Mont d’an endalc’had

An tri breur

Eus Wikimammenn
Ar Vro, 1906  (p. 38-39)



AN TRI BREUR


————


Eun den en devoa tri mab. Eun tammik ti a oa e holl peadra. A briz ebed ne felle d’ezan e vije gwerzet an ti-ze goude e varo.

Setu ma lavaraz, eun devez, d’e vugale : « An ti ma ʼdeu d’in digant va zad. Ne fell d’in tam e ve rannet etrezoc’h. Deskit-ta pephini eur vicher ; eït d’en deski e leac’h ma karfoc’h. An hini ahanoc’h a labouro ar gwella en e stad, hennez a vo divezatoc’h perc’hen d’an ti. »

An tri breur a gavaz mad lavar o zad. Ar c’henta a lavaraz e vije houarner kezek, an eil, troc’her-baro hag an trede, mestr-eskrimer. En em glevet a rejont da erruout er gear a-benn bloaz ha pephini a en em lakeaz en hent da glask deski e vicher.

An eurvad o devoa o zri, da en em gaout gant tud gwiziek. Roet e oa d’ezo kenteliou dispar.

Ar c’henta a vije lakeat da houarna kezek ar Roue : Oh ! a lavare, avechou, outan e-hunan, sur awalc’h an ti vo d’in-me.

Ar barver, ne droc’he baro nemed d’an Aotrone vraz. Aliez ive e sonje e vije perc’hen da di e dad.

Ar mest-eskrimer evit deski e vicher a bakaz meur a daol flem en e gosteziou. Awechou e vijent ken pouner ma venne sempla. Mez atao e voustre var e boan. « Mar bezan, a lavare, re gizidik da zeski va micher n’em bezo ket ti va zad. »

—o—

Tremenet ar bloaz, an tri mab a zigouezaz er gear. E oant o klask an tu da ziskwez d’o zad pegen aroutet oant var ho micher.

Hag inthi, gwelet eur c’had o redek dre ar parkeier. « Ha e fei, setu aze, eme ar c’hosa, hag a zo deuz va doare. » Ha, d’ar red, kemeret dour, saon hag eun aoten ha da heul ar c’had. Krenna ’reaz d’ezhi he baro en eur c’haloupad ; kempen zoken he moustachou heb troc’ha tam, he diouchod nag he muzellou.

— Allô, mad, mad, avad, eme an tad. Mad tre ouzout da vicher. An ti, mezaon, a vo d’id-te. Dispar ouzout labourat.

—o—

D’an ampoent setu eur wetur o tont. Al loen a ioa diouthi a deue d’an daou-lam ru. « Bremaïk va zad, eme an houarner-kezek, e velfot penaoz e ran va micher. » Hag e-pad ma oa ar wetur o tremen, iao ! eun taol turkez var pep houarn koz hag an hern d’an traon, c’hwec’h taol morzol war pep houarn nevez ha staget hern all deuz treid al loen.

— Brao, brao ! avad eme an tad. N’e ket eaz lakat kem etre te ha da vreur. N’oun dare kalz da biou rei an ti.

—o—

Ar glao a en em lakeaz da gweza. « Tad, va zro me brema, eme ar mab all. » Hag hen dihouina e gleze. En em lakat a reaz da drei ha zizrei anezhi azioc’h e benn. Parad glao ebed na gwez varnan.

Neubeut a neubeut an arne a greskaz. An dour a gweze deuz an Nenv, evel ma vijer bet o teuler gant baillou. Mez ar c’hleze a iea hag a deue ker buan en dro da ben ar mestr-eskrimer, ma na gwezaz beraden glao ebed var e zillad.

— Ah ! fidandoulle-doulle, eme an tad, te zo ar gwella desket var da vicher. An ti zo d’id.

An daou vreur all, ne gemerchont ket a gasoni evit kement-se. Leun a garantez an eil evit egile e chomjont ho zri er memez ti. Labourat a rejont pephini, var ar vicher en doa desket. N’oant ket bet pell evit dont da veza pinvidik. Beva o doa great koz-koz ha pa deuaz unan anezo da vervel an daou-all a vevaz gant ar glac’har. Hag evel m’o doa bevet o zri dindan ar memez toen, oant lakeat er memez bez da ober o c’housk diveza.

Gwir garantez etre tri zen
Gant ar maro na c’hell tremen.

Doph an ti-all.