An dakenn dour

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask


An dakenn dour


skrivet gant Jarl Priel




JARL PRIEL
————





AN


DAKENN


DOUR





TUD AR C’HOARI :


GWILHO, ar pesketaer.
KATO, e wreg.
UR GLASKEREZ-VARA.


AN DAKENN DOUR
————
DIVIZ I


E ti ur pesketaer eus va bro, damdost da Landreger, un devezh bennak, goude kreisteiz, e-kerz an hañv.

E-kreiz leur an ti, un daol derv gant ur bank a bep tu.

E traoñ al lec’h-c’hoari, ur siminal a c’hiz kozh. War ar siminal, ur groaz, daou gantolor kouevr, hag ur vag vihan dre lien.

A-zehou hag a-gleiz, an nor. En ur c’horn, en tu dehou, ur prenestr. Harpet ouzh ar voger, e~kichen ar prenestr, ur roeñv hag un avenell.

Den en ti, pa sav ar gouel. Ur skrilh a gan e-barzh an oaled ; dre ar prenestr hanter-digor e klever ar gelven o filipat dindan an doenn ha war ar c’harzh.

A-greiz-holl, un den a huch er-maez, e toull ar porzh, moarvat, ha goude en-dro d’an ti.

Kato !... Kato !... Katooooooo !...

Ar skrilh a dav hag ar gelven ivez ; ur vran, o tarnijal a-drek al liorzh a laosk ur goagadenn hir, evel m’he dije c’hoant d’ober goap, met tanfoeltr mouezh ebet a-hend-all...

Neuze, e tered GWILHO, dre an nor dehou, hag e huch war an treuzoù, a-leizh e gorzailhenn : Kato !... Katoooo !...

Respont ebet c’hoazh.

Gwilho, un troc’had mat a zen, a zeu emichañs diouzh an aod, rak lec’hid a zo c’hoazh peget ouzh e heuzoù ha war e c’hlin. Gwisket eo gant ur c’hozh stammenn dislivet hag ur bragoù gant meur ha meur a dakon. War e vrec’h ez eus ur c’havell hanter-leun a vezhin.

Treuziñ a ra Gwilho leur an ti, ha goude bezañ digoret an nor all e huch c’hoazh ur wech :

Kato... Bouzar out, pe betra ?... (Gwilho a lam e dog koaret, a laka e chig-butun en e c’henou hag a skrab e benn, nec’het bras).


GWILHO

Aet eo adarre, am eus ar gredenn, da glakenniñ e ti ur strakell bennak !... (en ur astenn e zorn war-du an daol) Ur pennad brav ’zo eo sonet kreisteiz, ha keloù ebet eus merenn amañ...

(Mont a ra en e goazez ouzh taol). Gwerzhet em eus un toullad pesked !... Nebeut a dra : ur silienn, daou pe dri levneg, ul legestr hag ur vozad vilgot... Feiz ’vat, pezh am boa... Kato !...

(E zivrec’h e kroaz) Daoust ha pelec’h an diaoul emañ an dañvadez-se ?... Gwir eo, manet on er bourk da evañ un dakenn win-ardant gant Pipi ar Bolc’h ha Fañch Korlouer, met goude em eus redet d’ar gêr, ken na findaone va zreid ; berr eo warnon c’hoazh... Kato !... Dal ’ta, me a gave din e kleven trouz he botoù-koad... Doue da vezo meulet ec’h on-me erru ar c’hentañ ; evel-se, da vihanañ, ne vezin keit pouilhet gant va zurzhunell, hag e c’hellin krozal, ha kanañ dezhi d’am zro he Santa-Maria... Rak adalek ma laosk Kato he zeod da fraoñval, kaer am bez en em chalañ ha touiñ Doue, n’on ket barrek da lavarout kaoc’h evit ur gwenneg !

(Mont a ra en e sav) Kato !... Aet eo da droadañ, ’m eus aon bras !... Koulskoude, an ozhac’h a dle bezañ mestr ha roue, ar wreg avat, gwellañ tra he deus d’ober eo tevel ha plegañ... Ya, merc’hed !... Ne lavaran ket « ya, paotred », rak gouzout a ran, kement gwaz a welan aze dirazon a zo a-du ganin... N’eo ket gwir, kanfarded ?...

