Mont d’an endalc’had

An amzer goz (Marianna Abgrall)

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1942  (p. 144-147)



AN AMZER GOZ


————


An Ankou digor e eskell
A glask an tu da skei warnomp
Man ar giziou koz o vervel
Dihunomp, paotred, dihunomb !
Y-B. CALLOC’H.


Va bugaligou, gwechall pa vezen o konta d’eoc’h rimadellou, diouz an noz lavaren, en eur staga : Gwechall goz !

Meur a wech, marteze, ho peus bet c’hoant da c’houzout perak he devoa ho tintin kement a garantez evit an amzer goz ; mat, a-raok maz in diwar an douar-man, me a zo o vont d’hen lavaret d’eoc’h.

Me a gar an amzer goz, rak en amzer-se e oa an dud kristenien start en o feiz, ha troet da blega, e pep tra, da youl Doue.

Neuze, pep hini kerkent ha lammet eus e wele a lavare e bedennou ; ne stage den gant e bred hep goulenn ouz an Aotrou Doue benniga e voued ; diouz an noz ; e veze lennet, Buhez ar Zent ha graet ar pedennou, holl a unan, e-tal an oaled.

Da zul e veze unan pe zaou en oferenn genta ; ar re all holl a veze en Oferenn-bred hag er gousperou. An hini ne rae ket e bask a veze kemeret evid eun ailhon eus ar vrasa hag ar vugale o deveze kement a aoun raozan ha rag an diaoul.

D’ar c’houlz-se e oa poaniusoc’h beva eget ne d’eo bremañ, met an holl a ouie edo lagad Doue o para warno hag e vijent, eun deiz da zont, digollet mat eus o foaniou, er baradoz.

En amzer goz ar gerent a zegemere, gant dudi, ar vugale a roe Doue d’ezo ; gouzout a raent evit petra e oa fiziet ar vugale-se enno, evit ma rajent anezo kristenen vat ha, breman, siouaz ! petra welan, ne vezer ket e chal da gout kalz a vugale hag an nebeudig a vez ne vezo sonjet nemet d’o gwiska kaer ha d’o moumouna ; evelse, abred o gweler o klask ober o mistri d’o zad ha d’o mamm ; ar re-man, neuze, a zav keuz ganto, allaz ! pa vez re ziwezat !

Me a gar an amzer goz dre ma oa troet an dud neuze ouz ar brezoneg ; ne veze ket gwelet c’hoaz eur penn kristen, er barrez, o kaout mez o komz yez e dud koz ha sellet e veze a-gorn ouz ar re a gleved o tremen, dre an hent, en eur c’hallegat ; kemeret e vezent evit tud hag e oa da ziouall outo ha ne fazied ket ; an holl, neuze, a gare hor yez venniget, yez ar zent o deus graet hor bro ; dre holl, war ar maeziou, ne gleved nemet brezoneg ha brezoneg c’houek, en tiez hag en ilizou ; eur bloavez, da c’houel Nedeleg, e oa bet kanet e galleg, e lliz Lambaol ; droug bras, a oa bet ennoun ; traou evelse ne dleont ket beza graet.

An dud yaouank er parkeier, ar vugale o tistrei d’ar gêr gant o loened, a veze klevet o kana, hed-a-hed ar straejou doun hag ato, e brezoneg na petra ’ta !

Al laboused o-unan a gane, e brezoneg : an alc’houeder o sevel war-du an nenv a veze klevet o kana :

Per. Per digor d’in,
Biken mui ne bec’hin !

Hag al laouenan, war e skourr, a lavare :

Dir dir, dir,
Pa ne dorr ;
Torr ’ta, torr,
Te zo dir.

Ha breman, gant ar yaouankiz, e klever alies a-walc’h, galleg saout, pe brezoneg beleg, evel ma lavare an teodou fall, gwechall, soniou gallek, eur vez o c’hlevet ankounac’haat a reont eo

Ar brezoneg hag ar Feiz
Breur ha c’hoar e Breiz !

ha

Gant ar brezoneg eo deut ar Feiz
Gant ar galleg ez ay a Vreiz !

