An Aluzen hag ar paour-keaz koz
Rebech d’ar paour e zienez
Zo digerri dor d’ar gernez.
Eun devez, pell zo abaoue, eun denik koz, gwisket gant truillou ha daoubleget dindan ar bec’h deuz an oad ha deuz an dienez, a zeuaz da genver dor eur vaouez pinvidik, da c’houlen an aluzen. Houma na reaz van o klevet e glemmou.
— Tam anduillen koz, a lavaraz, mont a rafoc’h gant hoc’h hent ! Ama ne ve ket roet an aluzen da feneanted evel d’hoc’h-hu
Ar paour-keaz a dec’haz kuit, an anken en e galon.
Demdost oa eun tiegez paour. Ar vreg divar dreujou he dor, he doa klevet komzou iud he amezegez. Truez a gemeraz deuz ar paour-keaz klasker.
— Deuit ama, emezhi, deuit en ti.
Hag e roaz d’ezan leaz da eva ha bara da zibri, ar pez a garfe.
En eur vont kuit, ar paour-keaz koz a zavaz e zaou-zorn var benn ar vreg hen doa e zigemeret ken mad.
— Kristenez karantezuz, a lavaraz, varc’hoaz epad an deiz, c’houi gendalc’ho da ober al labour kenta a rafoc’h goude ma vezoc’h savet.
Ar vaouez n’he daolaz kont ebed euz ar c’homzou-ze. Pa oa deuet an noz ez eaz d’he gwele. Kousket a reaz c’houek, evel unan a zo dizamm hag eon e gonstianz.
An devez varlec’h, en eur zevel, e teuaz c’hoant d’ezhi da vuzula eun tammik lian gwen he doa prenet evid ober eur gorneten da lakaat d’ar zuliou kaër.
Mez, Gwerc’hez Vari ! Kaer he doa muzula ha muzula, al lian gwen na ziminue begad. Hag a-benn an noz, an tiez paour oa leun kouch a lian hag a dalveze d’an neubeuta eur skoed ar oalen.
N’oa ket pell, oa anavezet dre gear ar baëamant roet gant ar paotr koz evid e lein. Neuze, ar vaouez pinvidik he doa gwalgaset anean, a zavaz keuz ganthi.
— Ho ! mar teufe d’ezan dond en dro, a zonje, me rafe zur d’ezan, an taol-ma, eun digemer gwelloc’h c’hoaz eget va amezegez.
Kerkent ha ma doa zonjet, edo ar paour-keaz e-tal he dor.
— Tadik koz, emezhi, deuet en ti. Hirio, e ma fest an oc’h ganeomp, deuit-’ta. Me zo vont da frita d’eoc’h gwadegennou ha c’houi velo ! Neuz ket bet an dra-ze c’hoaz en ho staon. Epad nao miz d’an neubeuta, c’houi lippo ho mounou divarnho, tadik koz.
Ar paour-keaz koz a ieaz en ti. Dibri hag eva a reaz, egiz na oa gwelet biskoaz. Goude e astennaz e zorn var benn ar vreg.
— Maouez, emezan, c’houi a reio epad an deiz varc’hoaz, al labour a rafet da genta en eur zevel.
— Aze eo, eme ar vaouez, foug enn hi. Tridal a reaz gant he joa.
Kent evid mont da gousket e lakeaz a zindan he fleuek, eur ialc’had aour.
— Varc’hoaz, en eur zevel me a gounto ar re-ze, a zonje, hag am bezo aour da brena ha pa ve maner Kerian ; hag am bezo peadra da gaout plac’hed ha mevelien ar pez a garin.
Ne gouskaz banne diouz an noz. An deiz a deuaz, ha kerkent e savaz.
Dija en he dorn he ialc’had aour, pa zilammaz eur c’houenen
deuz an dillad wele ouz he zal. Ar c’houenen a groge mad. Hag ar
vaouez da skrabat evit he c’has kuit.
Neuze ; chanz Doue, ec’h en em gavaz eur c’hoari all. Ne oa mui evit eüna he brec’h. Kaer he doa, e skrabe hag e skrabe atao. An noz a deuaz, hag ar vaouez-keaz c’hoaz a skrabe. Var he fenn ar c’hoen a winte… A-benn ar fin e savaz mez ganthi hag e tec’haz kuit. Abaoue n’eo bet gwelet neb-lec’h.
Doph an ti-all.