(Bale a ra, a-dreuz hag a-hed, evel pa vïje war glask un dra bennak). Naon bras am eus, ha sec’hed ’ta, Sant Erwan ! met amañ e vez prennet hag alc’houezet war ar sistr hag ar gwin betegout na gouezhfe warno va faour kaezh dorn... Lennomp bepred ar gelaouenn da c’hortoz... Dal ’ta 1... Perwenan : E-ti intañvez Lazhbleiz ez eus bet laeret un hanter-dousenn vioù, ur gartourenn chikore, ur galabousenn hag ur billig nevez-flamm... (Paouez a ra da lenn) Intañvez Lazhbleiz ?... Hounnezh, a gav din, ’oa gwechall merc’h sakrist kozh Planiel... Ya vat, ha c’hoazh e veze graet anezhi an Dougn, daoust d’he fri bezañ hiroc’h ha moanoc’h eget ur minaoued !... Deomp dezhi c’hoazh. (Lenn a ra ar gélaouenn). Kamlez... Disul diwezhañ e-pad an oferenn-bred ez eus bet adarre un tamm sach-blev etre Luch ar Gonideg hag e vamm-gaer Fant Merrien. Dimerc’her kentañ e tleont mont dirak ar barner da Landreger... Ret e vo din mont ivez ; c’hoarzhin a rin o welout al Luch hag an hini gozh o’ n em zifretañ... (Lenn a ra ar gelaouenn). Langoad... Anton ar Bitouz, troc’her-moc’h, en deus hanter-lazhet e wreg a daolioù troad skourjez... Sell ’ta ! c’hoari a ra an dud war an tamm tachenn-pri-mañ ! (Lenn a ra adarre). Anton ar Bitouz a zo bet pemp gwech intañv !

(Ar gelaouenn a gouezh diouzh e zaouarn) Sant Erwan ! pemp gwech intañv ?... Neuze ’ta, ar Bitouz a oa dimezet evit ar c’hwec’hvet gwech !... ’c’hanta, diouzh va diviz-me, e-lec’h bezañ bountet e-barzh an toull, ar balbouzeg-se en deus gounezet ur vedalenn... (En ur skrabat e benn). Dimeziñ c’hwec’h gwech ! Pa n’emañ ket Kato war-dro, e lavarin deoc’h ar wirionez : un den evel hennezh a rank bezañ Yann al Leue, pe ur sant bras addeut war an douar evit ober pinijenn... (Deut e-barzh dre an nor dehou, Kato a dreuz an ti hag a ya er-maez dre an nor all). Cho ta, Kato, cho... Da belec’h e redez ken reut ha m’az pije lonket ur vazh-yod ?...

(Digeriñ a ra an nor gleiz). Selaou ’ta, va flac’h, da bet eur e vo merenn hiziv ?


DIVIZ II


GWILHO, KATO


KATO

Hag abaoe pegoulz ec’h eo sonet an Anjeluz ?... Sed amañ marteze ur pezh divergont hag a gomz ouzh an den, gwashoc’h eget ma vijen ur c’hi !... Chomet oc’h adarre, emichañs, gant ur bagad lonkerien eveldoc’h da glakañ e-barzh un ostaleri bennak ? (Astenn a ra Gwitho e vrec’h evit komz, hogen Kato a droc’h dezhañ e c’hêr). Serrit ho kenou, c’hwez ar gevier a zo ganeoc’h ! Sellit ouzh ho fri ! erru eo ken ruz hag ur vouarenn hanter-darev !

GWILHO

N’em boa ket lavaret deoc’h ?... Adalek ma krog houmañ da ganañ va fegement, e red he zeod ken prim ken na vezan mezevennet...

KATO

Mezevennet, emezañ ?... Ha pelec’h emañ an arc’hant ? (Stlepel a ra Gwilho war an daol un dornad pezhioù moneiz). N’hoc’h eus nemet se ? ( Troc’han a ra adarre dezhañ ar gomz). Gortozit, bremaik ec’h an da furchal ho kodelloù... Serrit ho kenou, pa lavaran deoc’h ! Marteze n’hellin ket rannañ ur ger em zi ?... (Gwilho en em laka da chaokat). ’Oc’h adarre gant ho chaok !... O tispign ho tammoù gwenneien gant al loustoni-se, ha goude e viot o valbouziñ hag o libouzañ din va faour kaezh plañchod !


