Mont d’an endalc’had

Al lonkad diveza

Eus Wikimammenn
Hekleo Penn ar Bed, 1910



AL LONKAD DIVEZA
————

31 Kerzu.

Gant kalz poan, Salaun goz a finvas e benn, hag a glaskas taol eur zell etrezek an oaled.

Seza, hag a heuilhe mad holl finvadennou he fried paour, a oe en eul lam e kichen ar gwele, hag he fenn pleget azioc’h Salaun e c’houlennas digantan :

— Diesoc’h emaout, va mignon karet ? Petra vank d’it ?…

Biskoaz Seza na oa bet karantezusoc’h evit he fried.

— Ped heur eo ? a c’houlennas-hen, hep beza selaouet komzou e wreg.

— Unnek heur hanter.

Ar c’hlanvour a lezas eun huanaden, a zerras e zaoulagad, hag a jomas sioul.

Asa ! a zonje Seza o tizrei d’he skabel e kichen an tan, peseurt sonj a zo deut da Zalaun da c’houlenn an heur diganen ?… Ha kaout a rafe d’ezan e tro nadoziou an orolach re brim ?…

Salaun a hunvree just ar c’hontrol.

— 11 heur 1/2 ! a lavare-hen, ennan e-unan, unnek heur hanter hepken !… Ar skorn, mevar, a zo o pouneraat an nadoziou hag o viret outo da drei ken libr ha kustum… Eun hanter-heur c’hoaz eta araok hanter noz… Ha buez awalc’h a zo ennon evit gedal betek neuze ?… O va Doue ! va Doue !… lakit nadoziou an orolach da zivouzat… hag ar vuez da jom ennon !…

Toc’horik-toc’hor e oa Salaun goz. A boan ma c’halle e spered chom da zonjal, ken dinerzet e oa e holl c’halloudegeziou.

Ar vuez a zo c’houek da bep den. Salaun, biskoaz, n’en doa diskouezet karet kement ar vuez evel breman pa rea an neuz da fellout kuitaat e gorf uzet gant ar c’hlenved.

Ha koulskoude n’eo ket, kement-se, dre stagidigez ouz ar vuez hag a oa bet, meur a dro, kriz awalc’h evitan, eo e c’houlenne beva.

Unnek heur hanter noz e oa. Epad eun hanter heur all en doa an Douar da drei abarz ma teufe ar Bloavez nevez.

Ha Salaun na c’houlenne kaout e vuez astennet nemet evit gwelet eur bloavez all c’hoaz… Meur a hini en doa gwelet dija, rak abaoue an 10 a viz du e oa eat war e bemzekved bloavez ha tri ugent. Hag abaoue hanter kant vloaz, an devez kaera evitan a oa ato bet deiz ar bloavez nevez.
Neuze, evit beuzi e c’hlac’har d’ar bloaz eat da anaon, hag evit enori donedigez ar bloaz o sevel eus e vailhurou, en doa ar voazamant d’ober eur rouladen eus ar penn.

Ne zigoueze morse er gear araok beza ruilhet eun ugent gwech bennak e hed an daou pe drí gilometr en doa d’ober o tizrei eus ar bourk… Eur wech bennak, zoken, ec’h erruas gantan beza kilhet, ha neuze e redas epad an noz penn-da-benn, dre yuniou Kerfoen, hep kaout penn an hent da vont d’e di, ken a zavas an heol en nenv… hag eun tam rezon e penn ar rouler.

Gwechou all… mes awalc’h. Re hir a ve konta d’eoc’h an holl droiou farsus c’hoariet da Zalaun gant deiz kenta ar bloaz.

Salaun a oa deut da gaout eur garantez direiz evit an devez-ze. Hag e vrasa aon a oa na rankje serri e zaoulagad — evit mad — araok n’en dije 19… digoret e re.

Tik-tak an orolach a gonte. Na goustad e skoe ar momenter en devez-ze !…

Gwad fall a rea en e wele a boan. Sponta rea o sonjal en hanter heur — (eun eternite) — a oa c’hoaz da dremen araok ar bloavez nevez…

En e zinerzed ne c’halle nemet huanadi !…

E ziouskouarn a zo digoret frank gantan en eun taol… Petra nevez ?… Salaun a grede beza klevet trouz er porz, e kreiz an noz sioul, trouz henvel ouz trouz rojou.

— Kar an Ankou ! a zonje-hen.

Eur c’houezen yen a deue war e dal ; e galon a lamme, evel ma c’hoantafe ene Salaun tec’het dioutan.

An trouz a dostae… Ar c’har a oa e kichen an nor… Breman e oa en ti…

— Echu eo ! a huanadas Salaun.

D’ar memez koulz, hanter noz a zone.

19… eo oa o vervel !…

Kalon Salaun a zizammas. E vrasa c’hoant a oa selaouet… Gwelet a rea ar pemzekved ha tri ugent devez kenta ar bloaz… ha rankout a rea enori e c’hinivelez  !

— Seza a c’halvas-hen gant eur vouez evel o tont eus an tu all d’ar bez, Seza ! eur banne hini melen !…

Yan BREZAL.