An iliz digor

Eus Wikimammenn


An iliz digor


skrivet gant Ivonig Picard


Annales de Bretagne
1919



AN ILIZ DIGOR


————


Eur c’hemener eus Kinoualc’h e Berien a veze o wriat a-hed an deiz. Pa zeue d’ar gêr, e c’houlenne e vugale digantan avalou ha per, a-wechou frouez all, hervez koulz ar bloaz.

Eun devez e tistrôas e c’hodellou goullo. — « Avalou tad ! Avalou tad ! » a grias ar vugale. — « Roït peoc’h bugaligou ! Me a ya da laerez eur zac’had evidoc’h da vourc’h ar Fouilhez… ».

Pa ’n em gavas er vourc’h, e welas eno kiger e vro. — « O ! kemener, da belec’h ez ez ’ta ken diwezat ? » — « Da laerez avalou evit va bugale. Ha te, kiger ? » — « P’eo gwir ez teus lavaret d’in ar wirionez, me a vo distag ivez ganez. Bet oun, er beure-man o klask prena eul leue bihan, met n’eo ket bet rôet d’in, ha breman e renkan e laerez. Va ostizien a fell d’ezo kaout kig… ».

« Mat, a lavaras ar c’hemener ! Mar karez, e tistroïmp a-gevret. An hini en do graet e dro da genta a c’hortozo egile dindan porched an iliz ». — « N’oufen tra gwelloc’h », a respontas ar c’higer.

Ar c’hemener a reas buan e dro. Da c’hortoz e genvrôad, ec’h azezas er porched hag en em lakeas da zibri avalou. Kaer en doa gortoz, ne wele ket ar c’higer. Heman, p’en doa laeret e leue, a oa aet war-eeun d’ar gêr. koment a drouz a rae e loen o vlejal !

Koulskoude, ar c’hemener a gendalc’he da zibri avalou.

E-keit-se, ar zakrist a nozvezie er presbital. A-barz ma’z eas d’ar gêr, e c’houlennas outan ar person ha n’en doa ket alc’houeziet dor an iliz. — « N’em eus ket, a lavaras ar zakrist, met he serri a rin en eur vont da gousket ».

P’en em gavas e-tal ar porched, e klevas chaokat, hag e kemeras aon. Setu hen distro d’ar presbital. — « Petra ’zo ’ta, a reas ar person ? » — « Aon ! Unan bennak en em zalc’h dindan ar porched ».

Ar person a bedas ar c’hure da vont da welet gant ar zakrist.

« Angn ! Angn ! » Setu ar pez a glevjont. Hag int war o c’hiz, spontet, d’ar presbital. — « Breman, michans, ez eo alc’houeziet an nor ? » — « N’eo ket, a respontas ar c’hure, rag va-unan em eus klevet trouz, ha peseurt trouz ! » « Angn ! Angn ! » « Evidoun, ne greden ket tostaat ouz an iliz ! » — « Jezuz ! neuze an iliz a chomo digor ! Panevet ez oun-me kamm, ez oan aet d’he zerri ». Ar c’hure a lavaras neuze d’ar zakrist : « Douget an aotrou person war ho kein ». Ha kerkent an daou-man a yeas war-zu an iliz.

An hevelep trouz a glevjont. — « Va Doue ! a lavaras ar zakrist ». — « Kerz atao ! a urzias ar person ». Pa dostajont, e krias ar c'hemener : « Setu ar c’higer hag e leue !… ». Hag e reas d’ar person eur pinsadenn ker kriz en e reor ma hopas : « An diaoul ! an diaoul ! Harz an diaoul ! » Ar paour kaez sakrist hag e zamm a redas en-dro d’ar presbital.

Abaoe, dor an iliz a chom dibrenn e-pad an noz.

(Kontet gant J.-L. Camm, 82 vloaz, eus Kerberou, er Fouilhez, ha lakaet dre skrid gant Ivonig Picard.)