zistan he galon ;
Na loskit ked ar c’hlenved da wasaat bemdeiz,
Stounnit ’vel ho kenvreudeur, brudeta tud a Vreiz ;

Stourmit ’vel Ar Gonidek, ha Koret, ha Brizeuz,
Stourmit ’vel Kastelbriand, a oa eunn den mar ’zeuz.
Stourmit ’vel peb Paotr kalet, ’vel peb Breton diouc’h-tu,
A ra van da vout maro, hag a oar pegi du !


XIV.


Stourmit ’vel ma ra Courson, Laborderie dalc’hmat,
Charlez Broc’hall, Ann Huel, barz c’houek, bepred Breizad ;

Pa ho gweler o stourmi, lenva n’ed eo ket red ;
Vit-hi da vout ezommek hon bro zo enoret ;

Stourmit ’vel ma ra’nn hini a garer enn Arvor,
Dre ma stomm tregont vloaz zo ’vit rei d’ezhi enor,
Dre ’ma o wea d’ezhi, gant lore ha gant frouez,
Eut gurunen a bado ’tra redo dour Ellez.


XV.


Na te, Breiz Veur ann Enez, c’hoar iaouank Breiz-Izel,
Daoust ha na gari da c’hoar, na ri d’ezhi skoazel ?
Na ri skoazel d’ann hini a zeskaz d’id sounna
E bro ann hanv ar vein-hir, eimn deiz, enn eur gana ?

A zeskaz d’id goudeze sevel gant kalz a feiz
Kement kroaz Doue a weler o splanna e peb Breiz ?

Ha kleze ouc’h kleze lemm, ha kalon ouc’h kalon,
Ha breac’h ouc’h breac’h, troad ouc’h troad, a harzaz al Leon ?


XVI.


Ia, kalon Breiziz Breiz-veur eo kalon Breiz-Izell !
Ia, hirio gwell ’vit biskoaz eo red en em zerc’hel !
Ia, hirio ann deiz pa dro ar bed war he c’hino,
Kaer en do ober troiou, tra n’hon diunano !

A-uz da grec’h Ereri ema Lenn ann Arvor,
(Lynn Llydaw a ra out-hi ar Vreiziz a dreuz mor)
Wechou ’ma louz gand ann erc’h, wechou sklear gand al loar.
Wechou trist, wechou laouen, sellout ouc’h krec’h a gar.


————