GWILHO (o skeiñ gant e zorn war an daol)

Arsa ! ne vin ket laosket da zistagañ ur ger ?


KATO (o skeiñ kreñvoc’h eget he den)

Ger ebet !... Hiziv ec’h eo va zro da zisammañ va c’halon, ha kaer ho po lammat ha sailhat, e klevot ho kentel penn-da-benn... Ya, sed amañ un ibil !... D’ar gêr e teu pa vez skuizh o tigeriñ e c’henou ’lec’h all, ha kerkent ha ma laka e droad er porzh : Alo ! buan ! traoù war an daol evit añ Aotrou !... ’c’hanta, merenn ebet n’ho po, na koan kennebeut- all ken ne vezit ket furoc’h !


GWILHO

Rrrrrrrr !... Rrrrrrrr ! Mont a ra ar vilin-wenterez en-dro !


KATO

Oc’ho ! grit rrrrrrrrr pezh a garot !... Houmañ n’eo ket ur vuhez ! Erru ar gont a vez, ec’h a ar paour da ouez !... A-walc’h, va faotr ! ne c’houlan ket bezañ moustret ganeoc’h... (Gwilho a stouv e ziskouarn) O, kaer hoc’h eus stouvañ ho tiskouarn, va gousperoù n’int ket echu c’hoazh !... Me am eus merennet, pell a zo, ha pred ebet ne vo war an daol-mañ a-raok c’hwec’h eur…

GWILHO

Te ac’h eus merennet ?


KATO

Ya vat, hag ur verenn diouzh ar c’hentañ am eus bet : soubenn ar c’hig, ha goude ur pikol plaisenn, rouzet ’barzh an amanenn... Lipet ho pije ho pizied, met siouazh, lonket em eus anezhi en he fezh !


GWILHO

Oc’h ober goap emaout, emichañs ?


KATO

Fidemdoula, n’emaon ket avat !... Ar wirionez a lavaran ha n’eo ket kaozioù !


GWILHO

Alo, aloñ va flac’h, kerzh, ha degas din amañ war an daol ar bara, ar sistr, ar berv hag an tamm pesk ; ma ’c’h eo yen, n’eus forzh !


KATO

M’hoc’h eus naon, gouzout a rit, Gwilho gaezh, pelec’h emañ ar ganastell; eno e kavot penn ar blaisenn hag an drein, mar n’int ket aet gant ar c’hazh...


GWILHO

Selaou ’ta, va gwreg, n’emañ ket ar c’hiz em bro da zebriñ em sav evel un aneval e-barzh ar marchosi. Amañ, ouzh taol, e fell din mandrouilhat va zamm boued, evel ar gristenien all.


KATO

’C’hanta, me ne lavaran mann enep da se... Moarvat n’hoc’h eus ket a glogor dindan ho treid... Kit da gerc’hat pezh hoc’h euz ezhomm, ha va laoskit amañ d’ober stamm, pe da vazailhat, ma karan, rak faezh ec’h on bezañ ho matezh !


GWILHO

Paouez da vlejal bepred ! me a zo sur e vez klevet ac’han betek an aod... N’ec’h eus ket a vezh ?... Rak an dud...


KATO

An dud, emezañ ?... An dud a oar pell a zo peseurt poñsin ec’h oc’h !


GWILHO

Marteze, hogen keuz az pezo ma talc’hez evel-se... Sell, bountañ a ran va daouarn em godelloù, rak debron a reont din...


KATO

Debron, sell ’ta !... E soñj oc’h da skeiñ, va faotr ?


GWILHO

Allas, Kato, ro peoc’h !... Kemer da lunedoù ha lenn pezh a zo skrivet amañ dindan va biz : an troc’her moc’h eus a Langoad en deus hanter-vruzunet e wreg a daolioù troad skourjez.


KATO

Ac’hañ ?... Evel-se emañ ho kont, Yan lip-e-werenn ? O Santez Anna Wened ! pebezh trubuilh a rankan gouzañv gant un amprevan evel-hen !... ha c’hoazh hep lavarout ur ger !... O, va divhar a gren dindanon ; ec’h an da gaout ur falladenn, ec’h an da vont er bord all !... (en ur huanadiñ hag en em vranskellat, Kato a sempl etre divrec’h he den ; Gwilho, gwaïl-nec’het ha mezhek, a ra dezhi azezañ war ur gador).