Livirit eta ganen, a greiz kalon, war-lerc’h August Brizeuk, ar barz bleo melen :

Me drouc’ho ma zeod em beg
Kent dizeski ar brezoneg

Me ’gar an amzer goz, bugaligou, evit ar gwiskamanchou a zouged gwechall, a da ken dereat ha ker kaer ha ken dishenvel eus an eil korn bro d’egile ; breman, e lec’hiennou, ar merc’hed yaouank a vez o klask mont e tok ; gwisket e vezont evel merc’hodennou hag ar baotred, evel lakizien : eun dristidigez.

Pebez taolenn dudius ho plje gwelet, bugaligou, ma vijec’h bet o sellet war lez an hent bras a ya eus a Lesneven da Follgoad d’an 13 a viz gwengolo 1923 pa reas ar Bleun Brug eno gouel ar pempvet kantved abaoe m’oa bet savet an iliz kaer a zo atao en he sav, e tal feunteun Salaün ar Foll. Nak a dud gwisket gant dilhad kaera pep korn a Vreiz, ho pije gwelet, en deiz-se, o vont da bardona da lez an Itron Varia ha na pegen distrantell eo dilhad giz Pariz e skoaz ar re-ze !

O ! bugaligou ! me n’oun ket bet nemeur pell diouz va zi ha ne ouzon ket kalz a dra ; plijet gant Doue ma savo eun den gouiziek bennak da lakaat e brezoneg istor traou kaera Breiz-Izel, traou kaera an Arvor, traou kaera an Argoad, evit ma teuy ar yaouankizou da anaout ha da garet, evel ma ’z eo dleet, bro ar zent, bro o zud koz :

O ! Breiz-Izel, o kaera bro,
Koad en he c’hreiz, mor en he zro !

Me gar an amzer goz, bugaligou, rak neuze e oa kalz muioc’h a laouenedigez etouez an dud eget ne ’z eus breman.

Da zul, goude ar gousperou, e weled ar wazed o c’hoari an horell, ar c’hilhou pe ar boulou hag ar merc’hed o choari kraoñ ; en amzer-ze ne veze ket a ezomm da redek pell diouz ar gêr, evit kaout plijadur.

Pe deue an hanv, nak a levenez a fuilhe er vro, ar pardoniou, pardon ar barrez ha pardoniou ar chapeliou hag er goanv, ar beilhadegou : ar vamm o neza hag an tad o lakaat ar yaouanka eus e vugale, a c’hoarze gwalc’h e galon da c’hoari marc’hig war benn e c’hlin hag epad an amzer-ze, e veze ayalou pe gistin o poazat dindan al ludu evit ar vugale.

En hanv, goude ar gousperou, ez aed da lusa pe da graoñ-kelvesa hag ar baotred a blege ar skourrou d’o c’hoarezed pe d’o mignonezed.

Pa deue amzer ar c’histin, ez aed da gistina hag amañ e teu son d’in eus va breur bihan, ho tonton koz, a zo o prezeg ar feiz, e pell bro, pell, pell a zo. Eur pec’hed a reas ha n’en deus ket bet a geuz d’ezan, biskoaz. Eur zulvez, goude ar gousperou, ez eas da laerez kistin ; lampat a reas dreist mogeriou uhel koat Lezerazien, daoust ma kleve ar c’hi du oc’h harzal, evit deski beza dispont.

Bremañ, siouaz ! ez eus pec’hejou all, gwir bechejou ar re-ze, a ra ar yaouankiz a weler o redek an hentchou, war o marc’hou-houarn, da zul, pell, pell diouz o zud, da glask plijaduriou fall a laz o c’horf hag o ene !

