Al Laouenanik hag ar Voc’h-ruzik

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1908  (p. 19-23)



Al Laouenanik
                  hag ar Voc’h-ruzik


————


(D’am breur Jan-Fransaïk)

War don « Plac’hig Eusa »


Eun deiz Saïk a deuaz d’ar ger
Sounn e benn, e lagad seder.

Mamm, me ’m euz kavet eun neizik,
» Unan koant, hag hen bihanik ;

» Eun toull bihan da zont er mez,
» Ne d’a ket ebarz an daou vez.

» Me zonj eo eun neiz laouenan,
» Aze ’man en doen valan.

» Sur eo eun neiz laouenanik,
» Ker bihan eo ha ker koantik.

» Pa vô pluet al laboused
» Me lako ’nezo er gaoued.

— « Arabad eo d’id, va faotrik,
» Dineiza al laouenanik.

— « Perak, mamm ? Tonton an ti all,
» Lavare ive en deiz all

« Arabad tapa boc’h-ruzed,
» Neuze ’ta n’m mô lapous ebed ! »

— « P’az pezo klevet, va mabik,
» Rimadell goant ar voc’h-ruzik,

» Rimadell goant ar voc’h-ruzik
Hag hini al laouenanik

» N’az pezo mui c’hoant, a gredan,
» Da zineiza al laouenan. »


Saïk ’ azezaz e tal an tan
Hag a lavaras ker buan :

« Breman ne d’in ket ac’halen
» Ken n’m mô klevet ar gontaden.

» Lavarit ’ta, mamm, anezi,
» Ma ’z in adarre da c’hoari. »


Ar vamm puchet war an aoled
He c’heiel he deuz kemeret,

Hag en he inkin e krogas,
En eur neza e lavaras :

— Klevet az peuz, va mabik kez,
Nak a c’hlac'har, nak a enkrez,

Nak a boaniou tenn ha skrijuz
En deveuz gouzanvet Jezuz.

En deiz ma oa er groaz staget
’Vit prena pec’hejou ar bed ;

Hor pec’hejou-ni pec’herien
D’hor miret diouz an ifern yen ;

En e dreid, hag en e zaouarn
Oa tachou bras, tachou houarn,

War e benn ’oa eur gurunen
Eur gurunen grêt gant drein spern ;

E c’hoad euz e gorf a rede
War an douar e poullade,

E dal ive, e zaoulagad
A oa goloet a c’hoad ;

E vammik paour outan zelle,
Ha goalc’h he c'halon a ouele,


E vourrevien ne ouelent ket
Krisoc'h oant ’get arevaled ;

Kranchat a reant ouz kroaz Jezuz
O lezel blasfemou euzuz,

Neuze war bannou ruz ar groaz
Daou labous bihan a blanvaz :

En eun tu al laouenanik
Hag en tu all ar voc’h-ruzik,

Hag al laouenanik tener
O welet poaniou hor Zalver,

A zonj ober e c’halloudik
D’o bihannaat eun nebeudik ;

War benn zakr Jezuz e nijaz
Hag a bouez poania e tennaz,

Tennaz gant e vegig eun dren
A oa êt don, don en e benn.

Neuze laouen ha joaüz braz
Er vann adarre e nijaz ;

Ar voc’h-ruzik p’he deuz gwelet
He c’halonik zo tenerêt :

— « Daoust ha goest e vefen ive
» Da zousaat poaniou mab Doue ? »

Uz dremm hor Zalver e nijaz
Gant plûn he bruched e sec’haz

E dal sakr hag e zaoulagad
A oa goloet a c’hoad ;

Jezuz ouz al labousik kez
’Reaz eur zell leun a garantez.

Hag abaoue ar voc’h-ruzik
Zo chomet ruz he bruchedik.


Setu perak, va c’halonik
E tleomp karet daou lapousik

A zo bet ken karantezuz
E kenver hor Zalver Jezuz !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Fransaïk e zaelou o redet,
D’e vamm kerkent ’n deuz lavaret :

« Mamm, ma vijen-me bet eno
» Me ’m bije grêt ive ’veldo.

» An drein oll am bije tennet
» Ha gant va dorn ’m bije sec’het,

»’M bije het sec’het tal Jezuz
» Bravoc’h kalz eget ar voc’h-ruz. »

— « Va mabik paour, breman zoken,
» Hor Zalver zo braz e anken.

» Poaniet ’vez aliez, siouaz !
» ’Vel pa oa staget ouz ar groaz.

» Klev an dud fall o vlasfemi,
» Hag ouz ar groaz sakr o c’hlaouri.

» Klev i o youc’hal a bouez penn :
» D’an traon, d’an traon ar feiz kristen !

» Gwelet a rez, er skol du-ze,
» N’euz ger ebed euz a Zoue !

» Gwelet az peuz, va bugel kez,
» Teuler kroaz Hor Zalver er mez.

» Ar Werc’hez Santel, er Salet
» Daëlou puilh he deveuz skuilhet.

» Ar Pab a zalc’h deomp plas Doue,
» E Rom du-ze a ouel ive.


» Te vel eta, va mab biban,
» E c’hellez ’vel al laouenan

» C’hellez ’vel ar voc’h-ruzik kez
» Diskouez d’ar Zalver karantez.

» Bez atao fur ha gwir gristen,
» Kar da Zoue hag e lezenn.

» Kar iliz Jezuz hag ar Pab
» Ha bez evito eur gwir vab.

» Pa vi bras sav da benn uhel,
» Anzav heb mez da feiz santel.

» Ha mar bez red t’he difenno,
» T’he difenno bete ’r maro.

» Neuze ’ri ’vel ar voc’h-ruzik
» Hag evel al laouenanik.

» Ha Jezuz ive eun devez
» Zello ouzid gant karantez.

» ’N eur lavaret : « deuz, Saïk fenoz,
» Deuz ganen-me d’ar baradoz. »

E miz kerzu 1907.
Mari-Anna ABGRALL,
deuz Kerloroc.


————