An Tour dilezet

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lajat, 1909  (p. 202-208)



An Tour Dilezet


D’an aotro Men, person Kallak.


War dôn : Ker Is.

Kement-man zo da Gallagiz evit o fedi, en han Doue… Oh ! en han Doue, da zevel eur chapel ouz troad tour Bonvel, abalamour d’o zadou ha, dreist-holl, abalamour d’an amzer goz…


Me a zo eun tour dilezet,
Gant an holl aman ankouaet ;
E1 le’ch-man me a zo distro,
Kollet, kollet on ’ barz ma Bro !

Gwechall ma farrouz oa brudet
Ha ma iliz darempredet,
En dro d’in bep sul ha bep gouel
En em vode tudou Bonvel…


Evidon-me na glevan ken
Nemed kân klemmus ar gaouen,
A deu gant sklerijen al loar
Da gemer peurz ’barz ma glac’har…


Bonvel ! Bonvel !… Petra laran ?
N’eus ken trouz outi er vro-man ;
Na glever komz eus he hano,
Evit an dud hec’h eo maro !

Maro ez out, ô parrouz koant !
N’an eus ken diouit eur zeblant ;
Na chom diouit ’med eur skeuden,
Skeuden da Dour kreiz an dachen…

Skeuden da Dour ha gwareier
Da iliz koz, gwechall ken kaer,
War leur pehini ar yeod glaz
A zav hirie re stank, siouaz !

Ped gwech p’en em gave goueliou,
Badeziant, eured, pardoniou,
Am eus aman zavet ma mouez
Evit kreski da levenez…

Ma mouez breman a zo tavet,
Ma c’hleier a zo dianket…
Ma-unan e choman hirie,
Ouzin netra n’an eus true !


Kleier, a ganas ken sklintin,
Ennon bemnoz ha bep mintin,
Klevet ve hekleo ho moueziou
O tiston c’hoaz en traouiennou ?

Evidon-me na glevan ken
Nemed kân klemmus ar gaouen,
A deu gant sklerijen al loar
Da gemer peurz ’barz ma glac’har… !

Neuze pa goue sioulder an noz,
Me wel ebarz ma bered koz,
Ineou paour o tarnijal
Hag o tont warnon da sonjal…

Rak, ma Doue, pa zellan piz,
En dro d’in zo c’hoaz Bonveliz,
Bonveliz pell zo o kousket
Er vered lec’h m’int douaret.

War o be nebeut a welan,
Ar gristenien o taoulinan ;
Eveldon ez int ankouaet
Ha kenkoulz ha me dilezet !


D’o badeziant am eus kanet,
Ha d’o maro ar c’hlaz zonet ;
D’e breman me a hirvoudo,
War o doare me a ouelo…

O beziou koz ha koant meurbed,
Me glev hed an noz er vered,
O mouez truezus o c’houlen
Vit ho tud varo eur beden !

Hogen kaer ho peus damanti,
An dud chom dizeblant ha kri ;
Sonj ar Re-varo a zo yen,
Van ouz ho klemmou ne ra den !

An dud zo breman n’houllont ket
Bezan en dro d’ac’h douaret ;
Koulskoude en be o Zadou
Vije, me gred, mad o c’horfou !

Daoust e da ze, gwech ha gwechall,
Eur c’hoziad daoubleget ha fall,
E vleo kouezet war e ziouskoa
A deu d’ho pered ’n eur grena…


Ober ra eun dro d’ac’h, beziou,
Sonjal a ra en amzeriou…
Hag an dour en e zaoulagad,
E sell ouzin gant kalonad !

......................................................................

Oh ! mar zo c’hoaz ’barz ar vro-man
Kerent d’an dud a zo aman,
Me o fedo, en han Doue,
Da gemer ouzin-me true ;

Oh ! me o fedo da zevel
Ouz ma zroad eun tammig chapel,
Elec’h ma larfont a galon
Pedennou vit an Anaon !

Kleier lakfont ennon ive,
Ma sonin ar c’hlaz adarre,
Ma larin bemnoz da Vreiziz :
— « Aman eo e kousk Bonveliz ! ! ! »


————