Mont d’an endalc’had

An Daou Vreutaer bihan

Eus Wikimammenn





XIX


AN DAOU VREUTAER BIHAN


――――


    Daou vugel a zeue deus skol
    O c’hoari ha c’hoerzin laouen,
    Pa zavas entreze ’n eun taul,
    Broc’hadeg ha giriou diroll.
    Petra oa kauz d’an abaden ?
        Eur graouen ;
Mann ’met eur graouennig o deus kavet en hent.


Unan, o soubla prim, a zerr ar gavaden ;
    Egile ’vout warnañ kenkent,
    Ma lam ar frouezen dious e zorn.
Setu-int ’n em chakat, ’n em c’hourdrous, ha sourral
    ’N eur daul sellou ken du, a-gorn,
Ha daou gi arloupet war ar memes askorn
’Zo roc’h-diroc’h, ’vel moc’h gant soroc’h oc’h oc’hal.

    Neuze ’teuas eur skolier all,
’Oa brasoc’h ewite, da dremen dre al lec’h.
— C’han ta ! pautred, ’mezañ, c’han ta ! pesort c’hoarv d’ec’h,
    Ma rit ar seurt arweziou fall ?
    Kentoc’h ’wit mont d’cn em dourtal,
Diskleriet d’iñ an dra, dousik, plen ha leal ;
Ha me a zivizo piv ’n eus gwir, piv ’n eus gaou. —


    P’o deus asantet, e stagjont
    Da zisplegañ anat o c’hont.
— Ar graouen-ma, me Yann, zo kiriek d’hon breujaou ;
Hi zo d’iñ, sur : me ’m eus he gwelet da gentañ !
    — Tra ! tra ! d’iñ-me eo, ’me Wilhaou,
    He zerret am eus arauk d’añ ! —
    Ha kranchat ’n o dorn deou, o daou ;
Hen sevel, ha laret : — Gwir eo, m’hen tou ru-glaou ! —

    Ar pautr bras a furch ’n e c’hodel,
    A denn ac’hane eur gontel ;
Ha, digor-frank gante daoulagad ha diskouarn,
O tibluska ’r graouen, a ra diouti taer darn ;
    Neuze ’lar war eun ton uhel,
Ec’his pa ve braket ’n eur gador-vrec’h lezvarn :


— Klewet an diou gevren ganiñ en o c’haujo
Pen-da-ben, ’vel ma c’houl Levr-meur al Lezenno ;
    Me, Barner dibabet, a ro :
Eur grogilhen da Yann, dre m’en deus-hi gwelet ;
’N eil grogilhen da Wilh, rak ma ’n eus-hi serret ;
Hag ar voeden d’iñ-me, ’vit bezañ o barnet…
Mont pepini d’ar ger en peuc’h, ha kwit frejo,
    Pa n’eo bet hucher ’bet en dro ! —

Ha n’ vije ket bet well, kouls da Yann ha da Wilh,
Ranna sioul o c’hraouen ’treze, boed ha kregilh ?