Mont d’an endalc’had

An tri breur hag an aotrou

Eus Wikimammenn
Arvorig, 1913  (p. 51-70)



An tri breur hag an ôtrou


————


Gwechall e oa eun intanvez hag he doa tri bugel. Pa oa deut ar c’hosan en oad, e lavaras d’ean :

— Aman n’eus ket a labour d’ec’h ho tri. Te eo ar brasan. Kê da glask fret en tu bennak. Ha da c’hortoz ma tevo kavet, setu aze daou-c’hant skoed evit bevan.

Eur maner oa e kichen. Di ec’h eas da gentan ar pôtr yaouank da c’houlen labour.

— Fouter, eme an ôtrou d’ean, te zo digoueet mad. Ma mevel a oa êt kuit dec’h. Chom en e lec’h, mar kerez. Mes aman eman an treo evellen : ar mevel ha me a lak beb a zaou-c’hant skoed er chiminal, hag an hini ac’hanomp a ya en koler da gentan a goll e arc’hant.

— Mad eo ! eme ar pôtr yaouank. D’ober petra ’c’h in hirie ?

— Da droc’han lann.

— N’ouzon ket an hent d’ar gwarem.

— Oh ! kê bepred ; aze zo eur giez hag a zesko d’it ; kê d’he heul.

Hag ar pôtr d’ar gwarem ha da droc’han lann. Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Pa zave e gein, e kroge ennan.

Hag hen d’ar gêr, droug bras ennan.

— Petra, ôtrou, emean, pesort kiez an tanfoeltr ho peus aman ? Houman a grog en dud !

— Penôs, eme an ôtrou, fachet oc’h, ’m eus aon ?

— Perak ne vefen ket ? Dampet ! Ar seurt-man n’eo ket toullou int d’ar vevelien !

An ôtrou a lampas war an oaled hag a bakas an daou-c’hant skoed.

Hag ar pôtr yaouank d’ar gêr da gontan penôs ’n oa kollet e arc’hant.

Neuze, an eil eus ar bôtred a lavaras d’e vamm :

— Roet d’in-me buhan gwenneien, mac’h in da di an ôtrou-ze. Evit sur, me ne gollin ket gantan !

Ar vamm a roas daou-c’hant skoed. Hag ar pôtr d’ar maner.

— Devez mad d’ec’h, ôtrou, a lavaras, n’ho peus ket ezom a vevel ?

— Fouter, eme an ôtrou, eo, avad. Dec’h e oa êt kuit an hini ’m oa. Mar karez chom en e lec’h ? Mes aman eman an treo evellen : ar mevel ha me a lak beb a zaou-c’hant skoed er chiminal, hag an hini ac’hanomp a ya en koler da gentan a goll e arc’hant.

— Mad eo, eme ar pôtr yaouank. D’ober petra ’c’h in hirie ?

— Da droc’han lann.

— N’ouzon ket an hent d’ar gwarem.

— Oh ! kê bepred ; aze zo eur giez hag a desko d’it ; kê d’he heul.

Hag ar pôtr d’ar gwarem ha da droc’han lann. Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Bep tro ma save e gein, e kroge yud.

Hag hen d’ar gêr, droug ennan.

— Petra, ôtrou, emean, pesort kiez ar c’hurun hoc’h eus aman ? Houman a grog en dud.

Oh ya, sur, eme an ôtrou, pa vêr didalve !

— Didalve, evit sevel ma c’hein pennadou bihan ?

— Droug zo ennoc’h, ’m eus aon ?

— Dampet ! eme ar pôtr, perak ne vefe ket ? Ar seurt-man n’e ket toullou int d’ar vevelien !

An ôtrou a lampas war an oaled hag a grogas en daou-c’hant skoed adarre.

Hag ar pôtr da di e vamm da gontan penôs ’n oa kollet e arc’hant.

— Allo, eme an hini yaouank, setu heman ive bet ken sod hag egile. Roet d’in-me, ma mamm, daou-c’hant skoed. Me zigaso d’ar gêr arc’hant ma breudeur.

Setu ma voe roet d’ean daou-c’hant skoed. Hag ar pôtr yaouank d’ar maner.

— Devez mad, ôtrou, emean, n’ho peus ket ezom a vevel ?

— Fouter, a lavaras an ôtrou, eo, avad ! Dec’h e oa êt kuit an hini ’m oa. Mar karez chom en e lec’h ? Mes aman e ve kont evellen : ar mevel ha me a lak beb a zaou-c’hant skoed er chiminal, hag an hini ac’hanomp a ya en koler da gentan a goll e arc’hant.

— Mad eo, eme ar pôtr yaouank. D’ober petra ’c’h in hirie ?

— Da droc’han lann.

— N’ouzon ket an hent d’ar gwarem.

— Oh ! kê bepred ; aze zo eur giez hag a desko d’it ; kê d’he heul.

Hag ar pôtr d’ar gwarem da droc’han lann.

Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Pa zave e gein, e lampe gantan.

— Oh ! dampet e vo ! eme ar pôtr yaouank, c’houi ’peus kroget evit ar wech diwean, avad !

Hag hen daoni ganti eun tôl falz war he goug ha troc’han he fenn. Neuze he zougas betek eun toull konifl hag e voutas anei ebarz betek he lost.

Mare dek eur, e teuas ar vatez da zigas mern. Ganti oa boed bara gwiniz d’ar giez ha boed bara segal d’ar mevel.

— Pelec’h eman ar giez ? emei.

— Oh ! fe, n’ouzon ket kaer, e lavaras ar mevel. Bremaïk e oa aze warlerc’h eur c’honifl.