GWILHO (o skrabañ e benn)

Alo ’ta, Kato, alo !... o farsal e oan... Me ne oan ket a sell da... (goude ur pennadig, e skop war ar plañchod hag e hej e skoaz) ’c’hanta, chaous !... pa garo e savo alese... ’keit-se, ec’h an da glask un tamm bennak da zebriñ, rak, Sant Erwan, naon daonet am eus, ha ’m eus aon bras ne vo ket gwall zruz va merenn hiziv... (Mont a ra er-maez dre an nor gleiz ; kerkent Kato a sailh en he sav).


DIVIZ III


KATO


KATO

Tremen poent eo din mont da gerc’hat an archerien war-dro an ebeul-mañ !... (Redek a ra betek an nor dehou) Sell ’ta, piv a zo aze ? (Dont a ra e- barzh an ti ur baourez kozh ha truilhennek, ur baner ganti.)


DIVIZ IV


KATO, AR BAOUREZ


AR BAOUREZ

Un dra bennak d’ar paour, ma plij !


KATO

Ac’hañ !... kouezhet mat oc’h, va moereb, bremaik e roin deoc’h an aluzon evel ec’h eo dleet, hogen da c’hortoz, azezit amañ !


AR BAOUREZ

Penaos emañ ar bed ganeoc’h ?... Tud klañv hoc’h eus? Diouzh traoñ ar c’hra e kleven unan bennak o krial hag o ouelañ !


KATO

Den klañv ebet n’eus em zi, met un tammig muioc’h e vije bet amañ ur c’horf marv...


AR BAOUREZ (spontet en he sav)

Ur c’horf marv ?


KATO

Chomit en ho koazez !... C’hwi a zeuio ganin da dest.


AR BAOUREZ

Da dest ?... evit petra ?


KATO

Setu petra ! Va den en deus, emezañ, c’hoant da derriñ din va fenn a daolioù troad-skourjez... (Ar baourez a sav en he sav hag a fell dezhi ’mont kuit) Chomit aze ’ta, a lavaran deoc’h !


AR BAOUREZ

Ya, met ma tapan ur mestaol bennak ivez, war ar marc’had ?


KATO

N’hoc’h eus ket ezhomm da gaout aon !... Biken ne gredo ober dirak an estren…

AR BAOUREZ

Petra, va merc’hig, ur gwall zen eo ho pried ?


KATO

Ur gwall zen, emezi ?... Gwashoc’h eget an diaoul ruz dichadennet !... Kement si fall a zo anezhañ 1... Ne vez tomm dezhañ nemet pa n’hell ket... Ur gwall besketaer eo, ne lavaran ket nann, Hogen pezh a c’hounez, a zispignfe diseblant, mar ne vefen ket war va jeu... (Ar baourez a fell dezhi komz, met Kato ne ro ket amzer dezhi da zigeriñ he genou). Gortozit ma larin deoc’h ! Dalc’hmat e vez e chaok brein en e c’henou... Sellit penaos en deus mastaret din leur an ti gant e zourjostr... Selaouit !... en deiz all e oamp o vont da vale, hag o tremen ar bourk, ur barr avel a ziskabellas Gwilho. ’C’hanta, soñjal a ra deoc’h en devoa redet war-lerc’h e dog-da-sul ?... Ne oa ket, laouen! Da bevar lamm ruz en devoa skarzhet da zastum e chaok butun, ha laosket e baour kaezh tog nevez da ruilhal e-barzh ar fank hag ar c’haoc’h kezeg !... (Ar baourez a fell dezhi lavarout ur ger) Ya met, va Doue, gortozit ’ta, ’m eus aon bras, c’hwi ec’h eo Mari strap-lapenn ! Ma chom Gwilho er gêr, peoc’h ebet n’am bez gantañ diouzh ar beure betek an noz teñval, ha pezh ec’h eo ar gwashañ, ne fell ket dezhañ va c’hlevout o lavarout ur ger... ur ger, intent mat a rit, ur ger hepken !... Petra larfec’h war se ?


AR BAOUREZ

Feiz, va merc’hig ! truez am eus ouzhoc’h... Met ma karit, me ’roio deoc’h un ali mat.


KATO

Ken daoubennet on, ken ec’h on barrek da selaou n’eus forzh piv... Hag ouzhpenn se, mar diboagnit ac’hanon, ne gollot ket ho tevezh...


