Mont d’an endalc’had

An Angelus gant an instruction evithi

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 56-58)



instruction evit an angelus domini.

AN Angelus a eller da lavaret en fin graçou goude coan, en fin ar pedennou diouz ar mintin, hac en fin a repas greisdez. Custum oar d’he lavaret teir gueich en deiz en enor d’an tri myster principal eus hon redemption, pere eo ar c’hinivelez, ar maro hac ar resurrection eus hor Salver, hac a so comprenet ho zin er myster bras eus an incarnation. Un usaij devot eo’ta instiruet gant an Ilis, pehini a laca seni he c’hleier d’an Angelus diouz mintin, da greisdeis ha dious an nôz, evit avertissa he bugale ar gristenien fidel da guenta, da gonsacri d’ar beden ar gommançamant ; ar c’hreis hac an echuamant eus ho devez ; d’an eil, da drugarecât Doue teir gueich en deiz eus ar mad infinit en deus gret deomp o tigaç he Vap unic er beb-mâ, d’en em incarni evit hor prena ; d’an drede, da bidi Doue d’ar poenchou-se ma plijo gantâ operi enomp an effet eus ar myster-mâ oc’h ober deomp erruout er c’hloar eus ar vuez eternel, dre ar meritou eus a bassion hac a varo he Vap en em grêt den evidomtp ; d’ar pevare, da gaout memor eus ar pez e deveus grêt ar Verc’hes Vari er myster bras-mâ ; d’ar pempet, da invoqui ar Verc’hes sacr-se, ma obteno deomp digant he map Jesus-Christ, ar graçou pere eo ar frôez eus he incarnation, hac e fell d’an Ilis en em adressemp dezi evellen da beb poent lies a zanjer, ma emaomp eus hor silvidiguez da bep mare. Rac-se ne dleomp quet mancout da lavaret an Angelus en intantion ma e bet instituet, evel hon eus expliquet bremâ, non pas dre accustumanç heb devotion ebet, evel a ra an darn vuia, mæs gant attantion ha gant respet, o sonjal petra reomp, hac oc’h en em lacat d’an daoulin d’he lavaret, nemet da sul, hac adalec Pasq bete dissul an Dreindet, ma tleer he lavaret a sao, o veza destinet an amser-se da enori ar resurrection eus hor Salver pehini a savas eus ar bez d’ar poent se, pe da hini a custum an Ilis evit ar memes raeson pidi Doue a-sâ. Induljançou bras a so evit lavaret an Angelus, evel m’ho hon eus expliquet en lêvr ar rosera [1].


CANTIC VAR AN ANGELUS DOMINI, etc.
En ur fæçon all [2]. Var ton, ar Verc’hes sacr, mam da Zoue.

UN Arc’hel a bers an Autrou
A zisquennas eus an êvou,
D’annonç da Vari oa choaset
Evit mam da Salver ar bed.
Me ho salud, Mari, etc.
Hac e respontas ar Verc’hes,

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ.

R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Ave, Maria, etc.

V/. Eccè ancilla Domini.

R/. Fiat mihi secundum verbum tuum.

Ave, Maria, etc.

Da Zoue oun servijeres,
Bezet grêt eta em andret
Hervez m’hoc’h eus d’in annoncet.
Me ho salud, Mari, etc.

V/. Et Verbum caro factum est.

R/. Et habitavit in nobis.

Ave, Maria, etc.

Neuse e concevas ur buguel
Dre vertuz ar Speret Santel :
Hac ar Verb en em incarnet
Etouez en dud en deus bevet.
Me ho salud , Mari, etc.

V/. Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix.

R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Pedit, Mam santel da Zoue,
Evidomp oll he vajeste,
Ma vezimp dîn eus ar graçou
A bromet Jesus hon Autrou.

Oremus.

Gratiam tuam quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde, ut qui, Angelo nuntiante, Christi Filii tui incarnationem cognovimus per passionem ejus et crucem ad resurrectionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.

V/. Divinum auxilium maneat semper nobiscum,

R/ Amen.

Peden da Zoue.

Va Doue, pa hon eus desquet
Gant an Æl en deus annoncet
An incarnation eûrus
Eus hon Autrou hô map Jesus ;
Drezi plijet gueneoc’h ive
Squilla ho craç en hon ene,
M’hor c’hunduo he bassion
Da c’hloar ar resurrection.
Ni her goulen, Tad eternel,
Dre Jesus-Christ ho Map santel;
Ha ma chomo gueneomp bepret
Hoc’h assistanç en peb andret.
Evelse bezet grêt.

  1. [Instruction var an excellanç, ar froez, an indulgeançou bras hac an deveryou ar vreuriez ar Rosera... dresset... gant an Ao. Bris... ; emb. 1añ: Kemper, 1722 (?).]
  2. [Gw. p. 34.]