— Ah ! sell, ya, avad. Eman a-hont war he fenn en enn toull konifl… Finet ! Finet ! Tie, Finet, tie, Finet !…

Hag ar vatez, pa wele ne deue ket ar giez, mont d’he c’haout ha chachan warni evit he zennan ermêz. He c’horf a deuas, mes he fenn a chomas en toull.

— Oh ! emei, strafilhet oll, me ’m eus dic’houget ar giez !

— Allo, e lavaras ar mevel. breman ho peus grêt eun tôl-kaer !… Roet kant skoed d’in, ha me laro d’an ôtrou am eus lazet anei.

— Oh ! a galon vad !

Hag ar pôtr yaouank d’ar maner.

— Otrou, emean d’e vestr, me ’m eus lazet ar giez. Hounnez a groge yud. Dic’houget am eus anei. Michans, ôtrou, n’oc’h ket fachet ?

— Oh ! nan, nan sur, eme an ôtrou. Mes lann awalc’h teus troc’het. Kê breman da stouvan daou doull a zo war ar park du-ze, e kichen ar gwarem lann. An ejenned ne reont nemet mont da laerez dre an toullou-ze.

— Mad, hag ec’h an.

Pa oe arru er park, e tiwadas an daou ejen. Goude-ze, e savas ane war o zreid hag e lakas unan da stouvan pep toull.

Ar vatez oe kaset gant an ôtrou da welet al labour. Mont a reas betek an daou ejen. Boutan reas warne evit o c’has kuit eus an toullou. Mes an ejenned a goueas d’an douar. Strafilhet oll adarre, ar plac’h a huchas war ar mevel :

— Oh ! ma Doue ! ma Doue ! me ’m eus torret o diouhar d’an daou ejen !

— Allo, eme ar mevel, neuze ho peus grêt eun tôl-kaer. Mes mar keret roi d’in kant skoed-all, me zo o vont da laret d’an ôtrou eo me ’m eus lazet ane.

— Oh ! a galon vad !

Ar pôtr yaouank a yeas da gât an ôtrou.

— Me, mestr, emean, am eus stouvet ar park en eur lazan an daou ejen hag o lakat o c’horfou en toullou. Michans, ôtrou, n’oc’h ket fachet ?

— Fouter, eme an ôtrou, en eur voustran war e vuzellou ha war e galon evit miret da ziskouez koler, oh ! fachet ebet, avad ! Kê breman da ziwall ar moc’h aze el leur-gêr.

— Mad, hag ec’h an.

E oa gant ar moc’h, pa zigoue eur marc’hadour da dremen.

— Pegement da voc’h, pôtr ? a lavaras d’ean.

— Daou-c’hant skoed, eme ar mevel, nemet e virin an hini bihanan hag e renkan kaout eun tamm eus lost pep hini eus ar re-all.

— Marc’had grêt, eme ar marc’hadour.

Pa oe êt ar marc’hadour endro gant e garg voc’h, ar mevel a blantas o lostou ’barz eur fontigel hag a voutas ive er pri ar penmoc’h fall oa chomet gantan.

Hag hen neuze buhan d’ar maner, en eur grial :

— Otrou, founnus, deut founnus! Eman ho moc’h o vont holl d’an ifern ! Ne weler mui nemet o lostou ! Deut, deut buhan !

An ôtrou a deu d’ar red hag a ’n em lak da jachan war al lostou. Ken krenv e chache ken e kouee bep tôl war lein e gein.

Mes e vevel ne rê ket memes tra. Chachan rê goustadik war ar penmoc’h fall. Tennan reas anean ermêz.

— Mil azen ! e lavaras d’an ôtrou ; c’houi jach re warne hag e torret o lostou. Ma karfec’h jachan goustadik !

— Red buhan d’ar maner da gerc’hat diou bal, eme an ôtrou, ma toulfomp warne !

— Mad !

Pa oe digoueet er maner, e kavas diou verc’h an ôtrou o vont da bourmen d’al liorz.

— Ah ! fidouah ! emean d’e, me oa o vont d’ho kerc’hat. Ho tad an eus lavaret d’in ho kas ho-tiou da bourmen.

— Hon zad, eme, an eus lavaret ze d’ec’h ?

— Oh ! gortozet, emean, breman souden e welfet !

Hag hen da huchal a-bouez e benn :

— O-diou o c’hasin ganin, ôtrou ?

— Ya, eme an ôtrou, o-diou sur, o-diou, ha hast buhan !

Ar pôtr a yeas gant an diou blac’hig da bourmen d’al liorz.

An ôtrou, dirak lostou e voc’h, a golle pasianted.

— Dampet emean, pelec’h e chom al lampon-ze ?

Hag hen da welet. Mantret e vanas, pa gavas e vevel o pourmen el liorz gant e ziou verc’h.

— Tam kokin, tam lampon, aze ’m oa laret d’it mont ?

— Petra, ôtrou, fachet oc’h ?

— Fachet ? Daoust ha n’eus ket peadra da vont en kounnar ? eme an ôtrou, pez divalo mac’h out !

Hag ar mevel en eul lamm en ti, tennan ar pevar-c’hant skoed eus ar chiminal, ha gante da gaout e vamm d’ar gêr.

Lïes a wech e ve tapet fall
Neb a gar tapout ar re-all.


(Diwar Kontadennou an O. Jézégou.)


Illustration for the short story An tri breur hag an aotrou by Christophe Jézégou in Arvorig, March 1913, p. 67.
Illustration for the short story An tri breur hag an aotrou by Christophe Jézégou in Arvorig, March 1913, p. 67.