AR BAOUREZ

Ho ten, am eus aon bras, a zo klañv... Ya met, ho tro a zo bremañ da devel... Ya, klañv eo ho pried ha me a zo gouest d’e wellaat.


KATO

Penaos ’ta ?


AR BAOUREZ

Bez’ hoc’h eus aze ur vured vihan ?


KATO

Ya vat, n’eo ket se a vank din.


AR BAOUREZ

Roit anezhi din ’ta !... (Kato a ya da gerc’hat ur vured ; ar baourez a denn diouzh he faner ur voutailhad dour) Hemañ, va merc’hig, a zo dour sorset...


KATO (en ur c’hoarzhin)

Oho ! Gwiiho ne gemer takenn dour ebet en e c’henou, pe vez sorset pe ne vez ket !


AR BAOUREZ (o lakaat leun ar vured a zour)

Met, n’eo ket ho ten a evo diouzh an dour-mañ.


KATO

Piv ’ta, neuze ?


AR BAOUREZ

C’hwi, va merc’hig !

KATO

Me ?


AR BAOUREZ

Ya vat, ha den ebet nemedoc’h.


KATO

Met na ran...


AR BAOUREZ

Grik !... Lavaret em eus deoc’h e oa va zro da gomz... Pa viot gant ho pried, mar deu dezhañ da grozal, d’ober poan deoc’h gant ur ger garv bennak, kemerit raktal leizh ho kenou eus an dour sorset- mañ, ha kaer en devo ar paotr c’hoari e ziaoul, kerkent e torro dezhañ...


KATO

Hola vat ! Poan am eus o krediñ ac’hanoc’h !


AR BAOUREZ

Ne werzhañ ket va dour, hen reiñ a ran evit mann; en anv Doue, gant se ne gollot ket nemeur, mar karit ober un taol-esa...


KATO

Ar wirionez a zo ganeoc’h !... Neuze ’ta e kemerin leizh va genou a zour, hogen pegoulz e rankin evañ anezhañ ?


AR BAOUREZ

O salokras !... n’evit ket anezhañ !... Mirit an dour dalc’hmat en ho kenou, keit ha ma vo ho kwaz en ho kichen... Ma c’houlenn ganeoc’h tra pe dra, roit dezhañ pezh a c’houlenno... ho kenou leun a zour !... Mar deu dezhañ sevel e vouezh, ma fell dezhañ bezañ divergont, ma ra goap, ma tou Doue, n’eus forzh, ho kenou leun a zour sorset !

KATO

Ya, ha ma c’hoanta skeiñ ?


AR BAOUREZ

Biken ne raio, va merc’hig, ma heuilhit va gourc’hemennoù... (Kato a gemer leun he genou a zour).


KATO (o skopañ an dour-se)

Fidamdoula, diaes eo mirout kement-se a zour em genou !... Lonket em eus ur bannac’h... n’eo ket fall, evit dour sorset... (Klevout a c’heller Gwilho o c’hwitcllat). Tavit, me ’gav din eo erru va den... Deomp d’al liorzh... Ret mat eo din ’n em gustumiñ. Neuze ’ta, arabat eo lonkañ an dour a-raok ma... (Mont a reont kuit dre an nor dehou. Dont a ra Gwilho e-barzh, en ur dorchañ e vourennoù hag e varv).


DIVIZ V


GWILHO


GWILHO

Feiz ! n’em eus ket da glemm !... Gaou a lavare, rak kavet em eus ’barzh ar ganastell un tamm brav eus ar blaisenn... Hag en tu-hont da se, ankounac’haet he doa alc’houeziñ ar pres, ha va dorn a zo kouezhet war an dousenn krampouezh-gwinizh, kuzhet ganti ’drek al liñselioù...

