Al leue bihan
Tri devez ’zo abaoe m’eo halet ar vuoc’h vriz ; hag ec’h-unan er c’hraou tenval, en he c’horn-tro klouar, ar vamm vat a loen he deus peadra da ober etre dibri ar boued founnus a zigas d’ezi, bep mare, mestr ha mestrez, mevel ha matez ; hag etre lipat he leué bihan.
Heman, pa vez leun e gof o frapat war vronnou e vamm, a c’haloup a-dreuz hag a-hed : anavezout a ra breman e graou penn-da-benn, ar c’hraou hag a zo c’hoaz ar bed-holl evitan…
Eiz deiz a zo tremenet. Breman, war greiz an deiz, ar vuioc’h vriz a vez kaset er-maez ha staget war ar melchon yaouank. Hag ar vamm vat a vez prez warni o tibri ar boued tener-ze, rak he sonj a zo du-zé ébarz ar c’hraou, ha mall he deus da zistroi d’ar gêr, ha da gaout c’hoaz he leue bihan o staga ouz he bronnou e vuzellou sec’hedet hag o tourtal toull he c’hof gant e bennig flour digorn.
Hirio ar vuioc’h vriz a zo adarre war ar melchon, pa zav he fenn o klevet trouz gant eur wetur ruz o tont du-hont d’an daoulamm. Buan eo tremenet ar wetur ébiou kloued ar park, met amzer he deus bet al loen paour da welet enni eun toullad leueou bihan, bern-war-vern. Siouaz !
Gwetur al leueou bihan a zo chomet a-zav dirag ar c’hraou, hag ar mestr hag ar c’higer a ra buan o marc’had. Kement-ha-kement a bouez, daouzek gwenneg hanter al lur, ha graet ar stal ! Brizig bihan a zo kerkent lufered d’ezan e dreid, sammet, ha, kaer en deus gervel e vamm, setu-hen stlapet er c’harr, war leueou bihan all, ar glaouren o redek hir diouz beg ha froniou, dispourbellet o daoulagad beuzet, poan d’ezo o telc’her an eil war egile.
— Kenavo, merour.
— Kenavo, kiger !
Ha setu ar wetur ruz kuit d’an daoulamm, ha setu ar c’harrad leueou bihan paour o vont d’ar gigerez.
Evel pa c’houfe, ar vuioc’h vriz, p’eo distaget diouz ar melchon, a zo redet d’he c’hraou. Furchel ha difurchel he deus. Siouaz ! Brizig bihan ’zo aet gant ar wetur ruz !…
Kement e lenv ar vamm baour kement e tispac’h ma vouzarer ganti. Ar zaout all a entent, emichans, he glac’har, rak goustad, en eur zibri deliou kaol o c’hoan, e tistroont bep ar marre.
Ar vestrez, koulskoude a zo digalon a-walc’h da zont da glask he goro. Met kerkent eun taol troad a ziswink anezi gant he fod war an teil. — « Gagn buoc’h, eme ar vaouez digalon ! »
Antronoz-vintin, goude eun nozvez tremenet o lenva, ar vuioc’h vriz, skuizet, he deve re leuniet, a zo gourvezet, pa zigouez adarre ar vestrez gant he fod. — « Sav ’ta, Briz ! Sav ’ta, emezi, gant eun taol boutez ». — Al loen paour, didrouz, a zav, hag ar vamm, he sonj gant ar Brizig kaez, a lez neuze he goro… Brizig bihan, n’eo ket evidout eo al laez a gouez a vrizadennou da leunia ar pod !…
C’hoaz ar vestrez a zo digalon a-walc’h evit c’hoarzin o welet kement a laez !
- Eostig KERINEK