Mont d’an endalc’had

An telenner

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 119-127)



An Telenner
————

Karl a ioa eur barz evel ar re a velet stank guechall e Breiz. He vicher oa c’hoari gant an delen, ha cana varnezhi soniou ha kanaouennou. Hogen deut oa da veza coz, ha paour lazar oa. Eun dervez m’edo o vale o clask he dam bara, e tremene ebiou d’eun davarn ; eur vanden dud iaouang a ioa eno en em zestumaz en dro dezhan hag a falvezaz dezho he lacat da gana.

— Alo, bars coz, distagit deomp aze var ho telen eur zon nevez pe unan bennag a ganaouennou ar vro. Ne ket bier a vanco deoc’h da efa.

Hogen ar bars coz a hejaz he benn, hag eleac’h mont en davarn, en em dennaz a douez ar ganfarted hag ez eas gant he hent. Ar pez a vire oc’h an telenner coz da zilaou goulen an dud iaouank-ze, ne ket ne vouische ket a zoniou avoalc’h da gana. Gouzout a rea dindan envor kement soun ha kanaouen a ioa bet savet er vro ; mes ar muzig a ioa eun dra sacr evit Karl, ha ne felle ket dezhan saotri he delen o cana en eun hostaliri, da dud iaouank diskiant ha lonkerien.

Gouscoude en doa naoun ha sec’het, ar bars coz ! An hent a ioa hir ha goloet a boultren, ha ti ebet ne zigore dirazhan. Mont a rea didrouz ha sounn he benn gantha dirag an dud pinvidik, laouen hag ar musc’hoars var he vuzellou dirag ar vugale.

Setu creisdeiz o son. Var ar meziou ne veler den ; eat eo an oll d’ho fred. Ne glever ken trous nemet cleier ar parreziou divar dro o sini an Angelus.

Karl a azezaz oc’h costez eur c’hleuz, hag a lakeaz he delen var he varlen ; neuze en em lakeaz eur pennad mad da zellet outhi truezuz evel p’en divije c’hoant da gozeal outhi.

Ar bars coz a ioa bet guech all mad ar bed gantha.

Guechall en doa kemeret perz e kement eured, e kement dimizi a veze er c’harter. Ma kreske an dud en eun ti, mar digoueze eun deiz ha bloas, Karl en em gave gant ar re genta Gouel ebet ne alle beza mad ma na vije ket ar bars enha, ma na vije ket clevet son skiltr he delen o trec’hi var an avel.

Ar plac’hed iaouank a zride pa her c’hlevent ; an dud iaouang a lavare e voa an dorn-ze a velent o vont hag o tont ker scanv var an delen, cre avoalc’h evit dougen ar c’hleze couls ha soudard ebet, ha difen ar vro mar bije ezom.

Ar bars coz ha n’en doa hen caret morse nemet he delen ? Ne ouzon ket. N’oa ket bet demezet. Gouscoude bep bloas, da noz an anaoun, ez ea da zaoulina var eur bez er vered, hag e tenne euz he delen an toniou ar re druezusa, toniou goest da lacat ar re varo da zridal en ho bez.

Karl a ioa bet eur potr stard. Brema c’hoas, pa deue ar botred iaouank da choarzin d’he vleo guenn ha d’he varo hir ha rouestlet, e save sounn en he za, e talc’he he benn seder ; he zaoulagad a daole c’hoas tan, hag e tiskueze sclear e tiskenne euz eur vouenn dud hag o devoa gouezet mania ar c’hleze couls hag an delen, hag ober ho dever var eun dachen vrezel couls hag en eul leur nevez.

Hogen brema Karl n’en em zerviche euz he delen nemet evit goulen eun tam bara. — Ar bars paour a jome azezet oc’h ar c’hleuz, tenval he benn ha mantret he galon.

An taol diveza euz an Angelus a scoe, hag eun diveza beraden daelou a ziredaz a hed boc’h ar bars kez.

Goudeze, evel pa en divije son an Angelus dihunet en he ene ar zonch euz a zevosionou he vugaleach, e savaz, ez eas da eur chapel a ioa eno a dost, e taoulinas var dreuzou ar chapel, hag o sellet truezuz oc’h imach ar Verc’hez, a ioa en dro dezhan diamanchou ha perlez roet gant rouanet, e lavaraz en eur vouela puil :

— Guerc’hez santel, ne c’houlennit digant ar vleunen nement he c’hoez mad, digant al labous nemet he zon, digant ar bugel nemet he zell.... Ar bars ne ell oc’h enori nemet gant he delen hag he ganaouennou. Mar tlean mervel gant dienez e troad oc’h aoter, da viana va diveza can a vezo bet evidoc’h. Ne ouzon pedi na rei da anaout ar sonjou eus va ene nemet en eur gana.