Paket em eus anezho betek an disterañ... Ha ma c’houlenn diganin : Pelec’h emañ ar c’hrampouezh ? Aet int gant ar c’hazh, emezon. Grik !... na lavarit ket dezhi, hañ ?... E-barzh korn ar pres, em eus ivez kavet ur voutailhad hini-dous graet gant ili-dant... hag am eus, evel just, gwintet ar voutailh... Flip ha flap, leizh va c’horzailhenn !... O Sant Erwan ! hennezh a oa mat!... Ma ’c’h afen c’hoazh da glakañ ur bannac’h all ! Diwallomp !... erru eo ar vaouez ! (ar gelaouenn en e zorn, mont a ra Gwüho en e goazez war ur gador. Kato a zeu e-barzh dre an nor dehou ; kerkent ha ma wel he den, e kemer leizh he genou, a zour diouzh ar vured). ’C’hanta, Kato gaezh, torret eo dit ?... Aon am boa e rankjen mont da gerc’hat ar medisin pe ar person war da dro... Met peoc’h war pezh a zo tremenet... Anzav a ran ec’h oan diwezhat o tont d’ar gêr ; ur wech an amzer, ’vel just, e talv ar boan krozal din, n’on ket ur Sant, pell ac’hane, hogen te n’out ket ur santez ivez !... N’eo ket gwir ?... Hola ’vat, gwall goeñvet eo da zivjod !... Poan dent ac’h eus ?... (mont a ra en e sav, droug ennañ) Setu amañ un houadez !... Kaer am eus en em izelaat dirazi, bepred ne lavar ket ur ger !... Daonet e vo kroc’hen va c’hazh ! n’in ket da ’n em, stlabeziñ dirazi war va daoulin da c’houlenn pardon, nann, ma karan !... Kato, kavet em eus an tamm plaisenn az poa miret evidon, trugarez dit... (goude ur pennadig) Ahañ ! evel-se emañ ar bed ganit... Selaou ’ta, va flac’h, mat e oa ar c’hrampouezh, ha n’em eus ket laosket unan evidout... hag an ili-dant ne oa ket blazet fall ivez ! Petra, ne lavarez ger c’hoazh ?... Klañv out ’ta, Kato, ha klañv- moñs, peogwir e c’hellan anzav va fec’hedou, hep klevout diganit pet eur eo... Alo, Kato, alo ’ta, n’az poa ket ezhomm da gaout aon, me n’on ket un den fall, ur Ravachol bennak... Goùt a rez a-walc’h, kaer am boe blejal pe skeiñ war an daol, biskoazh n’em eus savet va dorn warnout... N’eo ket me, moarvat, troc’her-moc’h Langoad... Selaou ’ta, Kato, dek vloaz ec’h omp dimezet, hag eizh vloaz bennak n’am eus ket poket dit. ’C’hanta, evit va finijenn, setu amañ ur mañig... Neuze ’ta mut ec’h out, ha mut e chomi, kaer em bo troidellañ en-dro dit ?... Mat, kae da gac’hat ’ta !... (fuloret-meurbet, ez a er-maez a gammedou bras).


KATO (goude bezañ tufet he genaouad dour)

O pebezh burzhud a zo c’hoarvezet !... Gwir e lavare ar wrac’h-se, raktal ’vel ma eo aet an dour sorset em genou ec’h eo torret da Wilho ! Pegen brav ivez ’ta e komze ouzhin, gant pebezh karantez e troe hag e tidroe en-dro din !... Ya, ret eo krediñ ec’h eo gwall greñv ha gwall c’halloudek an dour- mañ !... Betek dont da bokat d’in ! Ac’hañ ! ne oa ken e benn gant taolioù troad skourjez !... Arabat e vo din fotañ an dour burzhudus-mañ rak a dra sur, nag evit aour nag evit arc’hant ne vez kavet kement- all da brenañ e ti an apotiker e Landreger... Arsa, ankouaet em eus goulenn digant an hini gozh pegement e tlean dezhi... Moarvat e kousto din pikez ! (mont a ra betek an nor gleiz). Deuit amañ ’ta, va moereb kozh !... (dont a ra tre ar baourez).


DIVIZ VII


KATO, AR BAOUREZ


AR BAOUREZ

’C’hanta, va merc’hig, penaos emañ ar bed gant ho kwaz ?


KATO

Doue ra vo meulet !... Yac’haet hoc’h eus anezhañ, yac’haet, ya, an taol kentañ, gant ho tour sorset !... Bennozh Doue deoc’h !... Ha pegement e tlean deoc’h ?...


AR BAOUREZ

Petra a rofec’h din ?... Nebeut a dra : un tamm bara hag amanenn, ha ma c’hellit un toullad gwenneien, hag ivez ur bedenn evidon ur wech an amzer...


KATO

O ya vat, biken n’ankouain ac’hanoc’h... Gras deoc’h, ec’h eomp da vevañ amañ, Gwilho ha me, evel e-barzh ar baradoz... Pa stardo an traoù etrezomp, hop !... un dakenn dour sorset em genou, ha setu echu ar pardon...


