L. Prud’homme, 1817 (p. 88)
Eus an Tado Santel
.
An hano a Dado santel a rer d’an doctoret ha personageo santel eus a bere al levro, an obero, an doctrin o deus rentet lustr d’an Ilis ha d’ar religion. En o levro principala e quever an dratition hac ar maximo eus ar vuez gristen. Hanvet int Tado abalamour m’o deus roet dimp ar vuez spirituel en J. C. An Ilis grec a fournis pevar doctor d’an llis universel : sant Athanas, sant Basil, sant Gregoar a Nazianç ha sant Yan Chrysostom ; an Ilis latin a fournis sant Ambroas, sant Augustin, sant Jerom, sant Gregoar, Pap, etc.