O Rouanez an Env, boaz evel ma’z oc’h da glevet kanaouennou an aelez, na zisprijit ket kanaouen an den reuzeudig en em erbed ouzoc’h.

Ar feiz a zigas buez er bars clasker.

Kemeret a ra he delen, hag en em laca da zon ganthi.

Morse pa voa iaouang hag e creiz he ners, n’en devoa canet na sonet ker caer, morse n’en doa distaget eur ganaouen var eun dro ken dudiuz ha ken truezuz.

Lavaret a reas, dre he gan, ar pez a ioa digouezet gantha en he vugaleach, en he genta iaouankiz, en oad ma voa deut da veza den iaouang avoalc’h hag e pehini en doa poaniet kement da zont da veza eur muziker bras. Goudeze, en he oad vella, an dreveil en doa kemeret o clask deski he vicher da re all. Neuze e canaz, en eur grena, ar poaniou euz he gosni hag an dienez en devoa da c’houzanv. Gouela a reas varnezhan he unan, crial a reaz evel pa vije e dizesper, hag erfin, he nerz o vancout dezhan, e coezas, dare da vervel, e hars treid imach ar Verc’hez Vari.

Oh burzud !

Imach mam Doue a deu da finval. Ar Verc’hez a denn dioc’h ar gurunen zo var he fenn, eun diamant euz ar re gaera, hag her c’hinnik d’ar bars.

Karl, he galon o tridal gant al laouenidigez hag an anaoudegez vad, ne alle lavaret ger. Kemeret a reaz ar pez a ginniget dezhan hag e chomas pell da bidi dirag imach ar Verc’hez Vari. Goudeze e redas da gaer Mayans evit guerza he ziamant da eur iuzeo ha caout peadra da brena bara. Rag an dra-ma a voa en Alemagn, tost da gaer Mayans, hag er gær-ze ez euz aleiz a iuzevien hag a ra kenvers gant ar vein prisius, gant an aour ha gant an arc’hant.

Karl a redas gant he ziamant da di ar iuzev Izaac.

— Pegement a dal heman, eme ar bars coz, o lacat he ziamant var ar stal ?

Ar iuzev a lakeaz he lunedou var he fri, a zachaz he vonet blevek var he ziouscouarn, a bouezaz ar mean prisiuz en he zorn ha goude er balansou, hag a lavaras neuze :

— Cant scoet a dal.... bars coz… cant scoet en arc’hant nevez.

— Cant scoet ? a lavaras Karl outhan he unan ; hag eo an Impalaer en deus roet hema d’ar Verc’hez…

Ar iuzev-ma a ra goab ac’hanon-me.

— Ho trugarecat, Izaac, eme ar bars, mont a ran da stal Samuel a zo ama e kichen da velet petra a ginnigo din.

— Ker guir ha ma’z oun eun den honest, ne ellan rei nemet daou c’hant scoet evithan, ha c’hoaz e roan re. Hogen abalamour ma oc’h eus great avechou plijadur d’am greg ha d’am bugale gant ho telen…

— Ah ! va zelen ger ! eme ar bars ; va zelen e deus great din caout an diamant-ma a dal, me zo sur, dek mil scoet.

— Trugarez ! ha sonjal a ra deoc’h-hu em eus-me cavet oll denzoriou templ Jeruzalem ?

— Va diamant a zalc’han, Izaac ; pa ro eun Itron evelse eun dra bennak da eun den, e tle rei dezhan peadra da veva an nemorant euz he vuez.

— Ah ! bars coz, eun dro oc’h eus great er bourkou dre aze ?

— An hini ma eni eus sonet dirazhi gant va zelen, eo Impalaerez ar bed ; hogen c’hui, dre ma’z oc’h iuzev, ne gredit ket d’ar burzudou.

— Livirit din atao.

Karl, evel eur bugel didroidel, a lavaraz eün ar pez a ioa digouezet gantha, an doare ma en doa bet he ziamant digant ar Verc’hez. — Ar iuzev fallagr, a c’hoarze dindan he vourrou oc’h he glevet.

Pa en doa distaget he histor : Hag e sonch dit, eme ar iuzev trubard, rei traou evelse da gridi din-me ? Me n’oan ket ganet deac’h, bars counnaret ? Da ziamant a dal epken eur gorden evit da grouga. Clevit, tud vad Mayans, ha credit, mar kirit. Ho kuerc’hez e deus roet d’ho pars koz ar mean ar prisiusa laket gant an Impalaer da gaeraat he c’hurunen ! Karl en deus saotret ho chapel, laeret en deuz imach ho kuerc’hez ! Eun tantad tan da zevi al laer ilizou evel ma tever an heretiket hag an touerien Doue !