Me a gar an amzer goz dre ma oa neuze eur bern giziou mat ha kaer en hor bro ; dilezet bremañ e vezint ankounac’haet prestik nemet skrivet e vefent ha mat e vije hen ober, evit m’o devezo ar re a deuy war hon lerc’h anaoudegez eus ar pez a oa evel pa lavarfen tenzoriou o zud koz. Ma vije klasket piz ar giziou kaer ha dudius-se a lakae Breiz da skedi etouez an holl brolou, e vije a dra zur gellet ober eul levr bras anezo. Setu amañ, da nebeuta, eur guchenn anezo.

Gwechall pa ’z aed en eun ti bennak, e lec’h gallegat, evel meur a hini bremañ, e lavared ato : « Doue, r’ho pennigo ! » ha mestr an ti a deue gantan raktal : « Bennoz Doue deoc’h ! ». Pa vezed bet o welet unan klanv bennak, o kimiada dioutan e veze lavaret : « Doue ra wellay d’eoc’h ! »

Pa zone ar c’hloc’h da gemenn e vezed o vont da gas e Zoue da unan klanv, mamm a goueze war he daoulin da bedi evitan ha pa zone ar c’hloc’h, kañv d’an hini a veze o paouez tremen, e lavare eur bedennig, evit m’en em gavje e ene e bro ar freskadurez, ar sklêrijenn hag ar peoc’h.

Pa zone kloc’h gorre-Doue an oferenn, e taouline da adori Doue o tisken war an aoter.

Pedenn an Ael Gabriel a lavare, a vouez uhel, teir gwec’h bemdez, kerkent ha ma kleve an taoliou kloc’h, er gêr hag er maez eus ar gêr, ha zoken war ar marc’hallec’hiou.

A-raok troucha bara e rae sin ar groaz gant ar gontell war an dorz hag a-raok staga da ribotat e rae sin ar groaz, war an dienn, gant baz ar ribod.

Gwechall, pa ’z aed d’ar park e raed sin ar groaz, war an douar, gant ar benveg e vezed o labourat gantañ ; eur groazig wenn a veze graet, ivez, war an douar e veze bet hadet lin ennan.

Ar c’hiz vat a oa gant mamm, da bokat da leur an iliz, da zeiz ar bloaz he badiziant.

Hag, en iliz, pa roed eur prof bennak er plad d’ar gesterien, ar re-man, d’ho trugarekaat, a lavare atao : « Doue r’ho paeo ! »

Gant goueliou Nedeleg nak a levenez a fuilhe war ar maez ar vugale o klask o c’halanna, pa ganent :

Nouel, nouel a galon vat,
Da dud an tî-mañ ’r bloavez mat !

Gwechall goz e oa stank ar re a rae yun an nao steredenn, en dervez a-raok gouel Nedeleg, hag an dra-ze a oa chom hep tamm, n’eo ket hepken betek dek pe unnek eur, diouz ar beure, evel ma raer bremañ, met, betek ar pardaez, ken a veze gellet konta nao steredenn en oabl.

Nak hen e tlee beza eun dra gaer da noz Nedeleg, pa veze kaset ar vugaligou da gousket, gwelet an tad, ar vamm, ar vugale vrasa hag ar zervicherien o vont er maez da zellet ouz ar stered o sevel, en oabl, an eil goude eben, hag o tont, dal m’o deveze gellet konta nao, d’ar red, d’an ti, da gemeret o fred, laouen da veza gellet diskouez, en doare-ze, o anaoudegez vat d’ar Mabig Doue a oa ganet evito da genver an nozvez vras-se.

Breman ez eus hanter kant vloaz e oa c’hoaz, er vro-man, meur a hini hag a rae yun an nao steredenn ; me am eus anavezet eur gwaz hag en devoa graet ar yun-se, kouls lavaret edoug e vuhez ha diou vaouez hag o devoa her graet ivez estreget eur wech.

