An erc’h

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 280-284)



AN ERC’H


War don : Diskennet eus an Nenvou.

D’an aotro chaloni Ollivier, Plouguerneve.


Warlec’h an avel skornet,
Pep tra a zo sioul,
An oabl a zo morlivet
Ha du eo ar c’houmoul ;
Ar bed, leun a nec’hamant,
A zeblanta mezus ;
N’hall ket hep eur gwiskamant,
Digemer mad Jezus.

Mes Doue en e furnez
A reiz an traou ervad ;
E Vab eo ar Zantelez,
E di vo deread ;

En dienez ar vrasan
Hen a renko genel,
Da vihanan, evitan,
Ar bed a vo en gouel.

Dilezet gant ar brinsed,
Kollet ’n eur c’hraou dister,
Ne deu nemed al loened
En dro d’ar bugel ker ;
An dud, digalon ha kri,
A redo, a gano,
Hep sonjal en neventi
C’hoarvezet dre ar vro…

Dirak yenien an holl
An douar a laro :
— « Ma Doue, groet d’in digoll
Dismeganz tud garo ;
Eur pennadig d’in roet
Eur gwiskamant kaer, kaer,
Ma c’hallin, vel m’eo dleet,
Digemer ar Zalver… ! »

Kerkent, o tra burzudus !
Eus lein an oabl tenval,
E koue skanv, skanv, dudius,
Bleuennou gwenn raktal ;

Kaeroc’h pell evit bleuniou
Ez int en kreiz an noz,
Laret vefe eskelliou
Evned ar Baradoz.

War an douar e kouezont,
Ken stank, ken stank, ken drant
D’ar bed buhan e reont
Eur gaer a wiskamant ;
Gwiskamant a vadelez,
Eus zae gwenn-kan meurbed
Jezus eo ar Zantelez,
Mari eo ar C’hlanded !

Dre-ze an Aotro Doue
Na c’houlle ket gwelet,
Tud fall ha didrugare
En dro d’e Vab karet ;
Da azeuli ar Zalver
Al loened mud zo well
Hag ive d’Hen digemer
Ne fell ket eur c’hastell…

Eur c’hastell gant e vadou,
Gant e binvidigez,
Zo leun a fallenteziou
Karget a hudurnez ;

Bolz an nenv o lugerni
A-us d’eul linsel erc’h :
Da Vab ar Werc’hez Vari
E tell eur c’havel gwerc’h !

Setu petra zo kiriek,
Aboue triwac’h kant vla,
E weler d’an Nedelek
An erc’h gwenn o koueza ;
Ar bed evit Mab Doue
An em lak ’n e gaeran…
Pebez kentel d’hon ine,
Kemeromp skouer warnan !

O Mabig Jezus bihan,
Ganet en dienez,
An erc’h gwenn a zo distan,
Klevet breman ma mouez :
— True ouz ar bewien gez,
Groet m’o devo bara,
Ar paour a renk aliez
Hirvoudi ha gouela…

Oh ! enpad ar yenien,
D’ar bewien dre ar bed,
Roet, mar plij, eun doên,
Roet d’e eun oaled…

Mes dreist-holl, Mabig Jezus,
Mabig Jezus dinam,
D’an emzivad gwall-eürus,
M’ho ped, roet eur vam !


————