Diou vouez am euz klevet o sevel ust d’ar bed
O-diou skiltruz da-vad, met dishanval-meurbed :
Ha diou vandennad tud am euz gwelet ive :
Bandennad an diaoul ha bandennad Doue.
Unan deuz ar moueziou a skrije evel-hen :
« Ebarz ar vue-man, mar na heuilh ket e benn,
Mar ne ve ket sentuz ouz mouez flour e galon,
An den na gavo ket eur blijadur gwirion ;
Mar lak e volante da blegan da eun-all,
N’evo ket a frankiz muoc’h ’vid ar chatal.
Pa ’man hirie an de, demp eta kalonek,
Da c’hoari-las en kear, ha heb bean mezek !
Kâd a refomp m’oar-vad trutellou war hon hent,
Hag a laro diwimp : « Kollet ’deuz o skient ! »
Mez n’o selaoufomp ket, hag e delc’hfomp da vont…
Klevet mad, trutellou, ni ’zo krenv ha dispont ;
N’anveomp mestr ebed, na Doue, na diaoul ;
Dre hent an ebato ’fell d’imp ruilhal hon boul ;
Pac’h ê berr ar vue, ni, pôtred disoursi,
A hargaso diwimp trubuilh ha melkoni.
Eur c’hoant hepken hon euz : klask bemde plijadur !
Eur vag ne blij ket d’imp, mar na ve ket distur.
Demp holl da vale kear, da dansal, da evan,
Ha gwaz a ze d’an neb ’blijo ket ze dean !… »
Ar vouez a davaz mik, hag ur c’hoarz-yud, rak-tal,
A lakeaz ar vro, tro-ar-zro, da sklokal,
Ma oa ur spont klevet ar voubou er c’hoajou.
Mez, a-greiz-holl, eur vouez a zavaz er meziou,
Eur vouez ken dudiuz evel mouez an ale,
Pa ganont en Nenvou meulodiou Doue.
« Hirie, o ma Jezuz, dirak ho Kalon Zakr,
D’ar bed, d’e skoueriou fall ha d’e c’hiziou fallakr,
E leromp kenavo, kenavo da viken,
Hag e touomp bevan evel gwir gristenien,
Pa ’peuz evid-omp holl gouzanvet poaniou braz,
An naon hag ar sec’hed, ar maro war ar groaz ;
Pa zo plijet gan-ec’h rein d’imp, ’n hon dienez
Ho korf, ho kwad zantel evid magadurez,
Ha chom gan-imp beteg hon devez diwean,
Ni ’deu gant levenez d’ec’h-c’houi da ’n em westlan.
C’houi ’zo ’n em roet d’imp ha ni a’n em ro dec’h,
Hag hen lerfomp hep mez, d’an holl hag e peb lec’h.
E-barz hon paroujou, gwech-all ar fe ’oa krenv,
An dud holl war-eun-dro, ’gerze war hent an Nenv,
Overn ha gousperou ’vije darempredet ;
Pardoniou hon zent koz gant fe ’vije heuilhed ;
’Barz an tiegeziou e oa peuc’h hag urz vad ;
Ar bugel a douje hag e vamm hag e dad ;
Laouen-braz ouz e vestr, ar mevel a zente ;
Ar paour hag ar pinvik ’vel breudeur ’n em gare ;
Ha mar labourent stard, da vihanan an dud
A veve evurus, pell dimeuz an dabut.
Oh ! nag ec’h e siouaz ! troet ar blaneden :
Dilezet ê Doue, dilezet ar beden ;
E-pad an overen, e-pad ar gousperou,
An iliz aliez a ve hanter-c’houlou ;
Ar skouer-fall er c’heariou, war ar meaz, en peb stum,
A ziroll en-dro dvimp ’vel eur mor a vunum…
Ac’hanta, ma Jezuz, ni ro d’ec’h hon c’halon,
’Vit ho tigoll un tamm, ni a c’houlen pardon.
Roet ar sklerijen d’ar sperejou dallet ;
Mouget er c’halonou devet gant ar pec’hed,
Tan-gwall an techou-fall, ha ma zavo pep mouez
Da zifenn ar gwir fe dirag an holl, hep mez ;
Ma zento ar bed holl ouz ho kourc’hemenno.
Meulet da vo Jezuz, Jezuz hon gwir Otro !…»
Dre ma save ar vouez, el lein ar baradoz,
Jezuz, diwar e dron, a skuilhe e vennoz
War an eil rummad tud, ken leun a garante,
Hag ouz ar rumm kentan e selle gant true.
An Tremener.
Ar zul 11 a viz Even 1899.