Eur vanden dud a ioa en em zestumet en dro da stal Izaac.

Ar iuzev hag ar bars coz a voue croget enho ho daou, ha caset dirag ar varnerien.

Izaac evel test.

Karl evel kabluz ha tamallet.

An telenner paour ne alle lavaret netra nemet ar pez a ioa digouezet gantha.

Condaonet e voue da veza crouget.

Karl a dolaz eur zell leun a druez hag a drugarez var ar iuzev en devoa he verzet evel ma en devoa Judas guechall guerzet hor Zalver. Mont a reas didrouz, ep en em glem, da heul an archerien her c’hase er meaz a gaer evit paea he dorfet tost d’al leac’h ma en devoa her great.

An dud iaouang en doa guelet dioc’h ar mintin oc’h efa en davarn, en em gavas var he hent.

— Ahan ! bars coz, ne felle ket dit egentaou dont da zibri ha da efa ganeomp-ni ! Disprich a reas varnhomp ! Guell oa ganez mont da laerez imach mam Doue, an hini a zifen ar vro-ma !

D’an tan al laer ilizou !

D’ar groug, an diot coz !

Korden ar bourreo d’al laer difeiz !

Karl ne blege ket he benn evit clevet ar c’homzou dismegansus-ze : pell dioc’h eno ; dre ma tostee oc’h al leach ma tlie beza laket d’ar maro, e valee sounnoc’h hag he zell a deue da veza scleroc’h ha laouenoc’h.

Eur manac’h coz a ioa en he gichen, oc’h he zicour d'en em bourchas d’ar maro, hag o kinnigen dezhan bep en amzer ar grucifi da boket. Aliez e lavare dezhan :

— Anzavit ho pec’het, va breur, hag o pezo ar pardon anezhan.

Ar bars ne lavare ger, hag a zelle oc’h an Env.

Guelet a reat ar chapel ; ar bourreo a ioa er penn araok.

— Grit amand henorabl, va breur, eme ar manac’h coz.

Karl a zistroaz oc’h ar vanden dud a iea d’he heul.

— Clevit, pobl, ho mouez a leverer eo mouez Doue. Silaouit diveza comzou Karl, an telenner. Ar virionez am eus lavaret d’ar barner, ha mervel a ran divlam. Va ene zo leun a fizians. Va list c’hoas da vont da zaoulina dirag imach mam Doue. Va zelen din c’hoaz eun nebeut ! va zelen din. Ma na ro ket ar Verc’hez din ar pez a c’houlennin dre va diveza kan, c’hui a vruzuno va zelen hag am stago oc’h ar grouk !

— Lezomp-hen da ober he ziveza kanaouen !

— Lezomp-hen ; red eo dezhan avad hasta afo.

Karl a gemeraz he delen, a reaz eur zell truezuz oc’h imach ar Verc’hez hag en em lakeas da zini.

Piou en doa biscoas C’hoariet var eun delen en eur stad ken doanius ? Eur beleg en tu deou dezhan, ar bourreo en tu cleiz, ha peul ar grouk dirag he zaoulagad ?

Karl, Karl ! a beleac’h e teu deoc’h an toniou-ze a ia evel eur c’hleze bete gouelet ar c’halonou hag a laca an eneou da vantri ? Petra eo ar beden-ze a venn ranna ar c’halonou ?

— Avoalc’h ! avoalc’h ! a lavare ar bopl.

Karl avad ne gleve netra. He zonch a ioa e leac’h all. He galon a vize lavaret a vruzune o clevet ar zon a roe he delen dindan he viziet. Gras a c’houlenne oc’h mam Doue. He ene a c’hourene oc’h ar maro.

— Avoalc’h ! avoalc’h! a lavaraz adarre an dud.

— Sellit! a lavaraz ar manac’h a vouez huel.

Oh burzud !

Imach Mari, hag hen e mean, a zirede goustadik diou bez beraden zaelou a hed he divoc’h. An diou veraden zaelou-ze, o coeza, a deuas da veza diou berlezen gaer.

An imach a astennaz he zorn, ho destumaz, hag ho c’hinnigas d’ar bars coz.

An oll dud a voa eno en em lakeas da stracal ho daouarn.

Karl a voue digaset var zouk da gær Mayans.

An diou veraden zaelou burzuduz-ze euz ar Verc’hez a veler eno e tenzor eur chapelik dister, en eur gouent. Karl ho roas d’ar gouent-ze pa voa deut ar mare dezhan da vont euz ar bed-ma.

Guelit pe ger mad eo ar Verc’hez Santel ! Kentoc’h, eme dadou an iliz, e rafe eur burzud e kenver ar re en em erbed outhi gant fizians hag a greis calon, eget na jomfe ep ho zicour.

————