AR BAOUREZ

Ret eo din, va merc’hig, anzav ar wirionez war he hed... An dour-mañ n’eo ket sorset... Dont a ra eus ar c’hra gozh, diouzh feunteun Soez Prigent... Bremañ, p’hoc’h eus komprenet va c’hentel, e laoskot ar vured a-gostez... Met pa viot gant ho ten, raktal ’vel ma teuio droug ennoc’h, grit evel ma vije leun ho kenou a zour, na lavarit ger, roit peoc’h, tavit !... Doujit d’ho kwaz, ur vicher griz, ur gwall vicher eo e hini... Pa zeu d’ar gêr diouzh an aod, faezh ha skuizh, petra en deus ezhomm ?... Douster ha karantez, va merc’hig, douster ha karantez, ha netra ken... Ha bremañ, ec’h an da vont kuit, Doue d’ho pinnigo ho taou !...


KATO

Gortozit, deut dre amañ, ma roin deoc’h an aluzon ha n’eus forzh petra a gemerot, betek ar marv e vin- me dleour deoc’h... (Mont a reont er-maez).

(Gwilho a zeu tre e gorn-butun en e zorn hag en ur c’hwitellat).

DIVIZ VIII


GWILHO


GWILHO

Alo, mat eo din paouez da c’hwitellat, pe am bo trouz adarre... (Kato a zeu tre, laouen-meurbet).


KATO

’C’hanta, va faotr ?... ne oa ket gwall zruz da verenn hiziv, met gortoz, emberr c raimp amañ un tamm pred mat. (Chom a ra Gwilho gant e c’henou digor-bras da sellout ouzh e wreg, ha goude en em laka da furchal e c’hodelloù) Ur chimikenn ac’h eus ezhomm, Gwilho ?... Dal ’ta, mabig, dal ’ta !... Marteze ec’h out skuizh ?... Azez war ar gador-mañ, va faotr kaezh !... (Souezhet-mik, Gwilho ne denn lagad ebet diwar Gato). Ur bannac’h kafe ne rafe ket a zroug dit, hañ ?


GWILHO

Me n’em eus tanfoeltr ezhomm a gafe...


KATO

Ur bannac’h likur neuze ?... ur bannac’h ili-dant ?...


GWILHO

Tañvaet em eus anezhañ dija...


KATO

’C’hanta, va faotr, ne vi ket mezv ma kemerez ur bannac’h all... (mont a ra er-maez).

DIVIZ IX


GWILHO, KATO


GWILHO (e zivrec’h e kroaz)

Daonet e vo kroc’hen va c’hazh !... petra an diaoul a c’hoari gant ar bompinell-mañ ? (adkregiñ a ra da c’hwitellat, hogen paouez a ra a-grenn, kerkent ha ma ’n em ziskouez e wreg).


KATO (war an treuzoù)

Dalc’h da c’hwitellat, ’ta, Gwilho... Te a c’hwitell ken brav, ur blijadur eo klevout ac’hanout!... (reiñ a ra d’he den ur bannac’h likur).


GWILHO

Selaou ’ta, Kato ?


KATO

Petra, va faotr ?


GWILHO

Yac’h-mat ec’h out ?... N’out ket klañv ?


KATO

Nann avat, da c’hras Doue !... (evañ a ra Gwilho e vannac’h likur) Ur bannac’h all az po c’hoazh, va faotr bihan ?... Alo, Gwilho, bec’h d’ar voutailh !... ur vicher griz, ur gwall vicher eo da hini !... Erru eo gwall voan da yalc’h-vutun, emberr pa ’c’h in d’ar bourk e prenin evidout un tamm brav a vutun karot... Ha m’ac’h eus c’hoant da skopañ war ar plañchod, gra hardiz, a-daol-dak ! fidamdoulik, goude e vezo skubet!... Ha neuze, Gwilho, ur pok a dlean dit, dal, sell aze (pokat a ra da Wilho).


GWILHO

Arsa, Kato, petra ac’h eus evet hiziv ?


KATO

Nebeut a dra, un dakenn dour...


GWILHO

’C’hanta, va flac’h, ma ’z eus manet ur bannac’h c’hoazh ’barzh ar voutailh, e roi din ivez da dañva !...

(an daou bried en em vriata)


GOUEL