Ar mil Me ho salud, Mari, a veze lavaret da noz Yun Nedeleg, a-raok mont d’ar Pelgent : an dra-ze a ra ugent chapeled. E pep kêr, eun toullad merc’hed ha gwazed zoken a en em zastume en hevelep ti da lavaret ar mil Me ho salud, Mari. N’eus ket kalz a vloaveziou, e Lambaol, du-man, en eur chapel a zo e kichen an iliz, e veze lavaret c’hoaz ar mil Me ho salud, Mari : eur c’hiz vat ha koant e oa hounnez ivez.

Breman, siouaz, n’eo ket o lavaret mil gwech ar Me ho salud, Mari, en enor da Vamm ar Mabig Jezuz, eo e tremen an dud o amzer da c’hedal ar Pelgent :

O ! giziou koz, giziou santel
Nac’het oc’h gant tud Breiz-Izel,
Hag en o lec’h d’eoc’h me a wel
Giziou, siouaz, kalz dishenvel.

Gant Sul Bleuniou, nak a bres a veze, pa zistroed d’ar gêr eus an oferenn-bred, da lakaat eun tamm eus ar bod beuz benniget, en ti, ouz pep gwele, er c’hrevier ha zoken er parkeier.

D’ar Yaou-Gamblit ne veze ket ankounac’haet oa da genver an dervez-se eo en devoa Hor Zalver gwalc’het e dreid d’e ziskibien, a-raok sevel Sakramant an Aoter, meulet ra vezo, hag an holl a walc’he o zreid a-raok mont d’o gwele.

Gant Gouel Yann, gouel Nedeleg an hanv, nak a blijadur epad an tantad, pa bigne ar vugale, war ar c’hae, da werza al ludu e veze kaset ar priz anezan d’an iliz, d’ar zul warlerc’h.

Ha goude an eost, nak a vall a veze da welet ar veleien, ar ganerien hag ar gurusted oc’h ober tro ar barrez.

Pa zigoueze gant an Ankou dont da ober e dro, edo ar c’hiz da steki an arched ouz ar c’hroaziou a gaved war an hent, evel ar merk diweza a zoujans d’ar groaz, eus perz an hini e vezed o tougen e gorf d’ar vered. E pep keriadenn a dreuzed, e kaved unan da ginnig dour benniget da deurel war ar c’horf.

Nak a bedennou hir ha c’houek a veze lavaret da noz an Anaon ha nak a bres a veze da vont da welet ar stered o lugerni en oabl ; ken alies a steredenn a weled, en noz-se, eme an Tad Maner, ken alies a ene a bigne d’ar baradoz ; hag ar c’hleier a jome da zeni kañv, pell hag hir en noz.

Gwelit neuze, nak a c’hiziou kaer o devoa hon tud koz hag a ’z ay holl d’an traon, hep dale, ma ne garomp diouall.

Va bugaligou, me a gar an amzer goz, met, me ’m eus fizians en amzer da zont ha va brasa plijadur em c’hozni eo gwelet o sevel war leton glas hor Breiz bleuniou an nevez amzer.

Goude an nevez-amzer e teu an hanv ; dre bedennou hon tud koz a zo er baradoz, dre ho pedennou, bugale, pedennou ar vugaligou hag a zo glan o ene, ha dre labour tud gouiziek ha kalonek an Aotrou Doue a lakay adarre da virvi e kalon ar Vretoned an diou garantez o deus graet ho pro ker kaer hag a zo o anoiou e penn al levrig-mañ a welit o tont d’in, bep miz, hag a dlefe beza lennet e pep ti : Feiz ha Breiz.

Ya ! Doue a deuy da gaout truez ouzomp ha va brasa plijadur em c’hozni a vezo :

Gwelet an holl vugaligou,
Koant evel aelez an nenvou ;
Yaouankiz fur ha tud a feiz
Hag ar re goz, evel sent Breiz !

Gwelet va c’henvroiz adkavet ganto spered o gouenn ha Breiz nevez, kel lirzin ha tra, o sevel war barlenn Breiz koz.

M. A. ABGRALL