Mont d’an endalc’had

An osac’h oaget hac e diou vestrez

Eus Wikimammenn
◄  Ar fagoder hac an Ancou An osac’h oaget hac e diou vestrez Ar vezen derv hac ar benduen   ►


AN OSAC’H OAGET HAC E DIOU VESTREZ.
(Livre I, Fable XVII.)


Un den etre yaouanq ha coz,
E vleo o tenna var ar glas,
Ounta e-hunan a songeas
Ne vige qet mal-a-brepos
Qemeret græg ha fortunia.
Choas a raze ; arc’hant a voa :
Deza ’maïnt oll o clasq plijout.
Amzer en deus ; ne qet qen æz tizout
Ar loden vella etre cant.
Etouez ar re-ma, diou plac’h drant
Var e galon a dappas crog :
(Peb a goas o d’oa bet araug.)
Unan ane, mibin ha flamm,
E-bèn a oa goevet un tamm ;
Mæs gout a ouïe, gat he louzou,
Ober un dressa d’he roufennou.
O diou, d’o zro, crog en e benn,
En em blije oc’h e guempen,
Hac, en eur farçal, a denne
Ar blevennou a zisplije.
An hini goz var ar bleo du
A Chache, pa gave e zu ;

E-bèn a c’huenne ar re c’hriz,
’Vit digass an Autrou d’he c’hiz :
Qement ha qer bihan m’en em gavas e benn
Qer moal evel un irvinen !
Grêt oa an taul pa er santas.
Va bennos dec’hu, ’me ar goas,
Merc’het qeïz evit ho labour :
Ne garfen qet, evit cals aour,
N’ho pize qet moalet va c’hern.
Dre an taul-ma, me a espern
Mizou, cured ; me foelt-biqen
Na deu ar sonch-se em c’hlopenn !
Græg e fellfe, neb’on, dezi
Ren ac’hanon d’he c’hiz ha non pas d’am hini.
Joa, en despet d’ar berruqen,
Am eus ouzoc’h ’vit ho qelen.


********